Normandi
Normandi pe Normandia [1] (Nouormandie e normaneg, Normandie e galleg ha Normandy e saozneg) zo unan eus ar broioù kozh a zo aet da ober Bro-C'hall, war-bouez an inizi Aldernez, Gwernenez, Jerzenez, Sark hag a zo perc’hennet gant kurunenn Breizh-Veur, hep bezañ un darn eus ar Rouantelezh-Unanet, dre ma'z eo rouaned Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon duged Normandi ivez.
Dizalc'h eo bet e-pad meur a gantved, a-raok kouezhañ etre krabanoù Bro-C'hall. Hiziv eo rannet etre div rannvro, an Normandi-Izel hag an Normandi-Uhel.
Taolenn |
[kemmañ] Orin an anv
Normandi a zeu eus al latin Normandia , savet diwar ar ger Northmen, paotred an Norzh.
[kemmañ] Istor
Gwelit ar pennad Istor Normandi.
Pennadoù da welout ivez : Duged Normandi, Gwilherm an Alouber. Eil Brezel Bed : Oberiadenn Overlord.
[kemmañ] Yezh
Normaneg a vez lavaret eus yezh Normandi.
[kemmañ] Kêrioù pennañ
- Rouen (410 000 annezad)
- An Havr-Nevez (250 000 annezad)
- Caen (200 000 annezad)
- Cherbourg (90 000 annezad)
- Évreux (51 200 annezad)
- Dieppe (35 700 annezad)
- Sant-Heler (29 400 annezad), e Jerzenez
- Alençon (28 900 annezad)
[kemmañ] Boued Normandi
Boued mod Normandi zo diazezet war pevar produi : an avaloù, al laezh, ar c'hig hag ar boued-mor. Gounezet vez avaloù evit ober chistr ha Calvados hag a zo implijet er gegin ivez. Produiñ a reer ivez formajoù, ha kregin evel istr, meskl ha kregin Sant-Jakez.
[kemmañ] Dave ha notennoù
- ↑ Normandia eo an anv hervez Geriadur Hemon-Huon, Normandi eo a gaver er c'hanaouennoù-pobl.