Bro gozh ma zadoù
Bro gozh ma zadoù eo kan broadel Breizh.
Savet eo bet ar pozioù brezhonek gant Frañsez Jaffrennou (Taldir) diwar kan broadel Kembre, Hen Wlad fy Nhadau, a oa bet savet gant ar barzh Evan James e 1856 hag e vab James James.
Kan broadel Kernev-Veur a zo bet savet war ar memes patrom (Bro Goth Agan Tasow).
Taolenn |
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Savet e Kembre
Hervez ar vojenn e vije bet savet an ton gant James James p'edo o pourmen war lez ar stêr Rhondda. P'edo o kanañ an ton d'e dad Evan James, a oa gwiader ha barzh e Pontypridd, e voe savet ar son (ar gerioù) gantañ. Da gentañ e oa anvet Glan Rhondda (lez ar Rhondda). Kanet e voe evit ar wech kentañ e 1856, e miz Genver pe C'hwevrer, en ur chapel gembreat anvet Capel Tabor, gant ur vaouez anvet Elizabeth John.
[kemmañ] Degouezhet e Breizh
Savet eo bet ar gerioù brezhonek gant Frañsez Jaffrennou (1879-1956), a oa er skol e Sant-Brieg, hag a studie brezhoneg gant Frañsez Vallée. Embannet e voe en 1898 e-barzh La Résistance de Morlaix. Moulet e voe war follennoù distag ma oa skrivet Henvelidigez
...
Dibabet e oa bet evel kan broadel Breizh e-kerzh kendalc'h Kevredigezh Vroadel Breizh bet dalc'het e Lesneven d'ar 5 a viz Gwengolo 1903.
[kemmañ] Pozioù
Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro !
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro.
Dispont 'kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat,
A skuilhas eviti o gwad.
Diskan
- O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.
- Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro.
- Ra vezo digabestr ma Bro !
Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed,
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed,
Pep menez, pep traoñienn, d'am c'halon zo kaer,
Enne 'kousk meur a Vreizhad taer !
Diskan
Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv;
N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv,
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno,
O ! pegen kaer ec'h out, ma Bro !
Diskan
Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras,
He yezh a zo bepred ken bev ha bizkoazh,
He c'halon virvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz,
Dihunet out bremañ, ma Breizh !
- Hervez an doare embannet (e falc'huneg) e-barzh Kanomp Uhel, embannet gant Kendalc'h e 1960, lakaet e peurunvan, hag adembannet e-barzh al levrig Gwir Vretoned, embannet evel stagadenn d'an niverenn 27 eus Skol, e 1964.
[kemmañ] Doare all
Un doare all, disheñvel, a oa e-barzh Kanomp Uhel 1957, anvet Bro goz on tadou.