Fañch an Uhel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

François-Marie Luzel, bet ganet d'ar 6 a viz Mezheven 1821 ha marvet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1895, a oa anezhañ ur gwerinoniour, da lavarout eo un den hag a studie sevenadur ar bobl (hiriv e vez lâret tudoniour gant darn), hag ur barzh brezhonek hag a oa bet graet « Barz Treger » anezhañ gant e genvroiz. Anavezet eo ivez stumm brezhonek e anv, Fañch an Uhel, implijet gantañ da sinañ oberoù zo, met sinet en deus meur a varzhoneg ivez dindan an anv Fañch ar Moal.

Delwenn Fañch an Uhel e Plouared.

Diwar-benn e anv[kemmañ]

Tud zo o deus bet skrivet e oa bet roet dezhañ an anvioù « Fañch an Uhel » ha « Barz Treger », « war-lerc'h e varv gant ar vroadelourien » (sic). Rak a-hervez eo ret bezañ broadelour evit mont betek brezhonekaat e anv.

  • E 1856 en doa embannet un dastumad barzhonegoù gallek anvet "Les Chants de l'Épée", ha sinet gantañ Francès-Mary an Uhel.
  • E 1943 e oa bet embannet un dibab eus e varzhonegoù brezhonek anvet Ma C'horn-Bro, ennañ ur rakskrid sinet gant ar c'hlasker Joseph Ollivier. Un notenn a zo e pajenn I ar rakskrid :

« E diegez a veze hanvet An Uhel, e Plouaret ha tro-dro ; hen ivez pa ne gemere ket eul leshano bennak, a sine e soniou hag e werziou Ann Uc’hel (pe Ann Huël, pe Ann Uhel)… »

  • E dibenn al levr-se ez eus ur roll eus e holl varzhonegoù brezhonek : kant ugent bennak zo anezho. Dek anezho zo sinet gant unan eus stummoù e anv.

Da neuze, mard eo ret bezañ broadelour a-benn ober gant un anv brezhonek, eo ret anzav e oa « Fañch an Uhel » unan eus ar vroadelourien-se.

E vuhez[kemmañ]

Ganet e oa bet e maner Keramborn, a oa neuze e parrez Plouared, p'emañ bremañ er C'houerc'had (pe ar C'hozh-Varc'had). E dad a oa François e anv hag e vamm a oa Rosalie Le Gac, labourerien-douar. E Keramborn e veze beilhadegoù alies, rak honnezh e oa plijadur tud ar maezioù, dreist-holl e-pad nozvezhioù hir ar goañv. E skol ar bourk e reas anaoudegezh gant al livour Yan Dargent, a oa da vezañ unan eus e fealañ mignoned.

Abalamour d'e eontr ar C'hwerv (Le Huerou) a oa kelenner war an Istor e Skolaj Roueel Roazhon eo e c'hallas mont di d'ober e studi ha da dremen e vachelouriezh. Sur-mat e hiraezhe, da noz e sal-gousket ar skol, d'e Vro-Dreger ha da veilhadegoù Keramborn, hag e wiske anezho en ur vantell romantel.

Deuet e-maez ar skol e soñjas mont da vedisin war vor, hag evit-se eo ez eas da studiañ da Vrest. Dilezel a reas ar studi-se avat ha klask a reas mont da gelenner. E gwirionez e oa mestr-studi (evel tudenn al levrioù Le Petit Chose, Le Bachelier, pe David Copperfield) ha ne gave ket tamm labour stabil ebet. E 1858 e kelenne e lise Naoned ha goude un nebeud mizioù e oa o labourat en ur burev e prefeti Roazhon ma reas anaoudegezh gant Adolphe Orain, a vo folklorour Bro-Roazhon.

Goulenn a reas digant Ministrerezh an Deskadurezh bezañ anvet da glask war-lerc'h dornskridoù kozh dre Vreizh-Izel, ha sikouret e voe gant an Tregeriad all Ernest Renan da gaout ur yalc'had a-berzh-stad evit se. Dont a eure a-benn da zastum evel-se un toullad mat a gontadennoù, a ganaouennoù hag a bezhioù-c’hoari kozh, ma c'hallas sevel ganto meur a levr. Ar pep brasañ avat a voe dastumet e Treger ha Marc'harid Fulup, eus Plûned, eo an hini a zegasas dezhañ ar muiañ a zanvez.

E 1868 eo e krogas da embann an danvez dastumet. Da gentañ e teuas er-maez ar c'hentañ eus ar pevar levr a ya d'ober Gwerzioù ha Sonioù Breizh Izel. Er bloaz war-lerc'h ec'h embannas al levrad kentañ a gontadennoù, Contes et Récits populaires des Bretons armoricains.

Tabut Barzaz Breiz[kemmañ]

E 1872 e oa e Kendalc'h an Association bretonne (Kevredigez Breiz) e Sant-Brieg hag eno e lennas ur skrid a damalle da Gervarker, oberour Barzaz Breiz, bezañ embannet, tri bloaz ha tregont a-raok, kanoù ha n'en doa ket gallet klevout. Tabut a savas diwar-se, nac'het e voe embann e skrid gant Kevredigez Breiz, ma rankas an Uhel e embann e-unan. Ouzhpenn kant vloaz e padas tabut Barzaz Breiz. En un dezenn e skrivas Francis Gourvil e 1960 e oa bet ijinet kanoù al levr. Diwezhatoc'h e skrivas Donatien Laurent e oa bet kemmet kalz ar c'hanoù gant Kervarker, nemet atav (war-bouez nebeut) en devoa labouret diwar ganoù dastumet pe adskrivet gantañ e-unan.

Eus 1874 da 1880 e labouras evel kelaouenner politikel er gelaouenn republikan l'Avenir de Morlaix. Goude e voe barner-a-beoc'h e Daoulaz. E 1881 e kavas labour stabil a-benn ar fin evel dihellour e Dihelldi Departamant Penn-ar-Bed, e Kemper. Eno e reas anaoudegezh gant Anatol ar Braz, a oa o kelenn el lise, hag a zeuas da vezañ diskibl dezhañ pa zastumas kontadennoù ivez, nemet ne embannas ket anezho en o yezh orin, hag a reas enklaskoù eveltañ diwar-benn ar c'hoariva brezhonek kozh.

Nac'het kelenn brezhoneg[kemmañ]

E 1888 e skrivas da Renan evit ma c'houlennje digant Ministre an Deskadurezh reiñ aotre da Anatole Le Braz da gelenn brezhoneg e lise Kemper. Goulenn a reas Renan, met nac'het e voe an aotre.

Bloavezhioù diwezhañ[kemmañ]

Anvet e voe an Uhel da guzulier-kêr evel republikan, ha kemer a reas perzh e Kevredigezh Hendraouriezh Penn-ar-Bed, a oa renet gant Kervarker. E 1895 e varvjont o-daou, ar republikan yaouank a-raok ar beskont kozh.

Penaos e laboure ?[kemmañ]

  • Evit ar gwerzioù ha sonioù en deus klasket reiñ ar stumm a gleve, pa venne ober labour skiantel.
  • Evit ar c'hontadennoù e oa un tamm mat disheñvel.

Ne gomprene ket al ‘’labour skiantel ‘’ en hevelep doare. Dezhañ ne dalveze ket ar c'hontadennoù dre ar yezh nag evit o yezh. Ne oa nemet an danvez, steuenn ar gontadenn, hag a oa enne talvoudegezh skiantel. 1° Goude skrivañ un diverrañ eus ar gontadenn klevet gantañ ec'h adsave anezhi en e gambr. 2° Diwezhatoc'h e troe ar skrid e galleg evit an embann, o klask chom tost d'an troiennoù brezhonek a-wechoù.

  • Skrivet en deus (lizher meneget en ur pennad gant Françoise Morvan el levr Contes Bretons) e veze implijet an amzer-vremañ gant ar gonterien dreist-holl, hag e lakae an amzer-dremenet en droidigezh. Hervez Françoise Morvan neuze en dije implijet an amzer-dremenet e brezhoneg evit ober evel e galleg (pajennoù 178 ha 179 eus al levr).
  • Ma vez kavet stummoù eus Treger dreist-holl en e skridoù, e kaver ivez stummoù eus Leon, hag a-wechoù eus Kerne, betek e kontadennoù dastumet e Plouared.

Tonioù[kemmañ]

Siwazh ne oa ket bet notennet tonioù ar gwerzioù hag ar sonioù gantañ. Gant ar soner Maurice Duhamel e oant bet dastumet diwezhatoc'h, etre 1909 ha 1912, digant kanerien disheñvel diouzh ar re o doa kanet dirak An Uhel. Embannet en deus an tonioù-mañ, koulz ha re enrollet gant an Aotrou Vallée war bladennoù koar, en e levr "Musiques Bretonnes" deuet er-maez e 1913.

Embannadurioù brezhonek pe brezhonek-gallek[kemmañ]

Embannadurioù all[kemmañ]

  • Contes et Récits populaires des Bretons armoricains (1869). Embannadur nevez: PUR, Terre de Brume (1996), skrid kinniget ha diazezet gant Françoise Morvan, rakskrid gant Nicole Belmont.
  • De l'authenticité des chants du Barzaz-Breiz de M. de La Villemarqué Saint-Brieg, Guyon (1872)
  • Veillées bretonnes (1979) (embannadur nevez : PUR ha Terre de Brume, 2002, skrid kinniget ha diazezet gant Françoise Morvan).
  • Légendes chrétiennes de Basse-Bretagne Paris, Maisonneuve (1881) (embannadur nevez: PUR ha Terre de Brume, 2001, skrid kinniget ha diazezet gant Françoise Morvan)
  • La Vie de Saint Gwennolé, Quimper, Cotonnec (1889)

Levrioù[kemmañ]

Skrivet diwar-benn Fañch an Uhel[kemmañ]

Skrivet gant Françoise Morvan er goudeskrid d’al levr Contes Bretons de Luzel (PUR/Terre de Brume, 1994).

    • …embannadur ar c’hontadennoù dornskrivet gant Al Liamm …bet lakaet da adskrivañ en ur skritur anvet « peurunvan » a ra anezho skridoù standardekaaet kempred en un doare faos. (p. 180)
    • O zalvoudegezh … eo diskouez Luzel o sevel war un dro an doare-skrivañ, an ereadurezh, ar c’heriaoueg ur yezh skrivet ha n’eus ket anezhi e gwirionez, hag a zo ar gomz-plaen vrezhonek, n’eo ket komz plaen ar sarmonioù, met yezh ar bobl, a rank treuzskrivañ evit ar wech kentañ.
    • Gwelout ober al labour-se dirak hon daoulagad, hag ober anezhañ dre an droidigezh, diwar gudennoù an tremen eus an eil yezh d’eben, sede petra a ra dezho bezañ a-vremañ, hep o far.

Diskiant ar brezhoneger a soñjfe eo gallout lenn ar yezh orin anezho a ra o zalvoudegezh .

    • …ar yezh, fiñvus, kemmus, strewet en he c’hant doare da gomz, a ro dezhañ ur frankiz a glask lakaat da vale dorn-ha-dorn gant reuter an unvaniñ desket er skolioù gall
    • … an doare-skrivañ ijinet gant Luzel… a ziskouez ur preder kaset en-dro gant ar c’hoant da aesaat ar c’hompren…

Doareoù-skrivañ zo ha n'int ket graet evit aesaat ar c'hompren.

    • … e zibaboù e-keñver an doare da skrivañ a ziskouez ur spered digor enebet-krenn ouzh reuter reizhennoù La Villemarqué hag a ya a-unan kenañ gant nac’h lakaat ar bobl da blegañ d’ur yezh « gwellaet » ha glanoc’h a ouenn

Ha pa gomzer eus glanded ar ouenn n'emaomp ket pell, anat, eus an naziegezh.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.