Plûned

Eus Wikipedia
Plûned
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Pluzunet
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Plouared (betek 2015)
Bear (abaoe 2015)
Kod kumun 22245
Kod post 22140
Maer
Amzer gefridi
Jean-Claude Jégou
2014-2020
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn web www.pluzunet.bzh
Poblañsouriezh
Poblañs 959 ann. (2020)[1]
Stankter 42 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 38′ 32″ Norzh
3° 22′ 06″ Kornôg
/ 48.642222222, -3.368333333
Uhelderioù kreiz-kêr : 109 m
bihanañ 28 m — brasañ 160 m
Gorread 22,87 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plûned

Plûned (distaget: ['plyːnɛt]) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War lez ar stêr Gindi emañ Plûned.

Kumunioù amezek : Tonkedeg, Kawan, Prad, Bear, Louergad, Tregrom, Ar C'houerc'had.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • JB Ogée ː Plusunet[2]
  • Régis de Saint-Jouan : Ploedunet, 1330; Ploezunet, 1369; Pluzunet, 1554[3]
  • E. Vallerie : Ploezunet, 1371; Ploezunet, 1442; Ploesunec, 1516; Plaizeunet, 1630[4]

Ardameziou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En aour e dreustellan en sabel, ur palouer en glazur balirant, ur gebrenn en argant balirant er c'hreiz-holl.
Ar sabel evit Kerimel, ar c'hlazur evit Bezerae (?), an argant evit Koad-Eon (XIIvet kantved) ; kefridi war Ardamezioù an Dielloù, 23 Mezheven 1969.[5]

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • D'an 13 a viz Gouere 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hent galian ha roman eus Karaez da bPlougouskan (etre Bolean-Bear ha Barderoù-Kaouan).

Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hervez René Couffon, plou diazez Plûned a oa ennañ Tonkedeg (Traoñ Kadog)[6].

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 103 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 5,66% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[7].

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • D'an 10 a viz Du 1943 : herzet e voe holl paotred ar gumun gant an Alamanted, evit atersadenn, goude ur gwalldaol.
  • Kemeret e voe 16 450 Lur en ti-post, gant pevar ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 23 a viz Mae 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[8].
  • D'an 3 a viz Gouere 1944 : emgann lazhus etre rezistanted hag Alamanted.
  • D'an 16 a viz Gouere 1944 : ur makiz a zo distrujet gant an Alamanted e-barzh ur c'hoad.
  • Unnek den eus ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel[7].

Monumantoù ha savadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kevioù Kervernier ha Kersulvez (Oadvezh an Houarn)
  • Hent Bras Kozh (hent roman eus Karaez da Blougouskant). Bevenn gant Bear, e reter ar gumun.
  • Kernevez (lec'h galian ha roman)
  • Kenkiz ar Gozhkêr (galian ha roman)
  • Iliz katolik Sant Pêr. (XIVvet; adsavet e 1845)
  • Chapel ha kalvar al Loc'h.
  • Chapel ha feunteun Sant Iened.
  • Chapel Sant Driel
  • Feunteun gozh
  • Kastell Koad-Nizan
  • Delwenn Marc'harid Fulup kizellet gant Morley Troman.
  • Monumant ar Re Varv

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pêr Koadeon (de Boiséon), aotrou Koadnizan (XVI-XVII)
  • Charlez Koadeon, markiz Koadnizan (XVIII)
  • Julien Martin (du Plessix-Rabatière), mestr ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1727
  • Marc'harid Fulup (12 Eost 1837-14 Genver 1909), konterez ha kanerez.
  • Jan-Mari Gergin (Benac'h, 4 Mae 1864 - Tai-Yuan, Sina, 9 Gouere 1900). Lakaet war roll ar Re Wenvidik d'an 3 Genver 1943
  • Pêr Gwilhou (Keriti, 2 Eost 1903 - Plûned, 27 Gwengolo 1985)
  • Guy Castel (Plûned 1948)
  • Alexandra Tavernier, bannerez morzhol (ganet e 1993 e Annecy)[9].

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Martin

Aotrounez le Plessix (ar Genkiz)

En glazur e deir steredenn en argant

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Guy Castel : La Cigale des Brumes (diwar-benn Marc'harid Fulup). Cahiers du Trégor. 1989

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. J.B. Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne; 1779.
  3. Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie, Conseil Général des Côtes d'Armor, 1990
  4. Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus, An Here, 1995
  5. Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
  6. René Couffon : Recherche sur les églises primitives, Bulletins et Mémoires, Société d'Émulation des Côtes du Nord, 1945-1946
  7. 7,0 ha7,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  8. Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 256, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  9. Alexandra Tavernier élue athlète de l'année, Le Trégor, 9 a viz Kerzu 2021.