Mor Breizh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Mor Breizh (Mor Bretannek e kerneveureg, English Channel evit ar saoznegerien, ar Manche evit ar c'hallegerien, Môr Udd e kembraeg, Muir nIocht en iwerzhoneg) a zo ur mor digor war ar Meurvor Atlantel, e Kornôg Europa, dezhañ ur gorread war-dro 75 000 km², un hed 500 km hag ul led 250 km (d'ar muiañ) hag un donder 172 m. War ar mor-se e weler un niver bras a listri pa'z eo al liamm etre ar bed hag ar broioù o deus porzhioù eus ar brasañ er bed : Breizh-Veur, Bro-C'hall, an Izelvroioù, Alamagn ha broioù Skandinavia.

Kartenn Mor Breizh

Douaroniezh[kemmañ]

Emañ Mor Breizh etre Mor an Hanternoz er Reter hag ar Meurvor Atlantel er C'hornôg.

E genoù Mor Breizh emañ an inizi Sillan en Norzh hag Enez Eusa er Su.

Inizi all a vez kavet : an Inizi Angl-ha-Normand hag an Enez Wight.

Gerdarzh[kemmañ]

  • e latin : Oceanus Britannicus; Britanniam Mare, da lâret eo : ar mor etre an douar vras hag enez Britannia / Breizh Veur.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.