Slobodan Milošević

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Slobodan Milošević.

Slobodan Milošević, e lizherenneg serb kirillek Слободан Милошевић. Politikour serb. Bet ganet d'an 20 Eost 1941 e Požarevac, Serbia; marv d'an 11 Meurzh 2006, e Den Haag, Izelvroioù. Anavezet e oa Milošević dindan an anv Kiger ar Balkanoù.

Abalamour d'e bolitikerezh broadelour radikal serb eo ma voe dipennet Yougoslavia gozh ha ma tarzhas brezel Bosnia ha Herzegovina en nevezamzer 1992. Mont a reas tre ar Serbed e-barzh tiriad Bosnia gant ar soñj rannañ ar republik-se ha stagañ anezhi ouzh Serbia evit darn pe penn-da-benn. Lakaat a reas e pleustr Milošević ur politikerezh "skubañ etnek". Fellout a rae da Vilošević kas war-raok mennozh ur Serbia Vras na oa ket plas enni evit Bosniz muzulman pe Kroated katolik. Pennkaoz e voe ar skubañ etnek eus marvioù diniver ha miliadoù a dud dilec'hiet gant torfedoù bras a-enep da wirioù Mab-den. Perzh a gemeras Kroatia er brezel-se ivez.

E 1995, e sin Milosević, war un dro gant prezidanted Bosnia ha Herzegovina ha Kroatia Emglev Dayton, bet raktreset gant Washington. Gant an emglev-mañ e teuio a-benn Milošević da virout an 49% eus an douaroù aloubet enno un dregantad uhel a Serbed (e-tro 33% well-wazh).

Kenderc'hel a raio Milošević gant e bolitikerezh impalaerel hag e 1999 ez eo tro Albaniz vuzulman da vezañ argaset eus ar gêr e proviñs emren Kosovo. Miliadoù a Albaniz-Kosoviz a voe argaset da neuze. Tud varv e-leizh a voe ha gwallgaset e voe gwirioù Mab-den adarre. A-benn ar fin e tivizo an OTAN ersaviñ ha lakaat ar gwask war Beograd e-pad pevar miz. D'ar mare-hont en doa graet e soñj Lez-varn Etrebroadel evit an Torfedoù en Ez-Yougoslavia barnañ anezhañ ha tamall dezhañ bezañ sevenet ur gouennlazh ha gwalldaolioù a-enep da wirioù Mab-den. Daoust da sez an OTAN e chomo peg Milošević ouzh ar galloud. Lakaat a raio cheñch ar vonreizh evit gallout chom prezidant pelloc'h.

Bloaz war-lerc'h, d'ar a viz Here 2000, e koll Milošević dilennadeg prezidant Serbia. Nac'hañ a ra degemer an disoc'hoù ha lakaat a ra al Lez-varn Vonreizhel da nullañ an dilennadeg. Kregiñ a ra emsavadeg ar Serbed a-enep d'an nulladenn-se an deiz war-lerc'h ha taget ha distrujet eo Parlamant Serbia gant ar Bobl. Ur wech digadoriet Milošević en em gav ar galloud da c'hortoz etre daouarn Vojislav Kostunica. Goude bezañ marc'hatet skoazelloù etrebroadel e vo degaset Milošević d'al Lez-varn Etrebroadel eizh miz goude bezañ bet lakaet er-maez eus ar galloud. Evel-se e teuio a-benn Serbia da gaout skoazelloù ha da wellaat he skeudenn war an dachenn etrebroadel. D'an 29 a viz Mezhven 2001 eo toullbac'het Milošević e bac'h Den Haag, kêr m'emañ da vezañ barnet evit gouennlazh. Mervel a ra a-raok fin e brosez d'an 12 Meurzh 2006.

Gwelet ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.


Prezidanted Republik Serbia
Milošević | Milutinović | Tadić


Prezidanted Republik Kevreadel Yougoslavia Banniel RK Yougoslavia
Ćosić | Lilić | Milošević | Koštunica