Kernev-Veur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Kontelezh Kernev-Veur (Kernow e kerneveureg, Cornwall e saozneg) zo ur gontelezh e beg mervent Breizh-Veur, en hanternoz da Vor Breizh, dirak aodoù Bro-Leon, er c'hornog d'ar stêr Tamer, dezhi ur gorread a 3 564 km². 534 300 a annezidi a oa o chom enni e 2008.

Kernow
Kernev-Veur
Arouezioù broadel
Banniel kw.png Kota Arvow Kernow.png
(Banniel Sant Piran) (Onan hag oll)
Ger-ardamez Onan hag oll
(Kerneveureg: Unan hag holl)
Gouel broadel Gouel Piran : 5 Meurzh
Kan broadel Bro Goth Agan Tasow
Kernev-Veur hag ar broioù amezek dezhi.PNG
Kernev-Veur hag ar broioù amezek dezhi
Yezh vroadel Kerneveureg
Pennlec'h Truru (Karrek)
Gorread 3 564 km²
Poblañs
- Hollad (2008 ist.)
- Stankter

534,300
150 / km²
Politikerezh
Kuzul Kernev-Veur
http://www.cornwall.gov.uk/


Istor[kemmañ]

Cornwall Crest.jpg

Dont a ra an anv eus meuriad ar g-Cornovii, ar Vrezhoned a oa o chom eno da vare an aloubadeg roman. Kentañ gwech ma voe graet anv eus Kernev a voe dindan pluenn an istorour Diodorus Siculus (war-dro 90 kent JK – 30 kent JK), a rae meneg eus ar pezh a oa bet skrivet gant ar beajour Pytheas er IVvet kantved kent JK, pa verdeas betek Enez Vreizh.

Goude aet kuit ar Romaned e voe adsavet ar rouantelezhioù keltiek kozh, ha krouet rouantelezh Kerne, a gemeras ivez anv Domnonea.
Kalz a sent kozh a deuas eus Kembre da Vreizh a dremenas dre eno, ha darn o deus lezet roud eus o zremen el lec'hanvadurezh.


Dezvad Kernev-Veur er Rouantelezh-Unanet[kemmañ]

Diouzh sell ar riez vreizhveurat ez eo Kernev-Veur ul lodenn eus Bro-Saoz, dezhi da zezvad ur gontelezh anezhi, hag adalek Ebrel 2009 un Amaezherezh Unvan.

Er Rannbarzh Mervent eo enframmet Kernev-Veur.


Kontelezh lidel ha kontelezh amaezhel[kemmañ]

Abaoe 1890 ez eo Inizi Sillan distag diouzh kontelezh amaezhel Kernev-Veur. Chom a reont bodet en hevelep kontelezh lidel avat.


Amaezierezh lec'hel[kemmañ]

Etre ar 1añ Ebrel 1974 hag ar 1añ Ebrel 2009 e voe rannet "kontelezh" Kernev-Veur e c'hwec'h Distrig. Abaoe a 1añ Ebrel 2009 eo bet amsavet ar Gontelezh hag ar c'hwec'h distrig gant un Amaezhierezh Unvan (unitary authority), meret gant ur Kuzul Kernev-Veur.

Ar c'hêrioù hag ar parrezioù keodedel eo live izelañ an amaezerezh lec'hel.

Dilennadegoù[kemmañ]

Da vouezhiañ da Zael Unaniezh Europa ez eo stag Kernev-Veur ouzh Pastell Dilennel Mervent Bro-Saoz.

Da vouezhiañ da Di ar C'humunioù ez eo rannet Kernev-Veur e 6 Pastell Dilennel :

Anvioù Pastelloù Dilennel
  1. Austol ha Tewyn Plustry
  2. Cambron ha Resrudh
  3. Gevred Kernev-Veur
  4. Norzh Kernev-Veur
  5. Porth Ia
  6. Truru hag Aberfal
Parliamentary constituencies in Cornwall

Relijion[kemmañ]

En Iliz anglikan e klot Kernev-Veur gant eskopti Truru.

En Iliz katolik e klot Kernev-Veur gant deanelezh Kernev-Veur, a zo ul lodenn eus eskopti Aberplymm.

Ledet-mat eo ivez e Kernev-Veur an ilizioù protestant disrannet diouzh an Iliz anglikan, an hentennouriezh pergen.


Sent kozh (da hiraat)[kemmañ]

Mojenn[kemmañ]

Hervez Jafrez Menoe oberour Historia Regum Britanniae, e teu an anv eus Corineus, ur brezelour deuet gant Brutus da Enez Vreizh.

Ar yezh[kemmañ]

Gwelet ivez: Kerneveureg.

Kêrioù pennañ Kernev-Veur[kemmañ]

   Kêr annezad (2001)
1 Sen Ostell 22 658
2 Pennsans 21 168
3 Truru (pe Tryverow), kêr-benn Kernev-Veur 20 920
4 Aberfal 20 775
5 Kammbronn 20 010
6 Tewynn Pleustri (KU: Por Lestri) 19 562
7 Essa 14 124
8 Bosvenegh 12 778
9 Rysrudh 12 352
10 Hellys 10 578


Kehentiñ gant Breizh[kemmañ]

Kartenn Kernev-Veur

Bez' ez eus meur a zoare da vont a Vreizh da Gernev-Veur :

Harzoù[kemmañ]

Kaoz zo gant gouarnamant Bro-Saoz, e 2010, da unaniñ kontelezhioù Devon ha Cornwall.