Tim Berners-Lee

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Timothy Berners-Lee

Tim Berners-Lee, Sir Timothy J. Berners-Lee e anv klok (bet ganet d'an 8 a viz Mezheven 1955), a zo un ijinour ha stlennegour breizhveuriat, ha ur c'helenner eus ar MIT. Sellet e vez outañ evel ijinadennour ar World Wide Web, en doa graet ar c'hinnig kentañ anezhañ e miz Meurzh 1989. D'ar 25 a viz Kerzu 1990, gant skoazell Robert Cailliau hag ur skipailh studierien yaouank er CERN, e kasas da benn ar c'hentañ kehentadenn pengennet etre un arval hag ur servijer HTTP dre ar Genrouedad. E 1999 e voe lakaet Berners-Lee gant Time Magazine e-touez ar 100 Tudenn Pennañ eus an XXvet kantved. E 2007, e voe rummet er plas kentañ, a-rampo gant Albert Hofmann, e rollad 100 genezh bev The Daily Telegraph. Rener ar World Wide Web Consortium (W3C) eo Berners-Lee, an aozadur a c'hoursell ouzh diorroadur dibaouez ar Web. Diazezer ar World Wide Web Foundation eo ivez, klasker uhel hag entitled eus Kador diazezer 3Com en MIT Computer Science and Artificial Intelligence Laboratory (CSAIL), d.l.e. Arnodva Stlenneg Naouegezh Artifisiel an MIT. Rener ar Web Science Research Initiative (WSRI) eo, hag un ezel eus poellgor aliañ ar MIT Center for Collective Intelligence (Kreizenn an MIT evit an Naouegezh A-stroll). E miz Ebrel 2009, e voe dilennet ezel eus Akademiezh Broadel Skiantoù Stadoù-Unanet Amerika, lec'hiet e Washington, D.C.