Skolveurieg
Ar skolveurieg, pe falc'huneg, eo an anvioù a lavarer eus un doare da skrivañ ar brezhoneg a oa bet ijinet e 1955 gant Frañsez Falc'hun hag a zo implijet bremañ c'hoazh.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Ijinet e oa bet ar skolveurieg gant Frañsez Falc'hun pa oa kelenner e Kevrenn geltiek Skol-Veur Roazhon, ha degemeret e oa bet e-pad ur prantad gant pennoù Akademiezh Roazhon a-hervez. Setu perak e voe roet an anv skolveurieg-se dezhañ gant e grouer. Enebourien an doare-skrivañ avat a lavare falc'huneg anezhañ, dre c'hoap a-hervez.
Aet kuit ar chaloni Falc'hun da Vrest pa voe digoret ur skol-veur nevez eno, ha ne voe ket implijet ar skolveurieg e Skol-Veur Breizh-Uhel e Roazhon ken.
[kemmañ] Kostezenn ar "skolveurieg"
Div gostezenn a rae gant ar skolveurieg: ar gatoliked, hag an tu-kleiz gall (PCF, SFIO dreist-holl d'ar mare-se). Dorn-ha-dorn e oant a-enep ar vroadelourien a rae gant ar peurunvan.
- E tu ar gatoliked e oa:
- ar Bleun Brug, diazezet e Leon ha Kerne (beleien Treger ha Kernev-Uhel, gant Marsel Klerg ha Loeiz ar Floc'h, o doa degemeret ar peurunvan),
- ar Skol dre Lizer, gant Visant Seite,
- E tu ar gleizidi
- Ar Falz, renet gant Per Honoré, met dilezel a reas ar falc'huneg pa voe savet an assimileg, goude kemeret ar stur e-barzh gant tud UDB diwar-goust ar re gozh tost ouzh ar strolladoù gall,
- Emgleo Breiz, renet gant Armañs Keravel, ezel eus ar PCF a-raok dont da vezañ ezel eus ar PS, a oa e-barzh Ar Falz ivez, ha gant Andreo ar Merser, ezel eus ar PCF, a grouas Ar Skol Vrezoneg, evit klask kemer lec'h Ar Falz .
[kemmañ] Hiziv
Gant Falc'hun hag e vignoned e veze graet ar skolveurieg eus ar skritur, pa veze lavaret ar falc'huneg gant e enebourien. Hiziv pa'z eo yenaet an enebiezh kozh ne vez ket kalz a dud ken oc'h ober gant ar ger skolveurieg, ha n'eus forzh penaos ne vez ket implijet an doare-skrivañ kalz er skolioù-meur, nag e skol-veur Brest zoken, ha gwall nebeud en deskadurezh, war-bouez unan bennak en deskadurezh katolik c'hoazh.
Ne vez implijet ar skolveurieg-falc'huneg nemet gant an tier-embann-mañ ken:
- Brud Nevez/Emgleo Breiz, renet gant Fañch Broudig,
- Ar Skol Vrezoneg, renet c'hoazh gant Andreo Merser,
- Minihi Levenez kaset en-dro gant Job an Irien (a vez lakaet e bennadoù e peurunvan pa skriv e-barzh Ya), a zo pezh a chom eus hengoun katolik ar Bleun Brug kozh.
E-touez fealañ skoazellerien ar skolveurieg-falc'huneg eo ret menegiñ Yann-Bêr Thomin, kuzulier-rannvro, bet maer Landerne, ha bet e-touez renerien diwezhañ ar Bleun Brug, aozadur kozh Yann-Vari Perrot, deuet da vezañ un tasmant hiziv.
Met nebeud a bouez a chom en XXIvet kantved gant ar strolladoù-se, a oa e barr o brud er bloavezhioù 1960. Kement-se a ziskouez diskar ar bed katolik ha laik mod kozh evel just, ha hini ar brezhoneg war un dro, dre ma n'o deus ket gallet kavout tud yaouank da zerc'hel o stal en he sav.
[kemmañ] Diazezoù ar skritur
- Gwelloc'h en doa kavet ar chaloni Falc'hun chom hep lakaat kensonennoù divouezh e dibenn an anvioù-gwan :
- Ne ra ket gant c'h da aroueziañ ar son deuet diwar kemmadur ar son [k] pe ar son [g]:
- ar hi, e-lec'h ar c'hi, Marh al lorh e-lec'h Marc'h al lorc'h;
- war-hed (koulz evit war-hed ha war-c'hed)
- Ober a ra gant ar c'hemmadurioù diyezhadurel a vez kavet e Leon hag en ul lodenn eus Kernev: sac'h > ar zac'h, chistr > ar jistr.
- Ober a ra gant ar c'hemmadur f > 'f evit diskouez un "f blot": forh > da 'forh" (forc'h, da forc'h)
- Ne ra ket gant v e dibenn ar gerioù, met o pe ou: glao, piou, brao (daoust ma reont gant braventez).
- N'en deus ket miret ar zh a oa bet degaset gant Langleiz ha degemeret er brezhoneg peurunvan evit kompezañ an doare disheñvel a zo gant komzerien Bro-Wened da ezteurel ar z a vez klevet e pastelloù-bro all : distagañ a reont un h :
- Un doare-skrivañ nevez evit ar gwenedeg a oa bet kinniget gant ar chaloni ha Gwenael Herrieu, person ha mab da Loeiz Herrieu.
Skouerioù eus an diforc'hoù a zo etre an 3 skritur e brezhoneg :
| Skritur KLT ‘’Feiz ha Breiz’’ | Skritur brehoneg Guéned mod Dihunamb |
Peurunvan | Skolveurieg | Etrerannyezhel........ |
|---|---|---|---|---|
| evit | aveit, eit | evit | evid | ewid |
| skouer | skuér, skuir | skouer | skwer | skwer |
| emzao | emsaù | emsav | emzao | emsaw |
| mat | mat | mat ha mat (un diforc'h ez eus etre an daou) | mad | mad ha mat (met bez' zo un diforc'h etre an daou. gw. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ) |
| guelout, gwelet | guélet | gwelout/et | gweloud/ed | gweled/gweloud |
| mont | monet, mont | mont | mond | moned/mont |
| pasaat | pasat | pasaat | pasaad/pasâd | passaad |
| c’hoaz | hoah | c’hoazh | c’hoaz | c’hoazh |
| c’houec’h | hueh | c’hwec’h | c’hweh | c’hwec’h |
| noz | noz | noz | noz | nos |
| brezoneg/k | brehoneg | brezhoneg | brezoneg | brezhoneg |
| diou | diù | div | diou | diw |
| uhella(n) | ihuéllan | uhelañ | uhella | uhellañ |
| senti | sentein | sentiñ | senti | sentiñ |