Devon
Eus Wikipedia
| Devon | |
|---|---|
|
Banniel Devon
|
|
| Kêr-benn | Exeter |
| Gorread | 6707 km² |
| Poblañs | 1 122 100 |
| Stankted ar boblañs | 170 annezad/km² |
| Distrigoù | |
Devon (hervez an anv ofisiel saoznek, ral eo an anv Devonshire, Dewnens hervez an anv kerneveurek pe Dyfnaint e kembraeg, pe Devnent e brezhoneg un nebeudig tud), a zo ur gontelezh saoz, e mervent Bro-Saoz, hag a oa Dumnonia hec'h anv latin.
Taolenn |
Kontelezhioù amezek [kemmañ]
Kernev-Veur an hini a zo er c'hornôg dezhi. Dorset ha Somerset (Gwlad yr Haf e kembraeg, Bro an Hañv en brezhoneg) eo anv an div gontelezh er reter dezhi.
Istor [kemmañ]
Dont a ra an anv "Devnent" eus meuriad an Dumnonii, Brezhoned a oa oc'h ober o annez eno da vare an aloubadeg roman. Talvezout a ra kement hag "Annezidi an traoñ don."
Kontelezh lidel ha kontelezh amaezhel [kemmañ]
Abaoe ar 1añ Ebrel 1998 ez eo disrannet Aberplymm (9) ha Torbay (10) diouzh kontelezh amaezhel Devon, deuet ma 'z int da vezañ Amezherioù unvan. Chom a reont e kontelezh lidel Devon avat.
