Lec'hienn

Eus Wikipedia
lec'hienn
Rann eusWorld Wide Web Kemmañ
Deiziad krouiñ1990 Kemmañ
Krouet gantTim Berners-Lee Kemmañ
Lec'h produiñFrañs Kemmañ
Software engineweb server Kemmañ
Oberataerwebmaster Kemmañ
Operating areaworldwide Kemmañ
Maintenance methodwebsite maintenance Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://stackoverflow.com/tags/website Kemmañ

Ul lec'hienn a vez lavaret gant tud zo (gerioù all zo c'hoazh: lec'hiad, load, gwivan, sit-web) eus un dastumad pajennoù eus ar Genrouedad, liammet kenetrezo, gouestlet da un den, ur gevredigezh, un obererezh pe embregerezh bennak. E Geriadur brezhoneg An Here eo disklêriet evel ur pourvezer stlenn war ur rouedad pellgehentiñ.

Petra a gaver e-barzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ e kaver skrid ha skeudenn, met filmoù a c'haller kavout ivez. Un anv zo d'ar pajennnoù-se (anv-domani, gouez da lod), hag ur chomlec'h er Genrouedad.

Diwar-benn ar ger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud zo (Albert Boché, Tugdual Kalvez) a gav gante eo savet fall ar ger hag a gav gwelloc'h ober gant lec'hiad. E skridoù Preder pe e geriadur Ménard e kaver ar ger load.

Unanig bennak a gav gwelloc'h azasaat ar ger kembraek gwefan, hag ober gant gwivan, diwar gwiad ha man (evel peurvan, diwar peuriñ ha man), da lavarout eo ul lec'h er gwiad.

Ster boutin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lec'h eo al lec'hienn, gant ur ster un tamm spisoc'h.
Met implijet e vez kentoc'h al liester, lec'hiennoù, evit ober anv eus un nebeud lec'hioù resis, tre evel ma implijer ar ger gwezennoù, .