Henrik Ibsen

Eus Wikipedia
Henrik Ibsen

Henrik Ibsen a oa ur skrivagner norvegek brudet evit e bezhioù-c’hoari. Ganet e oa bet Ibsen d’an 20 a viz Meurzh 1828, ha marvet e oa d’an 23 a viz Mae 1906 e Christiana, zo anvet Oslo bremañ.

Da bemzek vloaz e kuitaas ti e dud ha kregiñ da labourat e ti un apotiker. E bezh-c’hoari kentañ, Catilina, a skrivas pa oa 20 vloaz hag a embannas dindan an anv-pluenn Brynjolf Bjarme. E 1850 e voe c’hoariet, evit ar wech kentañ, ur pezh all skrivet gantañ, dindan e anv-pluenn adarre, Kjæmpehøjen.

E oberennoù kentañ zo awenet gant hengounioù Skandinavia hag un ton romantel o deus. E-pad un nebeud bloavezhioù e renas ur c’hoariva e Christiania (1857 - 1862) ha goude-se e teuas a-benn da gaout ur yalc’had digant ar stad a roas an tu dezhañ da vevañ diwar skrivañ ha da veajiñ. Mont ha dont a reas dre Europa, o tremen pennadoù amzer e Roma, e Dresden hag e München (ne zistroas da vat da Norvegia nemet e 1891). E-pad an amzer-se eo e skrivas e oberennoù brudetañ : Brand (1866) ha Peer Gynt (1867), dramaoù e gwerzennoù a ziskouezas e varregezh da livañ an amzer dremenet ha da daolenniñ brav temz-spered e dudennoù. Tamm-ha-tamm e tilezas e zoare romantel hag en em lakaat a reas da sevel pezhioù gwirion diwar-benn kudennoù ar gevredigezh, evel Samfundents stötter (1876) pe Et Dukkehjem (1879). Muioc’h-mui e pledas e oberennoù gant an hiniennoù hag an darempredoù etrezo, gant elfennoù eus e vuhez enno, evel Vilvanden (1884).

Henrik Ibsen a seller outañ evel un dramaour bras hag unan eus dramaourien gentañ an amzer vodern. Levezonet en deus skrivagnerien anavezet evel George Bernard Shaw pe Luigi Pirandello.

E skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Brand, 1866
  • Peer Gynt, 1867
  • Samfundets støtter, 1876
  • Et dukkehjem, 1879
  • Gengangere, 1881
  • En Folkefiende, 1882
  • Vildanden, 1884
  • Rosmersholm, 1886
  • Fruen fra havet, 1888
  • Hedda Gabler, 1890
  • Bygmester Solness, 1892
  • Når vi døde vågner, 1899


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]