Emgann Blaen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Emgann Blaen a c’hoarvezas d’ar 24 a viz Mae 843 e-kichen Blaen, e Bro-Naoned, etre un arme Bretoned, renet gant Erispoe, priñs Breizh, ha gant Lambert II, kont Naoned, ha soudarded frank Renaud d’Herbauges, kont Poitiers ha kont Naoned. Faezhet e voe ar Franked hag astennet e voe domani ar Vretoned war-zu ar gevred, e kontelezh Naoned.

Emgann Mezeg[kemmañ]

Nevenoe, a oa savet a-enep an impalaer frank Karl Voal ha lakaet kurunenn Breizh war e benn, a felle dezhañ astenn e c’halloud war-zu ar reter. Gant Karl Voal e oa bet fiziet marzoù gevred Breizh er c’hont frank Renaud, ar pezh a oa displijet kaer d’ar c’hont Lambert II, a oa bet kont Naoned diagent. Emglev a reas Lambert gant Nevenoe eta da glask adtapout e zouar. Kerzhet a reas armead ar Vretoned, renet gant Nevenoe hag e vab Erispoe, war-du ar stêr Gwilen. Er gevred edo soudarded frank Renaud d'Herbauges o kerzhet eus Naoned war-du ar Gwilen, da dagañ ar Vretoned. En em gavout a reas an div arme tal-ouzh-tal e Mezeg ha gant ar Franked ez eas an trec’h.

Emgann Blaen[kemmañ]

Pa gave dezhañ e oa bet faezhet ar Vretoned e kerzhas Renaud war-du Naoned en-dro. E-kichen Blaen e chomas a-sav da ziskuizhañ war ribl an Izar. Neuze e voent taget gant daou arme, hini Erispoe, deuet eus ar Gwilen, ha hini Lambert, deuet eus ar reter. Kelc’hiet e voe arme Renaud ha dismantret e voe gant o enebourien.

Lazhet e voe Renaud en emgann.[1][2][3] Hervez lod eus an istorourien avat e oa bet lazhet e Mezeg.[4]

Goude an trec’h-se, ha trec’hioù all, gant ar Vretoned, e voe sinet Feur-emglev Angers gant Karl Voal hag Erispoe, e 851. Gant ar feur-emglev-se e voe anavezet Erispoe da roue Breizh gant Karl Voal, hag anavezet e voe ivez e oa broioù Roazhon, Naoned ha Raez e Breizh. Evel-se e oa lakaet sklaer petra e oa ar vevenn etre Breizh ha Frankia ar C'hornôg.

Notennoù[kemmañ]

  1. Kronik Naoned
  2. Janet L. Nelson, The Annals of St-Bertin, Manchester University Press, 1991, p.55
  3. Didacus Antoine Jérôme Marius de Bodard de La Jacopière, Chroniques craonnaises, 1871, p.104 Lenn enlinenn
  4. Patrick Galliou, Michael Jones, Les anciens Bretons, p. 138

Lennadurezh[kemmañ]