Kardinal
Eus Wikipedia
-
Gant ar ger "Kardinal" e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Kardinal (disheñvelout).
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Kardinal zo un titl roet gant ar pab d'un den a iliz, hag a dalv kement ha “kuzulier”. Ar “Skolaj sakr” a vez graet eus an holl gardinaled. Pa vezont kouviet gant ar pab da zivizout diwar-benn aferioù an Iliz katolik roman ha war he c'hredennoù e vez anvet ar vodadeg ar Sened-Meur.
Pa varv ur pab e vez dilennet unan all gant an holl gardinaled dindan 80 vloaz, hag ar re-se ne c'hellont ket mont kuit eus al lec'h er Vatikan a-raok disoc'h an dilennadeg. Ar sened-kardinaled e vez graet eus ar bodad-se (e latin conclave, da lavaret eo prennet war alc'hwez. Gwisket e vez ar gardinaled evit al lidoù meur gant ur soutanenn, ur roked hag un tog ruz.
[kemmañ] Sellet ivez