Heinrich Himmler

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred eus Himmler e 1942

Heinrich Luitpold Himmler (ganet ar 7 a viz Here 1900 e Munich ha marvet an 23 a viz Mae 1945 e Lüneburg), a voe e-touez pennoù galloudusañ an Trede Reich. Mestr dibar an SS (Reichsführer-SS) e voe, ha mestr war an holl dervijoù polis alaman (e penn der Deutschen Polizei, ar Gestapo en o zouez). Gwelet eo ivez evel ar Jahrhundentmörders (« muntrer ar c'hantved ») gant un nebeud speredoù alaman. En em lazhañ a reas d'an 23 a viz Mae 1945, kuit a vezañ paket ha barnet.

Kiriek e voe Himmler eus ar pep pouezusañ en oberenn distrujañ an eneberezh politikel en Alamagn nazi hag er rennad-mañ, diazezet war ar spont er broioù aloubet. Mestr pennañ ar c'hampoù-tolpañ ha -distrujañ ha aozer meur an "diskoulm diwezhañ".