Dolly Pentreath

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dolly Pentreath

Dolly Pentreath a oa ur varc'hadourez pesked er XVIIvet kantved, kontet da vezañ bet ar gerneveuregerez diwezhañ. Mervel a eure e 1777, ha deuet eo da vout ur skeudenn eus ar yezh e Kernev-Veur.

Ur varzhoneg zo bet skrivet dezhi gant Per-Jakez Helias.

O chom e oa Dolly Pentreath e parrez Pawl, e-kichenik Porthenys (Mousehole), e-lec'h ma voe beziet. Savet e voe ur monumant dezhi e moger ar vered er bloavezh 1860 gant ar yezhour Louis Lucien Bonaparte, niz da Napoléon Bonaparte.

Un toullad koñchennoù a zo bet lavaret diwar he fenn. Sakreal a rae, ha kanañ pouilh d'an dud, e kerneveg, ober bep seurt anvioù anezho: "ran zu", a-hervez, a vije bet he gerioù. Evel-just e veze kontet da vezañ sorserez. Ha traoù all c'hoazh, diaes gouzout pegen gwir e oant.


Liammoù diavaez[kemmañ]