1añ Meurzh
Eus Wikipedia
(Adkaset eus 1añ a viz Meurzh)
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1565 : savidigezh kêr Rio de Janeiro.
- 1815 : Napoleon Iañ a zistro diouzh e harlu war enez Elba hag a zilestr e Provañs.
- 1896 : dizoloet eo ar skinoberiantiz gant ar Gall Henri Becquerel.
- 1902 : enaouet eo Tour-tan Enez-Werc'h.
- 1979 : referendomoù e Kembre hag e Skos war an emrenerezh kinniget dezho gant gouarnamant Londrez : 33% a-du e Skos,12% a-du e Kembre.
- 1994 : Sveden, Aostria ha Finland a ya e-barzh Unaniezh Europa.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1445 : Sandro Botticelli, livour italian († 1510).
- 1810 : Fryderyk Chopin, sonaozer poloniat († 1849).
- 1904 : Glenn Miller, soner jazz amerikan.
- 1934 : Jean-Michel Folon, treser belgiat.
- 1941 : Maaja Ranniku, meurc'hoarierez echedoù estonian.
- 1964 : Paul Le Guen, melldroadour ha gourdoner breizhat.
- 1987 : Daniel Stellwagen, mestrc'hoarier echedoù izelvroat.
[kemmañ] Marvioù
- 1244 : Gruffudd ap Llywelyn Fawr, priñs Gwynedd (° 1200).
- 1875 : Tristan Corbière, skrivagner gallek a Vreizh (° 18 a viz Gouere 1845 e Montroulez).
- 1914 : Gwilherm ar C'hoad, pastor ha skrivagner a Vreizh (° 27 a viz Eost 1845).
- 1964 : Peter Romanowski, mestrc'hoarier ha kelennour echedoù soviedat (° 17 a viz Gouere 1892 e Sant Petersburg).
[kemmañ] Lidoù ha darvoudoù
- Devezh broadel :
- Kembre : Gouel Dewi (Dydd Gŵyl Dewi).
- Bosnia-ha-Herzegovina (e koun an dizalc’hiezh e 1992).
- Sent an deiz :
- sant Divi (paeron Kembre).
- santez Nonn, mamm sant Divi.
- santez Maelaria, penitiourez e Dirinonn (Vvet kantved).
- sant Monan, sant skosat.
- sant Albin, eskob Angers, a orin eus Breizh († 550).
- Penn kentañ an nevez-amzer evit ar veteorologourien.