7 Mae
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1832 : dizalc’hiezh Gres, anavezet gant Emglev Londrez.
- 1942 : roet e zilez gant François Ripert eus e garg a brefed rannvroel Roazhon.
- 1945 : sinet eo kodianañ Godell An Oriant en Intel.
- 1954 : trec'h lu ar Viet-minh war ar soudarded c’hall en Emgann Điện Biên Phủ.
- 1999 : sinet eo Karta Europat ar Yezhoù rannvro pe bihanniver gant ar stad c'hall e Budapest (Hungaria).
- 2010 : anvet eo Padrig al Lae da brezidant Stade Rennais Football Club.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1833 : Johannes Brahms, sonaozer alaman († 3 a viz Ebrel 1897 e Vienna (Aostria-Hungaria d'ar mare-se)).
- 1840 : Pyotr Ilyich Tchaikovsky, sonaozer rusian († 6 a viz Du 1893 e Sant-Petersbourg (Impalaeriezh rusian d'ar mare-se)).
- 1861 : Rabindranath Tagore, skrivagner banglaek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh († 7 a viz Eost 1941 e Kolkata (India)).
- 1892 : Josip Broz Tito, prezidant Yougoslavia († 4 a viz Mae 1980 e Ljubljana (Slovenia)).
- 1919 : Eva Perón, politikourez arc'hantinat († 26 a viz Gouere 1952 e Buenos Aires (Arc'hantina)).
- 1945 : Christy Moore, soner eus Iwerzhon.
- 1948 : Lluís Llach, kaner katalan.
[kemmañ] Marvioù
- 973 : Otto Iañ, impalaer kentañ an Impalaeriezh Santel Roman (° 23 a viz Du 912 e Wallhausen (Saks)).
- 1539 : Gourou Nanak Dev, saver ar relijion sikh (° 15 a viz Ebrel 1469 e Talwandi (Pakistan)).
- 1825 : Antonio Salieri, sonaozer italian (° 18 a viz Eost 1750 e Legnano Republik Venezia d'ar mare-se)).
[kemmañ] Lidoù
- Devezh emzivaded ar SIDA er bed.
- er Relijion gatolik :