Tog

Eus Wikipedia
Togoù a bep seurt
Tog daougornek Napoleon

Un tog, pe ur c'habell, zo ur pennwisk, da lavarout eo ur pezh dilhad a vez lakaet war penn an dud, koulz paotred koulz merc'hed hiziv. A bep seurt togoù zo, pep seurt stumm dezho.

Gerdarzh ha distagadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra ar ger eus ar ger gallek "toque".
Daou zistagadur a gaver d'ar ger: gant ur vogalenn verr, e doare Kerne-Izel (liester tokoù, tokeier), pe gant ur vogalenn hir, e doare Treger (liester togoù). E geriadur Jules Gros e kaver meneg eus tokoù ha togoù, met togoù hepken er skouerioù.

Dre vras e vez lavaret tog bremañ eus ur pennwisk un tamm faro, marteze dre ma veze gwisket togoù gant an dud uhel gwechall, pa veze boned pe kalabousenn gant tud ar bobl war ar pemdez.
Ne veze ket togoù gant ar merc'hed e Breizh a-raok dibenn ar brezel-bed kentañ .

Lodennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ e vez div lodenn en un tog :

Stummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un tog pomper, e 1916
  • Darn a vez lakaet war ar penn, hag a zo dierien.
  • Darn all zo erienet, evel ar sombrero .
  • Darn a c'holo ar gouzoug pe an dremm, ouzhpenn ar blev.
  • Darn zo kornek, daougornek, tric'hornek...

Gwiskañ ar penn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwiskañ ar penn a vez graet gant seurtoù togoù abaoe pell, ha gant pezhioù dilhad all, a bep seurt anvioù dezhe: boned, kasketenn , koef, bered.

Betek kreiz an XXvet kantved e oa ret d'an dud goleiñ o fenn e pep lec'h, panevet-se ne oant ket gwisket da-vat. Ne oa nemet ar vugale ha ne oa ket ret dezho.
Pa vez gwelet filmoù kozh e weler micherourien gant kasketennoù, pesketaerien gant bonedoù, labourerien-douar gant togoù, merc'hed gant koefoù, pe gant mouchouerioù. Ha soudarded, poliserien, beleien, gwisket o fenn ivez.

Ne oa nemet er gêr, hag er parkeier pe war vor, ne oa ket ret gwiskañ ar penn. Met er parkeier evel war vor, ma laboure an dud dindan ar seizh amzer, e oa furoc'h goleiñ ar c'hlopenn, traken 'met evit ar yec'hed.

Tennañ an tog[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tennet e veze an tog dirak an dud uhel, ar person evel-just, ar maer, an aotrou (perc'henn an douar, pe an ti), ar skolaer. Hag ivez en iliz.

Ar merc'hed avat ne oa ket ret dezho ober, na dirak tud uhel na "dirak Doue", dre ma ne oa ket dereat dezho dispakañ o blev.

Togoù a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemmoù en togoù kroc'hen avanked e Kanada.

A bep seurt anvioù zo, hervez ar stumm, an danvez, ar vro orin ar yezh.

  • An tog plouz
  • An tog foñs uhel, pe tog foñs hir,
  • An tog pompad, pe tog pomper, a zo bowler hat e saozneg, a weler er filmoù kozh war bennoù Charlie Chaplin pe Stan Laurel hag Oliver Hardy
  • An tog voulouz, pe tog goz, pe tog blev goz, togoù doare Breizh.
  • An tog ruz: tog ar gardinaled, en iliz katolik.
  • An tog feur, gwisket er broioù yen, chapka e ruseg.
  • An tog-houarn, pe tokarn, pe helm, a vez gwisket gant soudarded.

Anvioù togoù eus ar bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Akubra

Skeudennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger tog er
wikeriadur, ar geriadur frank.