Eryri

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwelout ivez Parc Cenedlaethol Eryri.

"Yr Wyddfa a'i chriw" eus lein ar Glyder Fawr. Emañ Lliwedd en tu kleiz, lein ar Wyddfa en tu dehoù, Garnedd Ugain pelloc'h en tu dehoù.

Eryri eo an anv a reer e kembraeg eus bro ar menezioù uhelañ en hanternoz Kembre, en-dro d'ar Ouezva, ur vro gaer a'r c'haerañ. A-gozh e reer an anv eus menezieg Arfon, gant ar Ouezva (pe Wyddfa hervez ar c'hembraeg) evel lec'h kreiz, hag enni Glyderau, Carneddau, Crib Nantlle, Moel Hebog a Moel Siabod.

Abaoe eo bet savet Parc Cenedlaethol Eryri (Park Broadel Eryri), hag ennañ kornadoù e-maez Eryri gozh, efel Meirionnydd. A-gozh e oa bevennet Eryri er c'huzh-heol hag er c'hreisteiz gant an hent eus Caernarfon da Vaentwrog (dre Borthmadog), ha Betws y Coed er gevred ha Stêr Conwy er reter.

An anv[kemmañ]

Tryfan

Kred an dud eo e talv Eryri kement ha bro an erered, met prouet eo bet gant Ifor Williams e talv kement hag 'Uheldir'. 'Eryrod' eo liester ordinal ar ger 'eryr', ha n'anavezer ket a c'her 'eryri' evit "eryrod"(Disklaer). Daoust da se e teu eryr hag Eryri eus an hevelep gwrizienn(Disklaer).

Douaroniezh[kemmañ]

Carnedd Llywelyn dindan an erc'h.

Kreiz Eryri eo lein ar Ouezva. En-dro dezhañ ez eus c'hwec'h keinad hir.

Istor ha sevenadur[kemmañ]

Armerzh[kemmañ]

Pignat[kemmañ]

Ar gwel eus Bwlch Llanberis

Kalz tud a deu da grapat menezioù Eryri. Da sevel gant ar Wyddfa ez eer peurliesañ dre Llwybr Pen-y-Gwryd, a gemerer e preti ar Gorffwysfa, Pen-y-pas, uheloc'h eget Bwlch Llanberis.

Rann eus Eryri, diwar lein Mynydd Mawr; en diadreñv emañ ar Wyddfa hag e vreudeur, hag ar Glyderau.

Notennoù[kemmañ]


Gwelout ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Lennadurezh[kemmañ]

  • H. C. Carr & G. A. Lister, The Mountains of Snowdonia (Crosby Lockwood, Llundain, 1925)
  • W. M. Condry, The Snowdonia National Park (Collins, Llundain, 1966). Cyfres New Naturalist.
  • Amory Lovins, Eryri, the Mountains of Longing (Llundain, 1972)
  • F. J. North (gol.), Snowdonia (Llundain, 1949)
  • Ioan Bowen Rees, Dringo Mynyddoedd Cymru (Llandybïe, 1965)
  • Brinley Roberts, The geology of Snowdonia and Llŷn: an outline and field guide (1979)
  • Geraint Roberts, The lakes of Eryri (Gwasg Carreg Gwalch, Llanrwst, 1995). ISBN 0-863811-338-0
  • Dewi Tomos, Eryri (Cyfres broydd Cymru 16, Gwasg Carreg Gwalch, Llanrwst, 1995) ISBN 086381994x