Pennwydh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn lec'hiañ Pennwydh e Kernev-Veur

Pennwydh (LFE: [pɛn'wɪð], Penwith e saozneg) a oa ur bastell-vro a Gernev-Veur, lec'hiet e kornôg pellañ ar vro, ur gorread 303.56 km² dezhi. E 2001 e oa 63 012 a dud o vevañ eno. E Pennwydh an hini eo e vevas mammyezherien diwezhañ ar c'herneveureg hengounel, e kêriadennoù zo tro-dro da gêr Pennsans. Rannet e oa en 20 parrez-keodedel

Krouet d'ar 1añ Ebrel 1974 ez eas da get d'ar 1añ Ebrel 2009, kendeuzet ma voe, evel Distrigoù all Kernev-Veur, gant ar C'huzul-Kontelezh da sevel a-gevret hiviziken Kuzul Kernev-Veur.


Parrezioù keodedel Pennwydh
Penwith numbered.png