Poatev
Eus Wikipedia
Poatev (Poitou e galleg, ha Poetou er parlant poateveg-sentoñjeg) a zo unan eus ar broioù kozh a yeas d'ober Bro-C'hall, e kornaoueg ar vro, hag er gevred da Vreizh. Ur vro dizalc'h eo bet e-pad mare he c'honted. N'eus ket anv eus Bro-Boatev hec'h-unan ken ent-ofisiel, met ur rannvro c'hall a vez graet Poitou-Charentes anezhi.
Brudet eo ezen Poatev, pe gentoc'h ar ouenn a vez graet “baudet du Poitou” anezhi.