Republik Kiprenez

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Unaniezh Europa
Κυπριακή Δημοκρατία
Kypriakí Dimokratía
Kıbrıs Cumhuriyeti
Banniel Kiprenez
Banniel Ardamezioù

Kan broadel Ύμνος εις την Ελευθερίαν
( "Kan evit ar Frankiz")
Sturienn (Hini ebet)
Yezh ofisiel gresianeg, turkeg
Kêr-benn Levkosía (Nikozia)
Gorread
• En holl
• % dour

9 251 km²
0,001%
Poblañs
• Hollad
•Stankter

1 281 506 (2021)
139 ann./km²
Prezidant' Nicos Anastasiades
Gouel broadel 1añ a viz Here
Moneiz Euro
Kod pellgomz 357
Kod Internet .cy
  • ██ Kiprenez en UE (etre Turkia ha Siria)
  • Republik Kiprenez (Κυπριακή Δημοκρατία e gresianeg ha Kıbrıs Cumhuriyeti e turkeg) eo ar stad dezhi ar riegezh, hervez ar gwir etrebroadel, war Kiprenez (gresianeg Κύπρος ; turkeg Kıbrıs) hag a zo un enezenn e reter ar Mor Kreizdouar, 75 km er-maez da aod su Turkia. 850 000 a dud bennak a zo o chom enni, Gresianed evit ar braz anezho (78 %), ar re all a zo Turked, en o zouez 100 000 degaset betek enno gant gouarnamant Turkia.

    Ur Stad dizalc'h eo abaoe 1960. Met abaoe 1974 emañ lodenn viz an enez e dalc'h arme Turkia. Rannet eo eta an enez e div lodenn gant ul linenn (al linenn c'hlas) hag a dremen ivez dre ar gêr-benn. Er rann-se ez eus bet savet gant gouarnamant Ankara ur Republik Turk Kiprenez an Norzh ha n'eo anzavet gant bro all ebet estreget Turkia. An darn vrasañ eus annezidi ar rann-se a zo Turked, a-orin eus an enez pe bet degaset eus an douar bras gant gouarnamant Ankara.
    N'eus nemet Republik Kiprenez a zo degemeret gant ar gumuniezh etrebroadel ha kement-se evit an enez a-bezh. En Unaniezh Europa emañ ivez abaoe ar c'hentañ a viz Mae 2004. An darn vrasañ eus an dud eus al lodenn kontrollet gant ar gouarnamant a zo gresianegerien anezho.

    E kreisteiz an enez ez eus daou vonn dalc'het gant arme ar Rouantelezh-Unanet (Akrotiri ha Dhekelia). Lezennoù Kiprenez ne dalvezont ket en div lodenn-se.