9 Mae
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1502 : mont a ra kuit Kristol Goulm diouzh Spagn evit e bevare beaj.
- 1936 : staget eo Etiopia ouzh Italia.
- 1945 : dieubet eo Inizi Mor Breizh diouzh o alouberien alaman.
- 1950 : prezegenn gant Robert Schuman ma kinnig unaniñ broioù Europa. Sellet a reer ouzh ar brezegenn-se evel deroù krouidigezh Unaniezh Europa.
- 1989 : dont a ra Slobodan Milošević da vezañ prezidant Serbia.
- 1994 : dont a ra Nelson Mandela da vezañ prezidant Suafrika.
- 2009 : aet ar maout gant War-raok Gwengamp a-enep Stad Roazhon da-geñver gourfenn Kib Bro-C'hall ar vell-droad.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1837 : Adam Opel, ijinour alaman († 8 a viz Gwengolo 1895 e Rüsselsheim (Alamagn)).
- 1860 : James Matthew Barrie, skrivagner skosat, krouer Peter Pan († 19 a viz Even 1937 e Londrez).
- 1874 : Howard Carter, henoniour saoz, kavadenner bez Toutankhamoun († 2 a viz Meurzh 1939 e Londrez).
- 1939 : Ion Țiriac, c'hoarier tennis romanat.
- 1955 : Meles Zenawi, prezidant Etiopia.
[kemmañ] Marvioù
- 1805 : Friedrich Schiller, barzh alamanek (° 10 a viz Du 1759 e Marbach am Neckar (Alamagn)).
- 1850 : Joseph Louis Gay-Lussac, fizikour gall (° 6 a viz Kerzu 1778 e Saint-Léonard-de-Noblat).
- 1903 : Paul Gauguin, livour gall (° 7 a viz Even 1848 e Pariz).
- 2008 : Nuala O'Faolain, skrivagnerez saoznek eus Iwerzhon (° 1añ a viz Meurzh 1940 e Dulenn).
[kemmañ] Lidoù
- Devezh Europa en Unaniezh Europa, e koun prezegenn Robert Schuman e 1950.
- Devezh an trec’h : devezh gouel e Rusia hag e broioù all eus reter Europa e koun dibenn an Eil brezel bed.
- Devezh an dieubidigezh e Jerzenez ha Gwernenez, e koun o dieubidigezh diouzh an Alamaned e dibenn an Eil brezel bed.