Haerme

Eus Wikipedia

Haerme eo anv gwernenezek ur enezennig e Mor Breizh er sa-heol da Wernenez, anvet Herm e galleg ha saozneg.

Etre an holl Inizi angl-ha-norman a c'hell bezañ gweladennet gant an dud ec'h eo homañ an hini vihanañ. Difennet eo bleniañ war an enezenn dres evel war Sark, met e Haerme eo difennet ar marc'hoù-houarn ivez.

Da diwezh an Eil Brezel Bed e oa bet penet Haerme digant ar Gurunenn Saoz gant Stadoù Gwernenez ha bremañ e vez feurmet an enezenn, feurmet hiziv gant Adrian ha Pennie Wood Heyworth abaoe 1998.

Aet eo da get hep lezel roud ebet war he lerc'h ar yezh normanek bet komzet en enezenn gwezhall.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]