Echedoù
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
War un tablez 64 c'harrezennig gwenn ha du e vez c'hoariet echedoù. Daou c'hoarier a stourm an eil a-enep egile. Enebet e vez ar re wenn ouzh ar re zu. Gant pep c'hoarier ez eus 16 pezh (pezhioù bihan e koad pe en ivor pe e metal), dezho stumm ur roue, ur rouanez, daou dour (pe gastell), daou varc'heg, daou furlukin (pe eskob) hag eizh pezh gwerin. Pep seurt pezh a ya en-dro en ur mod disheñvel. Pal ar c'hoari eo gennañ roue ar c'hevezer. Pa n'hell ket ar roue en em dennañ eo koll. Kemennet eo gant an den a zo trec'h en ul lavaret "Mat" (ha n'eo ket ar ger brezhonek, an dra-se a c'heller krediñ !).
Lavarout a reer
- " Säh Mäta" e perseg
- ha "شيخ مات" en arabeg: « marv eo ar roue ».
Eus Persia e c'hellfe dont ar c'hoari-mañ a-gozh. Anavezet e oa ur c'hoari damheñvel gant ar Gelted kozh, ar gwezboell e anv.
Taolenn |
Levrlennadur [kemmañ]
- Véronique Houck, Un tañva d'an echedoù, Ti-Embann ar Skolioù ;
- Véronique hag Aurore Houck, Bibou ha bed an echedoù Ti-Embann ar Skolioù.
Dave [kemmañ]
- Gwennole ar Menn (+ notenn gant Roparz Hemon), Deskomp c'hoari an echedoù, Ar Bed Keltiek, Niv. 76, miz Ebrel 1965.
Liammoù diabarzh [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]