Ernest Renan
Joseph Ernest Renan (28 a viz C'hwevrer 1823[1] - 1892) a zo ur skrivagner hag ur prederour breizhat ha gall. Ganet eo bet e Landreger, mab da Philibert François Renan, ur c'habiten kenwerzh, ha da vMagdelaine Josephe Feger. Eno e tremenas e vugaleaj en un endro vrezhonek ha diouzh-se e teskas komz brezhoneg flour. Mervel a reas e Pariz.
Taolenn |
Buhez [kemmañ]
Fellout a rae dezhañ mont da veleg hag ez eas d'ar c'hloerdi da Bariz evit studiañ an deoliezh, met gwelloc'h e kavas a-benn ar fin mont da gelenner war al Lizhiri klasel ha yezhoù ar Reter-Nesañ. Tremen a reas an agregasion war ar brederouriezh, mont a reas da zoktor war al Lizhiri ha da gelenner war an hebraeg. Brudet-bras e voe en e amzer peogwir e savas a-enep an Iliz katolik en anv ar skiant ha studi ar skridoù sakr en un doare skiantel. Beajiñ a reas er Reter-Nesañ, da vont da studiañ gwrizioù ar relijion gristen el lec'h ma oa-hi ganet.
Prenañ a reas ur maner anvet Rosmapamon e Louaneg e-lec'h ma teue e-pad e vakañsoù hag e tegemere meur a benn uhel eno. Plijout a rae dezhañ kouviañ Anatol ar Braz, Charlez ar Govig, Narsis Kelien, hag all, evit debriñ "koanioù keltiek".
Levezon [kemmañ]
Berzh a reas e levr "La Vie de Jésus" a voe kondaonet gant an Iliz katolik. Kinniget e vez e skrid "Qu'est-ce qu'une nation?" (Petra eo ur vroad?) da studiañ er skolioù-meur hiziv c'hoazh, ha gwelet eo evel unan eus tadoù ar Republik c'hall.
E Breizh ivez e oa bras e vrud ha gwelet e veze evel unan eus ar re a rae enor d'ar vro, dre ma oa enoret e Pariz. Bras e voe e levezon war republikaned e amzer ha war ur brezhoneger ha gwerinour evel Fañch an Uhel, a gavas ul labour dindan ar Stad a-drugarez dezhañ.
E levr Souvenirs d'enfance et de jeunesse a zo bet lennet kalz e Breizh ha dreist-holl e Bro-Dreger.
Reuz a voe e kêr Landreger pa voe kaoz da sevel un delwenn dezhañ tre dirak an iliz-veur ha kannadegoù a voe etre katoliked, ur bochad Leoniz degaset gant o beleien en o zouez, ha republikaned ar vro.
Levrioù [kemmañ]
- Vie de Jesus (Buhez Jezuz), buhez-skrid, 1863
- Histoire du peuple d'Israël, 1894
- Drames philosophiques, 1886
- Essai sur la poésie des races celtiques
- Souvenirs d'enfance et de jeunesse (Eñvorennoù bugaleaj ha yaouankiz), 1883
Da welet [kemmañ]
E Landreger e c'heller gweladenniñ an ti ma vevas ennañ pa oa bihan. Ur mirdi eo.
