23 Mae
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1430 : prizoniet eo Janed Ark gant soudarded Burgondia, pa oa e penn un arme o vont da zieubiñ Compiègne.
- 1541 : lestrañ a ra Jakez Karter e Sant-Maloù, evit e drede beaj.
- 1568 : deroù ar Brezel pevar-ugent vloaz (1568-1648) etre an Izelvroioù ha Spagn, evit dizalc’hiezh an Izelvroioù.
- 1605 : embannadur Don Quijote gant Miguel de Cervantes.
- 1805 : Napoleon Bonaparte a zo kurunet Roue Italia, gant kurunenn houarn al Lombarded kozh, en iliz-veur Milano.
- 1813 : mont a ra Simón Bolívar, e penn un arme, da aloubiñ Venezuela, ha lesanvet eo El Libertador (An Dieuber, An Dizalc’her).
- 1915 : gant Italia eo disklêriet ar brezel da Aostria-Hungaria.
- 1926 : he Bonreizh degemeret gant Liban.
- 1929 : an dresadenn-vev kentañ gant komzoù eus Mickey Mouse, The Karnival Kid.
- 1934 : lazhet eo Bonnie Parker ha Clyde Barrow e Louisiana.
- 1949 : savet eo Republik kevreadel Alamagn, e kornôg Alamagn.
- 1977 : digoradur ar skol Diwan gentañ e Lambaol-Gwitalmeze.
- 1998 : en Norzhiwerzhon eo degemeret Emglev Gwener ar Groaz gant an dud, dre ur referendom.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1052 : Fulup Iañ, roue Bro-C'hall († 29 a viz Gouere 1108 e Melun).
- 1707 : Carl von Linné pe Carolus Linnaeus, skiantour svedat († 10 a viz Genver 1778 en Uppsala (Sveden)).
- 1848 : Otto Lilienthal, ijiner alaman († 10 a viz Eost 1896 e Berlin).
- 1891 : Pär Lagerkvist, skrivagner svedek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh († 11 a viz Gouere 1974 e Lidingö (Sveden)).
- 1951 : Anatolij Karpov, mestrc'hoarier echedoù rusian.
[kemmañ] Marvioù
- 1498 : Girolamo Savonarola, manac'h dominikan ha prezegenner italian a renas war Firenze adalek 1494 betek 1498 (° 21 a viz Gwengolo 1789 e Ferrara (Italia)).
- 1786 : Móric Beňovský, ergerzher slovak (° 20 a viz Gwengolo 1746 e Vrbové (Slovakia)).
- 1857 : Augustin Louis Cauchy, matematikour gall (° 21 a viz Eost 1789 e Pariz).
- 1906 : Henrik Ibsen, skrivagner norvegek (° 20 a viz Meurzh 1828 e Skien (Norvegia)).
- 1945 : Heinrich Himmler, torfedour nazi (° 7 a viz Here 1900 e München (Alamagn)).