Jerzenez
Jerzenez, enezenn eus Mor Breizh. Graet e vez Jersey anezhi e saozneg hag e galleg, ha Jèrri e jerzenezeg. An enezenn vrasañ eus an Inizi Angl-ha-Normand eo. 87 700 annezad a zo.
Taolenn |
[kemmañ] Istor an enezenn
Sant-Heler eo he c’herbenn. Sant Heler en doa avielet an enezenn er VIvet kantved. E-pad divroerezh bras ar Vretoned eus Breizh-Veur d’an Arvorig o doa poblet ar re-mañ an enezenn (VIvet kantved ivez). Sant Samzun tremenas eno.
Lod eus Rouantelezh Breizh e oa en IXvet kantved, evel an inizi all. Goude 933 e oa deuet da vezañ Normandat.
Ur bod eo bet evit meur a zen e-pad kantvedoù.
Ar jerzenezeg (Jèrriais) a zo ur yezh oil a-orin normanek a vez komzet e Jerzenez.
[kemmañ] XXvet kantved
- Eil Brezel-bed:
- nav den nann-soudard a voe lazhet pa voe taget porzh Saint Hélyi gant kirri-nij alaman d'an 28 a viz Even 1940 [1];
- an Alamaned a zegouezhas en aerborzh d'ar 1añ a viz Gouere 1940 [2];
- dalc'het e voe an enezenn gant an Alamaned adalek ar 1añ a viz Gouere 1940 betek an 9 a viz Mae 1945.
|
Soudarded alaman e Saint Hélyi
|
[kemmañ] Ar statud politikel
Renet eo gant ur beli hag ur parlamant (Breujoù Jerzenez gant 53 ezel).
Jerzenez a vez dileuriet e Caen, e Normandi douar-bras.
[kemmañ] Parrezioù
- Grouville, ennañ Les Mîntchièrs)
- Saint Brélade
- Saint Cliément
- Saint Hélyi
- St Jean
- Saint Louothains
- Saint Martîn, ennañ L's Êcrého)
- Sainte Mathie
- Saint Ouën
- Saint Pièrre
- Saint Saûveux
- La Trinneté
[kemmañ] A bep seurt
« .je » eo kod Jernenez war ar genrouedad
Anv ur stad amerikan a zo tennet eus Jerzenez : gwelet Jerzenez Nevez.
[kemmañ] Pennadoù kar
[kemmañ] Dave ha notennoù
- ↑ The Evening Post, Saint Hélyi, 29 a viz Even 1940
- ↑ The Evening Post, Saint Hélyi, 2 a viz Gouere 1940
| Inizi Angl-ha-Norman | |
|---|---|
| Beliezh Jerzenez : |
|
| Beliezh Gwernenez : |
|