Barzhaz Breizh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar Rannoù, Kan kentañ ar Barzaz Breiz

Barzhaz Breizh (hervez an doare-skrivañ a vremañ), pe Barzaz Breiz (hervez an doare-skrivañ orin), zo anv ul levr savet gant Kervarker (Théodore Hersart de la Villemarqué), hag embannet e 1839. Ennañ ez eus gwerzioù dastumet gantañ, pe gant e vamm evit darn, troet e galleg gantañ, hag embannet gant displegadurioù gallek a-zivout pep gwerz hag an tonioù da-heul. En amzer-se e oa war e studi diellour e Skol an Dielloù, e Pariz.


Embannadurioù a bep seurt[kemmañ]

Embannet e voe ar Barzaz Breiz evit ar wech kentañ e 1839 e Pariz gant an embannadurioù Delloye e stumm 2 levr in-8. Adembannet e voe e 1840, e 1845, ha da c’houde e 1846, gant an Embannadurioù Didier et Cie, hag e 1867 adarre e Pariz.

Embannadur 1867 a voe adembannet meur a wech gant al levraoueg akademikel Perrin. Troet eo bet ar Barzhaz Breizh meur a wech e saozneg (Taylor, Fleay…), en alamaneg (Keller-Seckendorf), en italianeg (Pascoli), e poloneg h.a.

E 1981 e voe embannet ar Barzhazh Breiz e stumm ul levr-godell gant un embanner nevez.

E 1989 eo gant Mouladurioù Hor Yezh, un ti-embann staliet neuze e Lesneven ha renet gant Yann Desbordes, e teuas er-maez kentañ embannadur hollvrezhonek ar Barzhaz Breizh, skrivet en doare-skrivañ peurunvan.

E 1996 ez embannas Coop Breizh doare gallek ar Barzhaz Breizh, da lavaret eo hep skridoù brezhonek, evel ma oa bet skrivet

E 1999, gant an embannadurioù Éditions du Layeur e oa bet adembannet ar Barzaz Breiz bet embannet e 1867. Kinniget eo al levr-se gant Yann-Fañch Kemener, kaner brezhonek bet dastumet kalz a ganaouennoù gantañ ivez. Rakskridoù 1839, 1845, 1867 a oa bet embannet el levr-se, ma’z eo bet lakaet ar skridoù gallek hag ar skridoù brezhonek keñver-ha-keñver, en doare da aesaat lenn ar gwerzioù en div yezh. Da-heul al levr ez eus bet lakaet ur bladenn-arc’hant zo bet enrollet warni 12 kanaouenn gant Yann-Fañch Kemener ha Maîtrise de Bretagne, a gan o-unan pe a-gevret.

Ul levr brudet-kenañ[kemmañ]

Brudet-kenañ e oa bet ar Barzaz Breiz e bed al lennegezh e Pariz. Skrivañ a reas George Sand ur ger bennak a-zivout « Diamantoù ar Barzhaz Breizh en ur skrid bet savet ganti ha keñveriañ a reas unan eus kanaouennoù ar Barzhaz Breizh, anvet « Droukkinnig Neumenoiou », gant ar bennoberenn « Ilias » bet savet gant Homeros. Kervarker, a oa 24 bloaz d’ar mare-se, a voe uhelaet e stadud sokial hag e-se e voe tu dezhañ studiañ donoc’h ar brezhoneg ha trajediennoù kozh Breizh. Ur wech deuet da vezañ anaoudek e teuas Kervarker da vezañ ezel eus Académie des inscripions et belles-lettres e 1856.

Ur bennoberenn heverk eo ar Barzhaz Breizh , ma’z eus unan, ken evit a sell al lennegezh, ar skiantoù, ken evit a sell ar politikerezh. Awenet e vez kalz a arzourien gant al levr-se, en o zouez ar sonerien a blij dezho ar c’hevrollennoù embannet a-gevret gant ar c’hanaouennoù.

Tabutoù a-zivout ar « Barzaz Breiz »[kemmañ]

Pell goude embannadur ar Barzhaz Breizh e kavas Fañch an Uhel abeg el labour bet kaset da benn gant Kervarker, daoust m’en doa bet tro da gomz gantañ da-heul ur c’hendalc’h gouizieien e 1868. Soñjal a rae dezhañ e oa bet savet ar c’hanaouennoù penn-da-benn hervez stil James MacPherson rak biskoazh n’en doa lennet kanaouennoù bet savet ken mat hep gerioù gallek enno.

Skrivet en doa Francis Gourvil en e dezenn bet embannet e 1960 ne oa ket ar Barzaz Breiz ur barzhaz kananouennoù pobl gwririon.

Disteurel a reas Donatien Laurent an tamalladennoù-se evit darn en e dezenn bet kaset da benn gantañ e 1974. Diskouez a ra en e dezenn, bet embannet goude e 1989, e oa bet dastumet ar gwerzioù evit gwir gant Kervarker goude bezañ bet dizoloet e garnedoù dastum e 1964. Kervarker en doa, sur a-walc’h, kempennet ar gwerzioù evit kinnig kanaouennoù stummet-mat hag evit sevel doareoù-skouer eus ar c’hanaouennoù evel ma veze graet d’ar mare-se, da skouer gant ar baotred Grimm.

Taolenn ar Barzaz Breizh – Embannadur Mouladurioù Hor Yezh - 1988[kemmañ]

Gwerzioù[kemmañ]

  • Ar Rannoù
  • Diougan Gwenc’hlan
  • An Aotrou Nann hag ar Gorrigan
  • Ar Bugel Lec’hiet
  • Ar C’horred
  • Liñvadenn Gêr-Iz
  • Gwin ar C’hallaoued ha Koroll ar C’hleze
  • Bale Arzhur
  • Bosenn Eliant
  • Marzhin
    • I. Marzhin en e gavell
    • II. Marzhin Divinour
    • III. Marzhin Barzh
    • IV. Distro Marzhin
  • Lez-Breizh
    • I. Ar C’himiad
    • II. An Distro
    • III. Marc’heg ar Roue
    • IV. Morian ar Roue
    • V. Ar Roue
    • VI. Al Lean
  • Droukkinnig Neumenoiou
  • Alan al Louarn
  • Bran
  • Ar Falc’hon
  • Loeiza hag Abalard
  • An Distro esu a Vro-Saoz
  • Gwreg ar C’hroazour
  • An Eostig
  • Ar Plac’h Dimezet gant Satan
  • Ar Breur Mager
  • Kloareg Roc’han
  • An Tri Manac’h Ruz
  • Janedig-Flamm
  • Stourm an Tregont
  • An Erminig
  • Baron Jaouioz
  • Filhorez an Aotrou Gwesklen
  • Gwaz an Aotrou Gwelsklen
  • An Alarc’h
  • Ar Seizenn Eured
  • Azenorig C’hlas
  • Paotred Plouieou
  • Seziz Gwengamp
  • Ened Rosporden
  • Jenovefa Rustefan
  • Itron Varia ar Folgoad
  • Ar Re Unanet
  • Fontanella
  • Pennhêrezh Keroulaz
  • Floc’h Loeiz Trizek
  • Markiz Gwerann
  • Maronad an Aotrou Neved
  • Emzivadez Lannuon
  • Marv Pontkalleg
  • Emgann Sant Kast
  • Yannig Skolvan
    • I. Ar Gwalldaol
    • II.Truez an Ene
  • Pardon Sant Fiakr
  • Kanaouenn al Levier
  • Al Labourerien
  • Ar Beleg Forbannet
  • Ar Re C’hlas
  • Ar Chouanted
  • Ur Gentel Vat
  • Bleunioù Mae
  • An Amzer Dremenet

Sonioù[kemmañ]

  • Ar Goulenn
  • Ar Gouriz
  • Son an Daol
  • Kentel ar Beorien
  • Son Fest an Arvell
  • Son Fest miz Even
  • Son al Leur Nevez
  • Kentel Fest ar Vugale
  • An Hollaika
  • Troiad an Eginane
  • Ar C’hakouz
  • Milinerez Pontaro
  • An Droug-Hirnez
  • Ar C’hloareg Paour
  • Melezerioù Arc’hant
  • Kroaz an Hent
  • An Droukrañs
  • Ar Gwennilied

Kanennoù[kemmañ]

  • Buhez Sant Ronan
  • Sant Eflamm hag ar Roue Arzhur
  • Tour an Arvor
  • Kimiad an Ene
  • Kanaouenn an Anaon
  • An Ifern
  • Ar Baradoz

Stagadenn[kemmañ]

  • Klemmvan Itron Nizon

Levrlennadurezh[kemmañ]

  • BARZAZ BREIZ, chants populaires de la BRETAGNE, recueillis, traduits et annotés pr le vicomte Hersart de la Villemarqué, 6ème édition, Pariz, Librairie académique, Didider et Cie, Libraires éditeurs 1867.
  • Donatien Laurent,Aux sources du Barzaz Breiz ArMen 1989
  • Francis Gourvil :" Théodore-Claude-Henri Hersart de la Villemarqué (1815 - 1895) et le Barzaz-Breiz Embannadurioù Oberthur - Roazhon. 1960.
  • La question du Barzaz-Breiz ne serait-elle pas encore liquidée ?' 'Dastumad randaeloù" a-zivout ar Barzaz-Breiz. Tennet eus "La Dépêche de Brest", Mizioù Meurzh-Ebrel-Mezheven 1930
  • Sur un passage de la neuvième série du Barzaz-Breiz. Embannadurioù Granvillaise – Roazhon. 1954. Tennet eus Ogam hengoun keltiek
  • La littérature arthurienne dans le Barzaz-Breiz. Tennet eus Cahiers de l'Iroise. Brest. 1956.
  • La langue du Barzaz-Breiz et ses irrégularités. Solecismes, syntaxe, tournures insolites. Imprimeries Réunies - Roazhon. 1966
  • Nouvelles contributions à l'histoire du Barzaz-Breiz. 1982.
  • L'authenticité du Barzaz-Breiz et ses defenseurs. A la rescousse d'un mauvais livre
  • "En ur lenn ar Barzhaz Breizh", teir levrenn gant Abeozen embannet gant Preder (levrenn gentañ e 1959) diwar gentelioù Abeozen war ar Barzhaz Breizh e-pad an eil brezel bed e skol Emil Ernod Roazhon.

Sonerezh Breizh[kemmañ]

Levrioù all[kemmañ]

Barzaz-Breiz - Les chanteurs et les puissances morales dans les montagnes, kelaouenn ar C.G.H..P, 14 a viz Mezheven 2005

Liammoù Internet[kemmañ]