Enez Eusa
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Enez Eusa | |
| Departamant | Penn-ar-Bed |
| Bro hengounel | Bro Leon |
| Arondisamant | Arondisamant Brest |
| Etrekumuniezh | hini ebet |
| Bro 'Voynet' | |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Eusa (pennlec'h) |
| Kod INSEE | 29155 |
| Kod post | 29242 |
| Maer Amzer gefridi |
Denis Palluel 2001-2007 |
| Gorread | 1 558 ha = 15 58 km² |
| Hed ha led | 48.07°, -2.98° |
| Uhelder | keitat : 30 m bihanañ : 0 m brasañ : 61 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 857 (2006) |
| Stankter | 55 |
Eusa eo anv kumun nemeti kanton Eusa, e Bro-Leon , e gwalarn Breizh, e departamant Penn-ar-Bed. An enezourien a vez graet Eusaiz anezho, pe Isañviz, ha Maoutiged eo o lesanv. Lambaol eo ar vourc'h hag an tolpadur-tud brasañ.
Taolenn |
[kemmañ] Gerdarzh
Eusa a zo un anv-lec'h deveret eus ar galianeg Uxisama, "an Uhelañ" en brezhoneg. Anvet eo Ouessant e galleg, hag Ushant e saozneg. War ar c'hartennoù kozh e kaver Heißant e nederlandeg.
[kemmañ] Brezhoneg
- D'an 23 a viz Gouere 2009 e oa bet votet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Henamzer
- Meneget e voe Enez-Eusa gant Eratostene (douaroniour gresian) en trede kantved araok Jezus-Krist.
- Darempredet e veze gant an drouized en amzer ar Gelted kozh.
[kemmañ] VIvet kantved
- Gweladennet e voe Eusa gant Paol Aorelian.
[kemmañ] XIVvet kantved
- Gwastet e voe gant ar Saozon.
[kemmañ] XVIIIvet kantved
- Adstaget e voe ouzh rouantelezh Frañs.
[kemmañ] XXvet kantved
- Eil Brezel-bed, nijerezioù ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) aet d'ar strad: d'ar 27 a viz Meurzh 1941 e kouezhas un nijerez Blenheim IV marilhet T2332 ha kodet PZ-O eus 53th Squadron er mor nepell eus Eusa; lazhet e voe he zri nijour, unan anezhe a voe douaret e bered kumun Gwidel hag unan all e Perroz-Gireg, ne voe ket kavet korf an trede hini; d'ar 5 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Hampden marilhet AD738 ha kodet VN-? eus 50 Squadron er mor nepell eus Eusa; lazhet e voe he fevar nijour, ne voe kavet korf ebet; d'an 10 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Spitfire I marilhet P9396 ha kodet LY-? eus ar 1st Photographic Reconnaissance Unit Squadron er mor en norzh da Eusa; lazhet e voe he levier, ne voe ket kavet e gorf; d'ar 4 a viz C'hwevrer 1942 e kouezhas un nijerez Whitley V marilhet P5050 ha kodet YG-M er mor nepell eus Keranchas; he c'hwec'h nijour a voe tapet d'an Alamaned [1].
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
- Iliz Lambaol 19vet: delwennoù 17vet/18vet.
- Chapelioù Sant-Gweltaz ha Kêrber.
- Chapel rivinet Sant-Gwenole.
- Kroazioù niverus .
- Ekomirdi teknikoù ha hengounioù Eusa e kêriadenn an Niou-Uhelañ.
- Aodoù roc'hellek gant porzhioù bihan (Porzh Arlann, Porzh an Ejen, Porzh Lambaol, Porzh ar Stif, Porzh Yuzin).
- Tour-tan ar C'hreac'h 19vet.
- Tour-tan ar Stif.
- Tour-tan Kereon.
- Tour-tan ar Gazeg Kozh.
- Milin adsavet.
- mogerioù mein anvet "ar gwaskedoù".
- Bezioù ar C'hommonwealth e bered Lambaol
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 1 (Aluzenner) | |
| 1 (Marin a-genwerzh) | |
| Dianv | 5 |
| Hollad | 7 |
An aluzenner kanadian a varvas e-pad ar Brezel-bed kentañ [2] .
[kemmañ] Douaroniezh
Eusa, pe Enez Eusa, a zo un enezenn eus Breizh, er-maez da aodoù kornôk Bro-Leon. An douar pellañ eus Breizh war-du ar c’hornaoueg eo.
[kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1962-2006
Niver a annezidi 
[kemmañ] Melestradurezh
| Bloavezhioù an dilennadeg | anv |
|---|---|
| 1995 - | Denis Palluel |
| 1989 - 1995 | Michelle Malgorn |
| 1983 - 1989 | Paul Vaillant |
| 1965 - 1983 | Marcel Ticos |
| 1951 - 1965 | François Lucas |
| 1945 - 1951 | Jeanne Berthelé |
| 1944 - 1945 | Alphonse Jacob |
| 1944 | Jean Masson |
| 1940 - 1944 | Jean-Marie Creac’h |
| 1935 - 1940 | Jean-Louis Le-Breton |
| 1927 - 1935 | Paul Stéphan |
| 1919 - 1927 | Paul Cain |
| 1914 - 1919 | Hippolyte Malgorn |
| 1884 - 1914 | Jean-Marie Malgorn |
| 1878 - 1884 | Jean-Louis Stéphan |
| 1866 - 1878 | Adolphe Belain La Motte |
| 1865 - 1866 | Louis-Marie Malgorn |
| 1849 - 1865 | Joseph-Marie Le Louet |
| 1792 | Auguste Bruno de la Salle |
| 1790 - 1792 | Michel Bon |
[kemmañ] Tud
[kemmañ] Gevelliñ
[kemmañ] Tartan
Abaoe 2010, Enez Eusa deus un tartan. http://macdonald-sporrans.com/wordpress/wp-content/uploads/2010/09/imageCreationSmall.aspx_.jpg
[kemmañ] Levrlennadur
- Patrig Gouedig, Enez-Eusa: Envoriou Tud Eusa, Embannadurioù Brud Nevez, 1984, 279 p.
[kemmañ] Liammoù diavaez
[kemmañ] Notennoù ha daveoù
|
|||||
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |