Inizi Sillan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sede pelec'h emañ Inizi Sillan e Kernev-Veur
Kartenn gozh eus Inizi Sillan
Ynys Skaw, unan eus Inizi Sillan
Gwel adal Ynys Skaw, an eil enez vrasañ

Inizi Sillan (Ynysek Syllan pe Enesek Syllan e kerneveureg, LFE: [ɪ,nɪ:zɛk 'sɪl:an]), zo un enezeg e penn pellañ mervent Kernev-Veur, ouzh toull-dor Mor Breizh, hag ur gorread 16,33 km² dezho.
E Breizh-Veur eo unan eus an Takadoù a Gaerder Naturel Dibar (Area of Outstanding Natural Beauty).

Politikerezh[kemmañ]

Ur c'huzul zo da verañ an inizi abaoe 1890, distag diouzh Kuzul Kernev-Veur.

Inizi tudet[kemmañ]

Pemp enezenn tudet zo, ha 2 153 a dud en holl enne hervez niveridigezh 2001.

An inizi didud[kemmañ]

Didud eo an inizi all.

Douaroniezh[kemmañ]

Sed ar brasañ anezho:

An inizi[kemmañ]

Enezenn Poblañs
(Niveridigezh 2001)
Gorread (km²) Pennlec'h
Ennor 1,666 6.29 Tre Huw
Ynys Skaw 180 2.97 New Grimsby
Brechiek (gant White Island) 142 2.37 Higher Town
Aganas (gant Keow) 73 1.48 Saint Agnes
Bryher (gant Gwithial) 92 1.32 Bryher
Ynys Samson -(1) 0.38  
Annet - 0.21  
Ynys Elidius - 0.20  
Teän - 0.16  
Guen Hily - 0.13  
Ar peurrest eus ar 45 enezig - 0.50  
Inizi Sillan 2,153 16.03 Tre Huw

(1) Didud abaoe 1855

Skeudennoù[kemmañ]