6 Mae
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1536 : urzh a ro ar roue Herri VIII a Vro-Saoz da gaout Bibloù troet e saozneg e pep iliz.
- 1840 : an timbr kentañ da begañ war al lizhiri (Penny Black) er Rouantelezh Unanet.
- 1877 : ar penn indian Crazy Horse a rank kodianañ gant soudarded ar Stadoù Unanet e Nebraska.
- 1994 : digoradur ofisiel Tunnel Mor Breizh gant ar rouanez Elizabeth II hag ar prezidant François Mitterrand.
- 2012 : dilennet eo François Hollande da Brezidant ar Republik C'hall, tapet 51,62% eus ar mouezhioù gantañ.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1717 : Mari-Loeiza Tromel (Marion ar Faoued diouzh he lesanv) († 2 a viz Eost 1755 e Kemper).
- 1758 : Maximilien Robespierre, politikour ha dispac’hour gall († 28 a viz Gouere 1794 e Pariz).
- 1856 :
- Sigmund Freud, bredvezeg eus aostrian († 23 a viz Gwengolo 1939 e Londrez).
- Robert Peary, ergerzher amerikan († 20 a viz C'hwevrer 1920 e Washington, D.C.).
- 1868 : Nikolaz II a Rusia, impalaer diwezhañ Rusia († 17 a viz Gouere 1918 e Yekaterinbourg (Rusia)).
- 1906 : Job Jaffre, kelaouenner ha kazetennour breizhat († 12 a viz Meurzh 1986 en Alre).
- 1916 : Povilas Tautvaišas, mestrc’hoarier echedoù lituanian, keodedad eus SUA († miz Du 1980 e Chicago).
- 1953 : Tony Blair, kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet.
[kemmañ] Marvioù
- 1859 : Alexander von Humboldt, skiantour hag ergerzher alaman (° 14 a viz Gwengolo 1769 e Berlin).
- 1862 : Henry David Thoreau, skrivagner amerikan (° 12 a viz Gouere 1817 e Concord (Stadoù Unanet)).
- 1895 : Severin From, mestrc'hoarier echedoù dan (° 8 a viz Ebrel 1828 e Nakskov (Danmark)).