25 Mae
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 843 : Emgann Blaen etre ar Franked hag ar Vretoned.
- 1085 : gant Alfonso VI a Gastilha eo adkemeret Toledo, e Spagn, digant ar Vaoured.
- 1914 : e Ti ar C’humunioù, er Rouantelezh Unanet, e tremen ul lezenn evit reiñ hec’h emrenerezh da Iwerzhon.
- 1923 :
- kentañ redadeg kirri 24 eurvezh ar Mañs.
- loc'hañ a ra Gwilhoù Sezneg ha Pêr Kemener eus Roazhon, e-tro pemp eur beure, da vont da Bariz.
- 1963 : en Addis Ababa, en Etiopia, eo savet Unaniezh Afrika.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1048 : Impalaer Shenzong Sina († 1añ a viz Ebrel 1085).
- 1846 : Naim Frashëri, barzh albanek († 20 a viz Here 1900 e Kadıköy (Impalaeriezh otoman d'ar mare-se)).
- 1868 : David Janowsky, mestrc'hoarier echedoù gall, poloniat a orin († 15 a viz Genver 1927 en Ieras).
- 1892 : Jeanne Coroller-Danio, broadelourez ha skrivagnerez breizhat († 13 a viz Gouere 1944 e Pengilli).
[kemmañ] Marvioù
- 735 : Beda, manac’h hag istorour saoz (° 672 pe 673 e Rouantelezh Northumbria).
- 1926 : Simon Petlyura, brogarour ukrainat (° 10 a viz Mae 1879 e Poltava (Impalaeriezh rusian d'ar mare-se)).
- 1937 : Fañch al Lae, romantour brezhonek (° 24 a viz Eost 1859 e Lokireg).