30 Mae
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1431 : kondaonet eo Janed Ark d’ar marv gant he barnerien e Rouen, ha devet eo ez-vev en un tantad.
- 1814 : dre sinadur Emglev Pariz eo lakaet harzoù Frañs da vezañ heñvel ouzh ar re a oa ganti e 1792. Kaset eo Napoleon I en harlu da enez Elba.
- 1871 : echu gant emsavadeg Kumun Pariz.
- 1913 : dibenn Brezel kentañ ar Balkanioù gant sinadur un emglev a beoc’h e Londrez. Dont a ra Albania da vezañ ur stad dizalc’h.
- 1967 : en em zisrannañ a ra Biafra diouzh Nigeria.
- 1968 : divodadeg Kambr ar Gannaded e Frañs. Manifestadeg ramzel eus an tu dehou war ar Champs-Élysées.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1814 : Mic'hail Bakounin, anarkour rusian († 1añ a viz Gouere 1876 e Berne (Suis)).
- 1909 : Benny Goodman, soner Jazz amerikan c'hoarier saxofon, treujenn-gaol ha pennsoner († 13 a viz Mezheven 1986 e New York).
[kemmañ] Marvioù
- 1640 : Pieter Pauwel Rubens, livour flandrezat (° 28 a viz Even 1577 e Siegen (Westfalen d'ar mare-se)).
- 1778 : Voltaire, prederour gall (° 21 a viz Du 1694 e Pariz).
- 1906 : Michael Davitt (Mícheál Dáibhéad), politikour iwerzhonat, saver al Land League (° 25 a viz Meurzh 1846 e Straide (Iwerzhon)).
- 1960 : Boris Pasternak, skrivagner rusianek, kinniget dezhañ Priz Nobel al lennegezh (nac’het gantañ) (° 10 a viz C'hwevrer 1890 e Moskov (Rusia)).
- 1964 : Reun Kreston, tudoniour ha livour breizhat, diazezer al luskad Unvaniez ar Seiz Breur (° 25 a viz Here 1898 e Sant-Nazer).
- 1975 : Michel Simon (François Joseph Simon diouzh e anv gwir), aktour suis (° 9 a viz Ebrel 1895 e Geneva (Suis)).