Heidelberg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar stêr Neckar ha kastell Heidelberg
Kastell Heidelberg, distrujet gant ar C'hallaoued.


Heidelberg zo ur gêr eus Alamagn, e stad Baden-Württemberg. 140 000 a dud zo o chom enni. Kêr Heidelberg zo pennlec'h un distrig (Kreis). Dont a rafe an anv Heidelberg eus Heidelbeerenberg (Menez al lus).

Emañ Heidelberg war lez ar stêr Neckar, un adstêr d'ar Roen.

Istor[kemmañ]

E 1518 e oa unan eus oaledoù ar Brotestantiezh o sevel, ha degemeret e voe Martin Luther eno.

Damzistrujet e voe en 1689 gant an arme c'hall kaset gant Loeiz XIV da ober freuz ha reuz er vro, ha devet e voe ar c'hastell. Arigrap Pfalz a vez laret eus an darvoudoù-se.


Liammoù diavaez[kemmañ]

Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.