Françoise Morvan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Françoise Morvan zo ur skrivagnerez c’hallek ganet e Rostrenenn e 1958. Kuitaet e oa bet Breizh gant he zud hag ober a reas he studi e Colombes, hag er Sorbonne, en ur heuliañ kentelioù brezhoneg. Skolveuriekaet e voe war al lizhiri d’he 22 vloaz. Goude-se e reas un doktorelezh war al lennegezh c’hallek diwar-benn Armand Robin, ur barzh a orin eus Rostrenenn, ha diwezhatoc’h un dezenn doktorelezh war François-Marie Luzel.

Hec'h oberennoù[kemmañ]

N’eus ket skridoù brezhonek anavezet diwar he dorn.

Embannadurioù gallek[kemmañ]

Anavezet eo he skridoù graet e-barzh c’hwec’h tachenn dreist-holl :

  • 1. Skridoù lennegel e-barzh kelaouennoù gallek evel la Nouvelle Revue Française, Obsidiane, Le Nouveau Commerce, ha niverenn ispisial ar gelaouenn Europe diwar-benn Breizh e 2005.
  • 2. Labour evit ar c’hoariva, gant troidigezhioù eus pezhioù gant Eugene O'Neill, John Millington Synge ha Sean O'Casey, ha diwezhatoc’h ar skrivagner rus Anton Tchec'hov , gant ar ruseger André Markowicz, dreist-holl.
  • 3. Labour-studi hag embann diwar un nebeud skrivagnerien, Luzel hag Armand Robin dreist-holl.

Ul labour a-bouez he deus graet oc'h embann pe adembann oberennoù Luzel.. Diaes eo bezañ a-du ganti en he barnadennoù avat. Aliañ a c'haller an dud da lenn he mennozhioù diwar-benn labour Luzel er vuhezskrid savet ganti hag el levr Contes Bretons.

  • 4. Levrioù evit ar vugale
  • 5. Labour diwar-benn ar ‘’folklor’’ , ar boudiged hag al lutuned. Darn zo bet embannet gant ti-embann Ouest-France.
  • 6. Al labour diwar-benn an emsav, pe enep dezhañ (hag a gaver roud anezhañ en he skridoù all a-wechoù ivez) an hini en deus roet ar muiañ a vrud dezhi. Al labour-se zo bet graet, pe a vez graet c’hoazh dreist-holl :
    • gant al levr Le Monde comme si.
    • e pennadoù-skrid e-barzh kazetennoù ha kelaouennoù gallek a bep seurt, evel l’Humanité, pe Bretagne-Ile de France, dalc’het gant ar PCF
    • e pennadoù-kaoz diwar-benn sevenadur ha politikerezh Breizh (pe a-enep dezho) e-barzh ur bern kelaouennoù parizian (L’Express, Nouvel Observateur, Libération, Charlie Hebdo) ;
    • e pennadoù embannet e pajennoù lec’hienn « L’Observatoire du Communautarisme», un aozadur a glask stourm ouzh kement tra a denn d’ar « gumuniezhouriezh »
    • e pajennoù al lec’hienn « dizalc’h » savet ganti hag anvet Groupe information Bretagne (GRIB)

Le Monde comme si[kemmañ]

Al levr, kinniget evel ur buhezskrid, a zo ivez ur flemmskrid a-enep d'an emsav dre vras, kaoz ennañ eus "Barzhaz Breizh", eus an dizemglev etre Kervarker ha Fañch an Uhel, eus an emsav sevenadurel hag an emsav politikel e Breizh, eus emzalc'h an emsav e-pad ar brezel, eus krouidigezh ar peurunvan, eus Per Denez dreist-holl hag e-leizh a dud all, eus Skol-Uhel ar Vro, eus Diwan, eus Ofis ar Brezhoneg, eus an arc'hant roet d'an embann brezhoneg, eus ar Gwenn-ha-Du, hag un toullad traoù all c'hoazh.

Ur stourm[kemmañ]

Evit kenderc'hel gant he stourm a-enep an emsav he deus skrivet pennadoù e-leizh en ur bern kelaouennoù gall a-gleiz.

Kenlabourerien[kemmañ]

Kenlabouret he deus ivez

A-enep tamall ar simbol[kemmañ]

En e levr Le Monde comme si e ro he savboent diwar-benn ar simbol, ha difenn komz brezhoneg er skol:

  • “ … et cette manière de faire croire que le breton était interdit parce que la langue de l’école était le français… ” Le Monde comme si, p 328. ( … hag an doare-se da reiñ da grediñ e oa berzet ar brezhoneg peogwir e oa ar galleg a oa yezh ar skol)
  • “ Aurait-il fallu que l’école soit faite en deux langues ? On se dit que oui. Seulement ça ne s’est pas fait". (Ha ret e vije bet ober ar skol en div yezh? Soñjal a reer e vije bet ret. met n'eo ket bet graet).

A-enep Diwan[kemmañ]

A-enep ar Breizh Touch[kemmañ]

[2]

A-enep ur gwarez bonreizhel d'ar yezhoù[kemmañ]

  • E 2008, a-enep lakaat ar brezhoneg hag ar yezhoù all er Vonreizh c'hall: [3].

A-enep Karta ar yezhoù[kemmañ]

Abaoe 2006 da vihanañ eo krog da vrezeliñ a-enep ar garta, da lavarout eo abaoe an diviz e Sened Bro-C'hall d'ar 24 a viz Du 2006 , aozet gant L'Observatoire du Communautarisme hag ar "Grand Orient de France", e-lec'h m'he devoa distaget ur brezegenn a-enep Karta Europat ar yezhoù, hag a-enep difennerien ar yezhoù evel Diwan: [[3]]

A-enep Bonedoù Ruz 2013[kemmañ]

A-enep bro gozh ma zadoù[kemmañ]

http://www.causeur.fr/le-breton-contre-les-bretons-28676.html

Da lenn[kemmañ]

  • Skridoù Fañch an Uhel, un 18 levr, embannet gant ar PUR (Presse Universitaire Rennaise)
  • Luzel, Françoise Morvan, Terre de Brume. Buhez ar skrivagner tregeriat. Nebeud a dra avat diwar-benn e varzhonegoù brezhonek.

Barnadennoù[kemmañ]

  • Barnadennoù a-du ganti dreist-holl a c’haller kavout el lec’hiennoù ma kenlabour.
  • Re all a gav abeg en e skridoù a vo kavet e-barzh ar gelaouenn Hopala, e pajennoù zo eus levr Mikael Treger Aborigène Occidental pe el levr Composition française gant Mona Ozouf.


Notennoù[kemmañ]

  1. Françoise Morvan, « Breizh Touch au grisbi»
  2. http://bellaciao.org/fr/spip.php?article138109
  3. Françoise Morvan, [1]
  4. Françoise Morvan, « Contre la charte des langues régionales »
  5. http://blogs.mediapart.fr/edition/les-invites-de-mediapart/article/050713/langues-regionales-la-theorie-du-complot-paravent-du-confusionnisme
  6. Françoise Morvan, « Contre la ratification de la charte »
  7. http://www.fnlp.fr/spip.php?article1026

Liammoù[kemmañ]

Liammoù all a bep seurt[kemmañ]

  • Evit gouzout hiroc’h war hec’h oberennoù n’eus ket gwelloc’h eget mont da lenn, er wikipedia gallek, ar pennadoù: Françoise Morvan, Le Monde comme si, Groupe information Bretagne, nationalisme breton, orthographe unifiée du breton, Luzel, hag all.