Hor Yezh

Eus Wikipedia

Ur gelaouenn vrezhonek trimiziek diwar-benn ar brezhoneg, ar yezhoù keltiek hag o yezhoniezh eo Hor Yezh. Krouet eo bet e 1954 gant Arzel Even, kelenner e Skol-Veur Aberystwyth. Pa varvas an diazezer e 1971 e kemeras Per Denez ar renerezh hag hemañ en deus treuzkaset ar garg da Herve ar Bihan e 1998. E 2005 e kemer perzh er bodad-lenn kelennerien Rann ar brezhoneg Skol-Veur Roazhon 2 hag un nebeud tud ouiziek, kelennerien skol-veur war o leve en o zouez. Embann a ra Hor Yezh levrioù brezhonek ivez, met distag eo diouzh Mouladurioù Hor Yezh. Kevredet int o-daou e Kuzul ar Brezhoneg.

Stumm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stensilet e oa ar gelaouenn en he deroù, met a-drugarez d'ar stlennvoulerezh eo deuet da vezañ brav a-walc'h, hep kalz a skeudennoù avat. Ur vent A4 (29,7 x 21 cm) a zo ganti ha bep tro e vez war-dro 50-60 pajenn e pep niverenn. E-pad bloavezhioù e veze embannet niverennoù tevoc'h ha niverennoù e-maez rummad, met ne zeue ket ken ingal hag hiziv. An niverenn mareadeg etrebroadel a zo ISSN 0769-0088.

Endalc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer pennadoù uhel o live war istor ar brezhoneg, ar gerdarzh, yezhadur ar yezhoù keltiek, al lec'hanvadurezh, an dermenadurezh, yezhoniezh ar brezhoneg dre-vras, eskemmoù-lizhiri etre brezhonegerien ha teulioù a denn da implij kenwerzhel ha sokial ar yezh. Embannet ez eus bet meur a destenn kozh ha meur a destenn dastum (kanaouennoù, kontadennoù, pennaouiñ an troioù-lavar e pep korn-bro, renabliñ gerioù arbennik ha sevel geriaouegi. Ha ma’z eo skrivet ar gelaouenn e peurunvan e kaver pennadoù gant blaz ar rannyezhoù (gwenedeg da skouer) ha meur a destenn wenedek a zo bet embannet. Kavout a reer div rubrikenn a-bouez, an notennoù yezh ha lec'hanvadurezh hag an notennoù lenn.

Skridaozerien bennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù embannet a-berzh kelaouenn Hor Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù a zo bet embannet dindan anv Hor Yezh ha gant un niverenn-embann ispisial (910699) (n'eo ket ar memes ti-embann ha Mouladurioù Hor Yezh (niverenn-embann 86863).

Darn eus al levrioù embannet gant Hor Yezh :

  • Roparz Hemon. Geriadurig gallek-brezhonek an troioù-lavar poblel = Petit dictionnaire français-breton des expressions populaires. Lesneven : Hor Yezh, 1990. ISBN ebet ; ISSN 0769-0088
  • Claude an Du. Histoire d'un interdit : le breton à l'école. Lesneven : Hor Yezh, 1991. ISBN 2-910699-41-2. Adembannet e 2000.
  • Gwenaëlle Fleur. Lec'hioù mojennel Breizh ; tr. gant Divi Kervella. Lesneven : Hor Yezh, 1995. ISBN 2-910699-12-9.
  • Eujen Chalm. 1938-1942 : ur Breizhad skolaer er Mezven. Lesneven : Hor Yezh, 2000. ISBN 2-910699-36-6.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.