Aljeria
Aljeria ( en arabegلجزائر, al-Jazā'ir; en tamazight hag en arabeg aljerian : Dzayer, Djazaïr pe Ldzayer.) Anv leun Aljeria eo ar Republik Aljerian Demokratel ha Poblek, e skritur berraet «R.A.D.P» (hag en Arabeg لجمهورية الجزائرية الديمقراطية الشعبية ). Aljeria a zo ur stad eus Norzh Afrika, ul lodenn eus ar Maghreb eo. Aljer eo ar gêrbenn, a zo lec'hiet en norzh, war vord ar Mor Kreizdouarel. Bro vrasañ Afrika eo, lodenn eus ar bed arabek hag eus an diaz kreizdouarel. E gorread a zo 2 381 741 km². E harzoù a zo 6 385 km a hirder gant Tunizia er biz, [[Lib]ia]] er reter, Niger ha Mali er su, douar nann emren eus ar Sahara er c’hornog hag evit echuiñ Maroko er c'hornog.
Goude 132 vloaz evel trevadenn c’hall, he deus gounezet Aljeria he dieubidigezh ar 5 a viz Gouere 1962, goude ur brezel hir ha koustus, ha goude ur referendom emdermeniñ ar 1añ a viz Gouere 1962. Ezel eo Aljeria eus ar Broadoù Unanet, eus Unvaniezh Afrika, eus Luskad an diskord hag eus Kevredad ar Stadoù Arabek abaoe an dieubidigezh e 1962. Diskleriañ a ra bonreizh Aljeria ez eo « An islam, an Arabed hag an Amazighed » evel krevrennoù kreñv eus identelezh pobl Aljeria.
Taolenn |
Deveradurezh [kemmañ]
Anv Bro-Aljeria a zeu eus anv kêr Alje. An anv « Alje » a zeu eus ar c'hatalaneg Aljeria, hag a zeu eus Al-Djaza'ir. An anv gall eus Aljeria a zo « Algérie » (implijet evit ar wech kentañ e 1686 gant Fontenelle e-barzh « Entretiens sur la pluralité des mondes ») a zo bet aloubet d'ar 14 a viz Here 1839 gant Antoine Virgile Schneider evit komz eus an dachenn-mañ hag a zo ul lodenn eus an Aodoù Berberek (Barbaresques).
Deveradurezh an anv arabek « Al-Djaza'ir » (الجزائر), a zo stag ouzh anv an inizi hag a oa dirak porzh Alje. Staget int bet bremañ ouzh ur chaoser. An Arabeg Al-Djaza’ir (الجزائر) a dalvez kement hag « an Inizi ». Un deveradurezh all a lak orin anv aljeria e arabeg « Al-Djaza'ir » (الجزائر) da zont eus Ziri ibn Menad, Djezaïr hag eus Dziri, e berbereg Tziri a dalvez kement ha « loar sklaer ».
Geografiezh/Douaroniezh [kemmañ]
Aljeria eo bro vrasañ kevandir Afrika, eus ar bed arabek, hag eus ar Mor Kreizdouarel, e su Aljeria emañ ar Sahara. E norzh an Atlas Tellian hag an Atlas Saharian. Bez’ ez eus un aradennad menezioù ( Aurès, Batna, Khenchela, Oum-El-Bouaghi, Aïn M'lila, Souk-Ahras, Guelma, Biskra...).
Krenañ-douar [kemmañ]
Un oberiantiz seismek bras-tre a zo lec'hiet e-barzh takadoù tost ouzh aod Aljeria a-hed d’ar Mor Kreizdouarel. Ar voustradenn dektonek etre plakennoù Afrika hag Eurazia a grou kalz a frailhoù hag a seismoù bras pe vihan. Rannet eo Aljeria etre div blakenn dektonek abalamour d’ar frailh Su-Atlasek. En norzh ez eus ivez tektoniezh an Alpoù hag er su pladenn ar Sahara hag a zo stabil a-walc'h. Evit seismoù bras ha feulz e c'hallomp menegiñ hini Al Asnam(Chlef bremañ) e miz Gwengolo 1980, Constantine e miz Here 1985, Tipasa e miz Here 1989… An hini diwezhañ da vezañ lazhet tud a oa hini M'sila e miz Mae 2010.
Temperadur [kemmañ]
Er Sahara ez eo ar geidenn temperadur a 40 °C war an deiz ha 5 °C diouzh an noz. En norzh hag e-barzh ar c'hêriou tost ouzh an aod, e vez an temperadurioù er goañv etre 8 °C ha 15 °C. Pignat a ra betek 25 °C e miz Mae evit tizhout ar geidenn a 28 °C ha 30 °C e miz Gouere hag e miz Eost (28 °C e Skikda, 29,5 °C en Alger). E menezioù Kabilia, e vez tost an temperadur ouzh 3 °C pe zoken -7 °C e-pad ar goañv. Erc’h a vez alies e-kerzh ar goañv. E-kreiz hag e kornog ar vro, e takad uhelblaenennoù rannvro Djelfa, e vez an temperadurioù e vez etre 30 °C ha 38 °C. Er reter, en Aorez, e vez yen-tre ar goañv o tisken betek -18 °C. Tomm-tre e vez e-kerzh an hañv ha betek 50 °C en disheol. En norzh ar kornog evel en Oran, Tlemcen, Mostaganem,etc., ez eus un hin kreizhdouarel boutin, sec’h en hañv ha goañvoù dous gant an oabl louet pe digoumoul.
Ar c'herioù pennañ [kemmañ]
Ar gêr vrasañ eo Alje, muioc'h eget 6 milion a dud o vevañ enni. Kêrioù bras all ar vro a zo : Oran, Constantine, Annaba, Tizi-Ouzou(kerbenn Kabylia), Tamanghasset (Kerbenn Hoggar), Ghardaïa (kerbenn an Mzab), Batna (kerbenn an Aorez), Bejaïa, Setif, Biskra, Ouargla.
Bevennoù [kemmañ]
6 343 km en holl :
- 1 559 km gant Maroko
- 1 376 km gant Mali
- 982 gm gant Libia
- 965 km gant Tunizia
- 956 km gant Niger
- 463 km gant Maouritania
- 42 km gant Sahara ar C'hornôg
Istor [kemmañ]
Istor Aloubet e voe Aljeria gant Bro-C'hall en un doare a zo bet hir ha feuls-tre, abalamour ma ‘z eus bet distrujet tost un drederenn eus poblañs Aljeria en ur implij doareoù evel mougeviñ, lazhadegoù prizonierien ha siviled, skrapet tud, distrujadegoù plantadegoù ha kêriadennoù. Arme Bro-C'hall he deus gallet en un implij doareoù feuls aloubiñ Aljeria, kêriadenn ha kêriadenn. Met ret eo resisaat un dra, da heul an aloubadeg ez eus bet an trevadenniñ gant ur boblañs nevez. Perak ? E-penn kentañ e oa mat an darempredoù etre Bro-C'hall ha Rejañs Alje. Tu zo da lenn e miz Mezheven 1793 « Pa en em gevre Europa a-enep da Vro-C'hall dieub, e tou ur galloud afrikan (Alje) he fealded e-keñver ar republik hag e tou dezhi e vignonaj. » Ouzhpenn e oa ivez Dinas Bro C'hall o tikeañ koural e El Kala. E 1794, e voe taget ar Frañs dispac'hel gant galloudoù Europa kevreet, hag a amprou diestêrioù da vagañ he foblañs hag he soudarded. Dey Alje, Hussein, a brof konvañsionoù evit prenañ gwinizh en un doare aesoc'h, ha da c'houde e prestas arc'hant da Vro-C'hall hep interest. Ur wech echuet ar brezel, ne baeas ket Bro-C'hall he dle ha, pa deuas Bro-C'hall da vezañ roueel adarre, e voe digresket an dle. Paeet voe an dle met e Pariz, e Kef ar Fiziadennoù hag ar Fiziamantoù. Neuze e teuas an Dey da vezañ neubeutoc'h-neubeutañ mignon gant c'honsul Bro-C'hall, abalamour e kompren ne adwelo biken e arc'hant hag ar gwinizh na vo paeet biken.
Poblañs [kemmañ]
Tud veur [kemmañ]
A-raok an trevadenniñ [kemmañ]
- Sant Aogustin
- Apulée
- Donat
- Syfax
- Massinissa
- Juba I
- Juba II
- Jugurtha
- Takfarinas
- Adherbal
- Ibn Khaldoun
- Abdelmoumen Ibn Ali
- Okba ibn Nafaa
- Al Kahina Dahya Bent Tabeth
E-pad an trevadenniñ [kemmañ]
- Lalla Fatima Nsoumer
- Abd El-Kader
- Cheikh Bel Haddad
- Cheikh El Mokrani
- Cheikh Bouamama
- Ben Badisse/Ibn Badis
- Messali El Hadj
- Ferhat Abbas
Tud pennañ brezel Aljeria [kemmañ]
- Rabah Bitat
- Mostefa Ben Boulaid
- Mourad Didouche
- Mohamed Boudiaf
- Krim Belkacem
- Larbi Ben M'hidi
- Mohamed Khider
- Ahmed Ben Bella
- Hocine Ait Ahmed
Dileuridi Aljeria evit emglevioù Evian [kemmañ]
- Krim Belkacem
- Aziz Ben Tobbal
- M'Hamed Yazid
- Réda Malek
- Mohamed Seddik Ben Yahia
- Ahmed Francis
- Saad Dahlab
Maouezed pennañ e-pad brezel Aljeria [kemmañ]
Lennegezh [kemmañ]
- Malek Bennabi
- Mohamed El Aid Al Khalifa
- Tahar Ouettar
- Albert Camus
- Assia Djebar
- M.K. Bouguerra
- Mohamed Dib
- Yasmina Khadra
- Mouloud Mammeri
- Rachid Boudjedra
- Jean Sénac
- Tahar Djaout
- Rachid Mimouni
- Mouloud Feraoun
- Kateb Yacine
- Jean Pélégri
Sonerezh [kemmañ]
- Abdelkrim Dali,
- Ahmed Saber,
- Ahmed Wahbi,
- Akli Yahyathen,
- Blaoui El Houari,
- Boumédiene Bensahla,
- Cheb Hasni,
- Cheb Khaled,
- Cheb Mami,
C’hoariva, sinema [kemmañ]
- Hadj Abderrahmane
- Mohammed Lakhdar-Hamina
- Merzak Allouache
- Yamina Benguigui
- Tewfik Farès
- Mohammed Chouikh
- Mohammed Fellag
- Mahieddine Bachetarzi
- Mustapha Kateb
- Abdelkader Alloula
- Ould Aberahmane Kaki
- Groupe Dzaïr
Livañ [kemmañ]
- Baya
- Mohamed Racim
- Omar Racim
- Etienne Dit Nacereddine Dinet
- M'hemed Issiakhem
- Mohammed Khadda
- peintres du Prix Abd-el-Tif
Sport [kemmañ]
- Noureddine Morceli
- Hassiba Boulmerka
- Abderrahmane Hammad
- Aïssa-Djabir Saïd-Guerni
- Ali Saïdi-Sief
- Rabah Madjer
- Lakhdar Belloumi
- Mustapha Dahleb
- Ali Benarbia
- Lamine Ouahab
- Mohamed Ben Aziz
Aljeria • Angola • Aod an Olifant • Benin • Botswana • Burkina Faso • Burundi • Djibouti • Egipt • Eritrea • Etiopia • Gabon • Gambia • Ghana • Ginea • Ginea-Bissau • Ginea ar C'heheder • Kab Glas • Kameroun • Kenya • Komorez • Republik Kongo • Republik Demokratel Kongo • Republik Kreizafrikan • Lesotho • Liberia • Libia • Madagaskar • Malawi • Mali • Maouritania • Maroko • Mozambik • Maoris • Namibia • Niger • Nigeria • Ouganda • Rwanda • São Tomé ha Príncipe • Senegal • Sechelez • Sierra Leone • Somalia • Soudan • Soudan ar Su • Suafrika • Swaziland • Tanzania • Tchad • Togo • Tunizia • Zambia • Zimbabwe
Tiriadoù dalc'het: Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Broioù ha n'int ket anzavet gant an holl: Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland
|
|
|
|---|---|
| Izili | Aljeria · Arabia Saoudat · Bahrein · Djibouti · Ejipt · Emirelezhioù Arab Unanet · Irak · Jordania · Komorez · Koweit · Liban · Libia · Maouritania · Maroko · Oman · Palestina · Qatar · Siria · Somalia · Soudan · Tunizia · Yemen |
| Arsellerien | Brazil · Eritrea · India · Venezuela |
|
|
|||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Izili |
|
||||||
| Arsellerien |
|
||||||
