Berlin

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Berlin
Berlin Central
Lec'hiadur
Coordonnées :
52°31′07″N, 13°24′30″E
Fuseau horaire :
UTC+1/ Été UTC+2
Baniel Blason
Drapeau de Berlin
Blason de Berlin
Informations
Gorread 891.82  km²
5 370  km² Aire Metro
Poblañs 3 399 511 (06/2006)
3 675 000 Aire Urbaine
4 262 480 Aire Metro
Stankted 3 812 hab/km²
Uhelder 34 - 115 m
Kod post 10001-14199
Evit pellgomz +49-30
Politique
NUTS DE3
Bro Allemagne
Land Berlin
Karterioù 12 Bezirke (arrondissements)
Bourc'hvestr Klaus Wowereit depuis 2001
Strollad politikel SPD / Die Linke (mandat 2006/2011)
Kenaozadenn al Landtag
(149 azezenn)
SPD 53
CDU 37
Die Linke 23
Verts 23
FDP 13
Lec'hienn www.berlin.de

Berlin, kêrbenn Bro-Alamagn. Diaes eo bet da Verlin dont da vezañ ur gêrbenn en-dro d'an 3 a viz du 1990. Ar votadeg a zo bet er Bundestag evit dilec'hiañ an ensavadurioù eus Bonn da Verlin, an disoc'hoù a oa justik. Dilec'hiadeg ar gouarnamant hag ar C'hañseller a zo bet graet e 1999 hepken. Dre ur referendom e oa bet goulennet ouzh tud Berlin hag ouzh tud al Land Brandebourg adstagañ al Länder kenetrezo evit bezañ galloudusoc'h, met nac'het eo bet gant ar boblañs e 1996. Ar raktres a chom memestra etre daouarn ar gouarnamant.

Taolenn

[kemmañ] An Istor

Krouet e oa Berlin tro ar bloavezh 1200. Hec'h anv en dije un etimologiezh slavek hag a zeufe sur mat eus ar Sorabeg: barlen pe berlén, hag a dalvez "kloued e koad", a veze gwechall lakaet war bord ar Spree gant ar besketaerien. E 1308 e voe brasaet ar gêr gant unvaniezh Berlin ha Köln, Berlin a zo kozh a-walc'h memes ma ne vez ket santet kement-se pa vezer eno. Traouigoù dibaoe an amzer se zo da welet memestra, an Nikolaiviertel, e-kichen an ti-kêr.

En XIVvet Kantved, Berlin a oa kêr vrasañ ar Brandebourg. Dre ar fed kreskiñ tamm-ha-tamm e soñj da Verlin dont da vezañ dizalc'h. Hag evit mont a-enep da briñsed Alamagn, e vez graet un unvaniezh etre Hanse ha Berlin e 1430. Tezennoù Martin Luther en XVIvet kantved, o deus graet berzh e Berlin, evit se e teuio Berlin da vezañ protestant. Met brezel an Tregont vloaz (1618-1648) a laosko Berlin diwad.

[kemmañ] Berlin en XXvet kantved

[kemmañ] Republik Weimar

Degemeret e voe ar Vonreizh nevez e miz Gouere 1919 e kêr Weimar, dre ma oa re a reuz e Berlin. Gant ar Vonreizh nevez-se e c’helle ar merc’hed votiñ, hag e voe roe gwirioù diazez d’ar geodedourien dre vras. Met galloudus-tre e teue ivez ar prezidant da vezañ, ha gouest e oa da ren dre zekredoù ma oa ret. Hitler a brofitfe eus an dra-se un nebeud bloavezhioù goude. Gouarnamant Republik Weimar (1920-1933) a voe ur c’hengevredad kreiz-tu kleiz, Friedrich Eibert (SPD) a voe prezidant. SPD a voe strollad politikel brasañ Alamagn betek 1932. Met bec’h a savas, peogwir ne blije ket ar gouarnamant-se na d’ar gomunisted, na d’an unpennelourien. Reuz a savas ken abred hag e miz Meurzh 1920 : stourmerien an tu dehou ha re ar strolladoù frank, kaset gant Wolfgang Kappa, a aloubas karterioù ar gouarnamant e Berlin. Rankout a reas ar gouarnamant tec’hout betek Dresden, hag un harz-labour hollek a viras ouzh Kapp da gas e butsch da benn.

[kemmañ] Oad aour ar bloavezhioù 1920

Er bloavezhioù 1920 e teuas Berlin da vezañ ar gêr vras a anavezer hiziv an deiz. E 1920 e tivizas ar gouarnamant bodañ ar c’harterioù hag ar c’hêriadennoù tro-war-dro (Charlottenburg, Schöneberg, Spandau) dindan ur melestradur boutin. A-daol-trumm e teuas neuze Berlin da vezañ unan eus kêrioù brasañ ar bed, gant war-dro 3,8 milion a annezidi. Koulskoude ne voe ke ken brav-se ar vuhez : flastret e oa bet ar vro e 1918, distabil e oa ar vuhez politikel, kleñvedoù-red ha naonedigezh a voe, ha war-dro 235 000 den dilabour. A-hed an amzer e voe harzoù-labour, manifestadegoù ha taolioù-dispac’h. Tamm-ha-tamm e stabilaas an ekonomiezh pa voe degemeret ur moneiz nevez, Rentenmark e anv e 1923. E 1924 voe lakaet e pleustr steuñv Dawes, gant ar pal krennañ pouez an dleoù a oa bet rediet Alamagn da asañtiñ goude ar brezel bed kentañ. Er bloavezhioù da heul e teuas Berlin da vezañ ur gêr enni kalz a virvilh a-fed sevenadur gward a-raok : jazz,dada, sonerezh kabaret. E-touez an arzourien a roas brud da vBerlin e c’haller menegiñ an disavourien Bruno Taut, Martin Wagner, Hans Scharoum ha Walter Gropius. A-fed arzoù-kaer e voe Georg Grosz ha Max Beckmann. War dachenn al lennegezh e voe Bertold Brecht ha Kurt Tucholsky. War dachenn an deknologiezh e voe lañs ivez : an abadenn skingomz kentañ a voe skignet e Berlin e 1923, hag an abadenn skinwel kentañ e 1931. E dibenn an dekvloaziad e teuas ar c’hudennoù en-dro, goude krach ar Bours d’ar 24 a viz Here 1929. Dindan un nebeud sizhunvezhioù en em gavas 500 000 berlinad dilabour. Ar manifestadegoù hag hag an taolioù-dispac’h a grogas en-dro. Ar fallaenn ekonomikel a zeuas da heul, hag an demokratelezh a voe gwanaet. Paul von Hindenburg, hag en doa kemeret plas Ebert e 1925 a implijas ar galloudoù en doa a-drugarez d’ar vonreizh hag e voe anvet Heinrich Brüning (strollad : kreiz katolik) da gañseller. Pa voe o paouez en em gavout e krogas an digresk-moneiz, digresket e voe ivez ar goproù hag an espern a voe kaset d’an traoñ. Diaesoc’h-diaesañ e teuas an traoù da vezañ a-fed politikerezh, ha muioc’h-mui a reuz a savas etre ar gomunisted hag izili ur strollad politikel nevez, NSDAP (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei) e anv.

[kemmañ] Hitler e penn an traoù

18% a dapas NSDAP e votadegoù 1930. Heligentañ a voe da vat e 1932 etre Hindenburg ha Hitler, dre me felle dezhañ tapout ar galloud. NSDAP a dapas 37% eus ar mouezhioù e-pad an eil tro (25% e Berlin). Da heul e voe dilennadegoù ar Reichstag, hag e teuas NSDAP da vezañ strollad politikel pouezusañ Alamagn, gant 230 kannad. Klask a reas von Schleicher adlañsañ an armerzh en ur zispign arc’hant foran, ar pezh a spontas perc’henned an douaroù ha pennoù bras an embregerezhioù. O welout ne yae ket en-dro an adreizhadennoù ekonomikel hag o vezañ bountet gant kuzulierien an tu dehoue tivizas von Hindenburg kas von Schleicher kuit. D’an 30 a viz Genver 1933 e voe anvet Hitler da gañseller ar Reich (Reichskanzler). Diouzh an noz e voe lidet an darvoud gant izili NSDAP, ha dibuniñ a rejont gant pennoù-gouloù dindan dor Brandenburg. Hitler a aozas e strollad-ministred, ennañ nazied ha broadelourien eus tu von Papen. Daoust ma ne oa ket ar brasañ niver gantañ, e teuas NSDAP da vezañ strollad politikel kreñvañ Alamagn. Dilennadegoù « dieub » a voe aozet e miz Meurzh 1933. Daoust da dan-gwall ar Reichstag ha da sikour paotred ar Stourmabteilung (SA) ne zeuas ket a-benn NSDAP da gaout ar brasañ niver a vouezhioù. E Berlin e tapas NSDAP 31% eus ar mouezhioù, ar pezh a oa izel keñveriet gant an disoc’hoù e peurrest Alamagn. Koulskoude e teuas a-benn Hitler da gendrec’hiñ von Hindenburg da reiñ muioc’h a c’halloud dezhañ, war zigarez « gwareziñ ar Stad hag ar bobl ». D’ar 24 a viz Meurzh e voe bodet ar parlamant en opera Kroll (distrujet e voe e-pad an eil brezel bed) e Berlin hag e voe roet an holl c’halloudoù da Hitler : dic’halloud en em gavas neuze ar parlamant.

[kemmañ] Berlin dindan beli an nazied

Diouzhtu e voe sañtet an efed e Berlin. Digarget e voe strolladoù politikel an tu kleiz, SPD hag ar strolladoù komunour en o zouez, hag ar sindikadoù ivez. Gawsket e voe ivez ar c’hazetennoù. Izili an SA a harzas, a jahinas hag a lazhas a re ne oant ket a-du gant politikerezh Hitler. Ar c’hampoù-kreizennañ kentañ a voe savet, en o zouez hini kastell-dour Prenzlauer Berg ha hini Sachsenhausen. E-pad « sizhunvezh wadek Köpenick » (miz Even 1933) e voe lazhet 100 den. D’an 10 a viz Mae e tevas studierien levrioù « enep-alaman » war Bebelplatz. An arzourien hag an dud desket a grogas da guitaat ar vro. E miz Ebrel 1933 e voe anvet Joseph Goebbels ministr ar propaganda. Gauleiter (penn pastell-vro Berlin) a oa dija. Kemenn a reas boykott ar stalioù yuzev. E-pad an diskar-amzer e vo serr ouzhpenn an hanter eus an 40 sinagogenn a oa e Berlin, hag ar gelenenrien yuzev a voe lakaet dilabour. E 1935 e tremenas lezennoù Nuremberg a embanne ne c’helle ket ar yuzevien kaout ar vroadelezh alaman, hag a embanne ivez e oa difennet an ereudoù etre yuzevien hag aryaned. Adalek 1934 e krogas an SA da dapout re a bouez, ar pezh a zisplijas da Hitler. Lod brasañ pennoù an SA, Ernst Röhm en o zouez, a voe bac’het ha lazhet e savadurioù an SS (Schutzstaffel) e Lichtenberg. Anavezet eo an darvoud-se dindan an anv Nozvezh ar c’hontilli hir. Pa varvas von Hindenburg e 1934 e teuas Hitler da vezañ prezidant, ouzhpenn bezañ kañseller. Embann a reas e oa Führer (sturier) nemetañ ar vro. Ne seblantas ket pennoù-bras ar broioù bezañ gwall chalet gant ar pezh a c’hoarveze e Alamagn, re zo a seblante laouen zoken e vefe urzh en-dro. Dont a reas a-benn Hitler da stabilaat an armerzh en ur reiñ lañs d’ur programm saverezh, en ur vroadelaat an embregrezhioù hag en ur rediañ an dud da labourat. A-fed proganda e voe ivez C’hoarioù olimpek Berlin un trec’h evit an nazied. Aozet e voent adalek ar 1añ a viz Eost e sportva Charlottenburg. Alamagn a rastellas 42 vedalenn. A-boan echu ar c’hoarioù olimpek e krogas an heskinerezh en-dro. E-kerzh nozvezh an 9 aviz Du 1938 e voe aozet ar Reichspogromnacht (nozvezh ar strink) : miliadoù a stalioù yuzev hag a sinagogennoù e Berlin hag e peurrest ar vro a voe distrujet. Kroget e oa ar yuzevien da guitaat Alamagn adalek 1933. Kreñvaet e voe an divroañ goude an 9 aviz Du, hag ez eas ar yuzevien da repuiñ er Rouantelezh-Unanet ha dreist-holl er Stadoù-Unanet. War-dro 60 000 anezho a chomas e Berlin, tost hini ebet a voe adkavet bev e 1945.

[kemmañ] Berlin e-pad an eil brezel bed

D’ar 1añ a viz Gwengolo 1939 e voe taget Polonia gant Alamagn : kregiñ a reas an eil brezel bed. Ne voe ket gwall entanet poblañs Berlin gant an darvoud, rak soñj he doa eus ar vizer a oa bet e-pad ar brezel bed kentañ. Boued a vankas, an heskinerezh ne chomas ket a-sav avat. E miz Genver 1942 e voe aozet ur guzuliadeg e-kichen lenn Wannsee e Berlin. E-pad ar guzuliadeg-se e voe aozet ar Shoah. Ouzhpenn ar yuzevien a voe divizet tagañ : tziganed, tud heñvelreizh, beleien (jezuited dreist-holl) hag enebourien bolitikel. En holl e varvas 6 milion a dud. Hiziv an deiz e c’haller gwelout Eñvoradur ar Shoah e Berlin. Ne voe den ebet evit herzel ouzh Hitler. Claus Schenk von Staffenberg a glaskas lazhañ Hitler d’an 20 a viz Gouere 1944 : lakaat a reas ur vombezenn er Wolfschanze (unan eus lojeizoù arme Hitler, nepell eus Görlitz, 215 km e reter Berlin). Tarzhañ a reas ar vombezenn e-pad un emvod, met a-boan ma voe gloazet Hitler. An noz da heul e voe fuzulhiet von Staffenberg hag e vignoned e Bendlerblock e Berlin. Kantadoù a dud, zoken ma n’o doa liamm ebet gant an istor-se, a voe lazhet e toull-bac’h Plötzensee. En daou lec’h-se ez eus bremañ eñvoriadurioù.

[kemmañ] Emgann Berlin

Emgann Berlin a grogas d’ar 16 a viz Ebrel 1945. D’an 21 en em gavas ur milion hanter a soudarded soviedel e reter ar gêrbenn. Enkelc’hiet e voe a-benn ar 25. Daou zzevezh goude en em gavas ar sovieded e kreiz-kêr, ha stourm a rejont a-enep d’an nebeud stourmerien a chome : soudarded SS, tud yaouank-tre pe re gozh. D’an 30 a viz Ebrel ec’h en em ganne an dud tro-dro da garter ar gouarnamant. Mont a reas Hitler da repuiñ en e vunker, staliet a-dreñv ar c’hañsellerdi. Gantañ e oa Eva Braun. Euredet e oant bet an deiz a-raok. D’an 30 goude kreisteiz en me zistrujjont. Daou zevezh war-lerc’h e voe tapet Berlin gant soudarded an Arme Ruz. Ganto e voe sezizet ha devet ar Reichstag. Kodianañ a reas Alamagn d’a 7 a viz Mae. An arsav-brezel a voe sinet e Reims hag e lojeizoù an Arme Ruz e Berlin-Karlshorst (deuet da vezañ ur mirdi hiz an deiz).

[kemmañ] Goude an eil brezel bed

Ar boblañs a c’houzañvas dreist-holl. War-dro 125 000 den a varvas. Karterioù zo a voe peurzistrujet, ouzhpenn an hanter eus ar savadurioù ivez, hag un drederenn eus an embregerezhioù. War-dro ur milion a vaouezed hag a vugale o doe ranket mont kuit, neuze ne chome nemet 2,5 milion a annnezidi (div drederenn anezho a oa maouezed) e miz Mae 1945, padal e oant 4,3 milion e 1939. Ar maouezed dreist-holl a gempennas ar gêr. Graet e veze Trümmerfrauen (merc’hed an dismantroù) anezho. Kement a zismantroù a oa ken e voe savet menezioù (Trümmerberge : menezioù dismantroù) ganto, evel an Teufelsberg e koad Grunewald. Tamm-ha-tamm ez eas gwelloc’h an traoù : ar metro a yas en-dro adalek ar 14 a viz Mae 1945, ar gelaouenn gentañ a voe embannet d’ar 15 hag ur sonadeg a voe aozet gant ar Berliner Philarmonie d’ar 26.


[kemmañ] Berlin rannet

Goude kuzuliadeg Yalta (miz C’hwevrer 1945) e voe rannet Alamagn e pevar zakad, ha Berlin e ugent takad melestradurel. Gant ar Saozon e voe Charlottenburg, Tiergarten ha Spandau. Wedding ha Reinickendorf a voe roet d’ar C’hallaoued, ha Zehlendorf, Steglitz, Wilmersdorf, Tempelhof, Kreuzberg ha Neukölln d’an Amerikaned. An takadoù-se a zeufe da vezañ Berlin ar C’hornôg. Eizh takad a voe aloubet gant an Arme Ruz : Mitte, Prenzlauer Berg, Friedrichshain, Treptow ha Köpenick. Ar c’harterioù-se a zeufe da vezañ Berlin ar Reter. An tachadoù tro-dro da vBerlin a voe ivez aloubet ganti, da lavaret eo e oa enklozet Berlin ar C’hornôg. En em vodiñ a reas an drec’herien e kastell Cecilienhof (Potsdam) e miz Gouere hag e miz Eost 1945 a-benn eskemm diwar-benn dazont Alamagn, dizemglev a savas buan etre Saozon, Amerikaned ha Gallaoued diouzh un tu, hag ar Rusianed diouzh an tu all. Evit ar re gentañ e oa pouezus adreiñ lañs buan da armerzh Alamagn, padal e felle d’ar Rusianed pouezañ war an digoll. Buan e krogjont ivez da lakaat gwask war an dud a oa o chom war o zachad : kantadoù a baotred yac’h hag a brizonidi a voe kaset da gampoù-labour en Unvaniezh Soviedel. En tachadoù all e voe aozet dilennadegoù e 1946-1947. Muioc’h a vec’h a savas c’hoazh e miz Even 1948 pa voe adksignet an Deutschmark en tachadoù amerikan, saoz ha gall, hep ma ne vefe bet kelaouet ar Sovieded. Int a grouas neuze an Ostmark, hag a gemeras ivez an arguzenn-se evit aozañ kaeladur Berlin ar C’hornôg. O fal a oa dont a-benn da gontrolliñ berlin en he fezh. Neuze e voe aozet ar pont dre aer gant ar Gevredidi : e-pad 11 miz e voe kaset boued, pourvezadurioù ha glaou ganto. En holl e voe kaset 2,5 milion a donennoù traoù hag e voe aozet 278 000 nijadenn. Ar Sovieded a chomas a-sav gant ar c’haeladur e miz Mae 1949.

[kemmañ] Div stad

Rann Berlin hag Alamagn a voe ofisiel e 1949. Tachad ar c’hornôg a zeuas da vezañ Bundesrepublik Deutschland (BRD), Konrad Adenauer a voe kañseller, ha Bonn a voe lakaet da gêrbenn. Buan e wellaas stad an traoù a-drugarez da steñv Marshall. Diouzh an tu all e teuas an tachad soviedel da vezañ Deutsche Demokratische Republik (DDR), lakaet e voe Berlin ar Reter da gêrbenn ha Willem Pieck a voe lakaet da brezidant. Met e gwirionez e voe renet ar vro gant ar strollad sokialour unvan alaman (SED, Sozialistische Einheitspartei Deutschalnds) renet gant Walter Ulbricht. A-benn stourm ouzh an enebourien e voe aozet ar Surentez Stad (STASI, Staatssicherheit) e 1950, staliet e Lichtenberg. An enebourien a voe bac’het en un toull-bac’h nepell. E-pad ur pennad e voe gouest an dud da bourmen etre Berlin ar C’hornôg ha Berlin ar Reter. Cheñch a reas an traoù adalek 1951, pa rankas tud ar C’hornôg kaout un aotre evit mont da welout o familh a oa eus tu ar Reter.

[kemmañ] Emsavadeg 1953

Reuz a savas er Reter e 1953. Re a bouez a oa bet lakaet war an industriezh, ha re nebeud war ar produiñ madoù. Aet e oa skuizh ivez ar vicherourien pa rankent obe rmuioc’h-mui strivoù. Spi a voe pa varvas Stalin e miz Meurzh, met ne voe kemm politikel ebet e DDR. Er c’hontrol e c’houlennas SED ma’z afe war gresk ar produiñ en industriezhioù. Galvoù a voe d’ober harz-labour ha da adreizhañ ar politikerezh. D’ar 17 a viz Even 1953 e savas reuz goude ar manifestadegoù aozet gant micherourien Karl-Marx Allee (Berlin). Dont a rejont a-benn da vodañ 10% eus micherourien DDR. Ne zeuas ket a-benn ar gouarnamant da lakaat paouez ar reuz, neuze e voe galvet an Arme Ruz : ur bern manifesterien a voe lazhet, 4000 den a voe harzet, ul lodenn vat anezho o vezañ kaset d’an toull-bac’h da viken.

[kemmañ] Ar Voger

An diouer a frankiz a lakaas muioc’h-mui a dud da dec’hout kuit evit mont war-zu ar C’hornôg. E 1953 ez eas kuit 330 000 den, en o zouez kalz tud yaouank ha desket, ar pezh a lakaas armerzh DDR da vezañ gwanaet. Kement a dud a felle dehzo mont kuit ken e voe toullet fozoù ha staliet orjal dreinek etre div lodenn Berlin e-pad nozvezh an 13 a viz Eost 1961. Kemend-se a voe graet gant asant broioù Feur-Emglev Varsovia. Tri devezh war-lerc’h e krogas labourioù sevel ar Voger. Manifestadegoù bras a voe aozet e Berlin ar C’hornôg, met re ziwezhat e oa. Stegnoc’h e voe an traoù c’hoazh d’ar 25 a viz Here 1961, pa nac’has re ar Reter leuskel ofiserien amerikan da dremen : tankoù amerikan ha rusian en em gavas neuze tal ouzh tal e Checkpoint Charlie. Da c’houde e klaskas kalz tud tec’hout kuit eus DDR, kemend-se a c’haller gwelout er mirdi bet savet e Checkpoint Charlie (Haus am Checkpoint Charlie). Etre 1961 ha diskar ar Voger d’an 9 a viz Du 1989 e varvas 200 den en ur glask tremen anezhi. E 1963 e teuas ar prezidant amerikan John F. Kennedy da vBerlin, hag e tistagas e frazenn hollvrudet : « Ich bin ein Berliner » (Ur berlinad a zo ac’hanon).


[kemmañ] An dostidigezh

E 1971 e voe anvet Erich Honecker (1912-1994) da sekretour meur SED, e plas Walter Ulbricht. Neuze e soñjas d’an dud e vefe aesoc’h klask tostaat DDR ouzh BDR. E miz Gwengolo 1971 e vo sinet un emglev e lez-varn Schöneberg. Pal an emglev a oa lakaat an daou c’houarnamant da genlabourat a-benn aesaat an treuziñ etre Berlin ar C’hornôg ha peurrest BDR, hag ivez aesaat an traoù evit ar re a feel dezho tremen eus Berlin ar C’hornôg da vBerlin ar Reter pe da DDR. E 1972 e voe sinet un emglev tremen a roe aotre da dud DDR mont d’ar C’hornôg ma oa un degouezh familh a-bouez. Rankout a rae tud ar C’hornôg asantiñ ivez ur feur eskemm 1 Deutschmark evit 1 Ostmark, padal e oa kalz gwanoc’h moneiz ar Reter. Un emglev Unvaniezh all a voe sinet e miz Kerzu 1972 : an div Stad a anavezas eben, he dishualded hag he riegezh hag an harzoù a voe degemeret evel ma oant.


[kemmañ] Stourmoù ar studierien ha sponterezh

E 1966 e voe savet un emglev bras etre daou strollad politikel brasañ BRD : CDU (tu dehou) ha SPD (tu kleiz). Ne chome mui enebiezh bet er parlamant, neuze e savas enebiezh e skol-veur frank Berlin. E-touez pennaennoù ar studierien e oa brezel ar Viet-Nam hag ar programmoù skol-veur, blaz a c’hof ganto hervez ar studierien. Alies e voe moustret o manifesadegoù gant ar gouarnamant rak displijet e o ganto. D’an 2 a viz Even 1967 e voe lazhet ur studier anvet Benno Ohnesorg gant ar polis, nepell eus an Deutsche Oper (Charlottenburg), da-geñver ur vanifesadeg a-enep donedigezh shah Iran e Alamagn. Ar wech kentañ e oa da Ohnesorg kemer perzh en ur vanifesadeg, e varv a roas neuze kalz nerzh da emsavadeg ar studierien. D’an 11 a viz Ebrel 1968 e voe tennet war Rudi Dutschke (unan eus ar re a oa e penn emsavadeg ar studierien) pa’z ae kuit eus burev e gevredigezh studierien e Kurfürstendamm. Tennet e voe gant ur micherour yaouank. Ne varvas ket Dutschke, met ar studierien a lakaas bec’h war embannadurioù Axel Springer, dre ma oa bet embannet gantañ kazetennoù a embanne : « Harzit Dutschke bremañ ! » Emsavadeg ar studierien a chomas a-sav e 1970, met merket e voe ar gevredigezh : tostoc’h ouzh ar politikerezh e oa ar re yaouank, kemmet e voe mont en-dro ar skolioù-meur, muioc’h a wirioù a voe evit ar merc’hed. Ur strollad tud a felle dezho kenderc’hel da stourm a grouas ar Rote Armee Fraktion (RAF) e Berlin. E penn ar strollad e oa Andreas Baader, Ulrike Meinhof ha Gudrun Ensslin. E-kerzh ar bloavezhioù 1970 e tapjont ha lazhjont tud a oa e penn embregerezhioù ha politikourien. Baader ha Meinhof en em zistrujas pa oant en toull-bac’h. Ar re all a guzhas e DDR betek ma kouezhfe ar Voger e 1989.

[kemmañ] Diskar ar Voger

Ar C’hemm (die Wende) hirc’hortozet a c’hoarvezas e miz Mae 1989. Gouarnamant Hungaria a embannas e lasokfe tud DDR da vont d’ar C’hornôg en ur dremen dre Hungaria. Kemend-se ne blijas ket da SED, hag a zivizas strishaat ar reolennoù beajiñ. Met annezidi DDR a glaskas tec’hout en ur dremen dre gannaddioù BRD e Berlin ar Reter, Praha, Varsovia ha Budapest. D’an 10 a viz Gwengolo ec’h embannas Gyula Horn, ministr aferioù diavaez Hungaria, e tigore an harzoù etre e vro hag Aostria. Kemend-se adalveze e c’halle tud DDR tizhout BDR. E diabarzh DDR e voe savet ur strollad anvet Neues Forum (forom nevez), gant skoazell an Iliz. Pal ar strollad a oa stourm evit gwirioù mab-den ha lakaat SED da cheñch politikerezh. Egon Krenz a gemeras plas Erich Honecker. D’ar 4 a viz Du voe bodet 500 000 den war Alexanderplatz, goulenn a raent ma vefe adreizhet ar politikerezh. D’ar mare-se e oa war-dro 10 000 den o kuitaat DDR bemdez. Rankout a reas Politbüro DDR asañtiñ leuskel an dud da vont da vBDR. Embannet e vo an dra-se gant Günter Schabowski d’an 9 a viz Du, e-kerzh un abadenn skinwel. Pa voe goulennet outañ pevare e teufe da wir an diviz, e valbouzas hag e lavaras : « Diouzhtu.» Kerkent e profitas tud ar Reter hag e krogjont da dreuziñ ah harz etre div lodenn ar gêr. Ne oa bet roet urzh ebet d’ar warded, setu ma laoskjont anezho d’hen ober.


[kemmañ] Adunvanidigezh

Dilennadegoù dieub kentañ DDR abaoe 1949 a c’hoarvezas e miz Meurzh 1990, trec’h e voe ar c’hengevredad savet tro-dro CDU, ha kaset gant Lothar de Maizière. A-boan ma oa bet adunvanet e teuas Berlin da vezañ ur gêr-stad. An emglev unvanidigzh a voe sinet e palez ar prinz hêr (straed Unter den Linden) e miz Eost 1990. E miz Gwengolo en em vodas kannaded ar Stadoù-Unanet, re Vro-C’hall, re Vro-Saoz ha re eus Rusia : sinañ a rejont an emglev 2+4, a dalveze e oa echu gant aloubadeg Alamagn. E 1991 e votas (338 mouezh a-du, 320 a-enep) kannaded parlamant Alamagn (Bundestag) evit ma vefe kaset ar gouarnamant da vBerlin en-dro. D’an 8 a viz Gwengolo 1994 e vo aozet lidoù pa’z ae kuit ar soudarded gornôg diwezhañ bet chomet e Berlin.


[kemmañ] Republik Berlin

Parlamant Alamagn a guitaas Bonn e 1999, ha d’an 19 a viz Ebrel en em stalias er Reichstag nevesaet. Tamm-ha-tamm e voe aozet ar vuhez politikel hag armerzhel er c’harter (Regierungsviertel : karter ar gouarnamant) tro-dro d’ar parlamant. Kalz cheñchamantoù a zo bet abaoe m’eo bet adunvanet Berlin. Lod brasañ ar c’harterioù a zo bet nevesaet, ha Mitte a zo deuet da vezañ kreiz ar gêr en-dro.

[kemmañ] Mirdioù Berlin


[kemmañ] Ar C'harterioù

D'An 10 a viz Even 1998, e voe tremenet ul lezenn da nevesaat an traoù (Bezirke en alamaneg). D'Ar 1 a viz Genver 2001, an niver a garterioù a dremen eus 23 da 12 :

Anvioù ar
c'harterioù nevez
Anvioù ar
c'harterioù kozh
Gorread
e km²
Poblañs
I Mitte Mitte, Tiergarten, Wedding 39,74 320,420
II Friedrichshain-Kreuzberg Friedrichshain, Kreuzberg 20,16 256,419
III Pankow Prenzlauer Berg, Weißensee, Pankow 103,07 348,412
IV Charlottenburg-Wilmersdorf Charlottenburg, Wilmersdorf 64,72 315,054
V Spandau Spandau (inchangé) 91,91 225,856
VI Steglitz-Zehlendorf Steglitz, Zehlendorf 102,50 288,285
VII Tempelhof-Schöneberg Tempelhof, Schöneberg 53,09 335,171
VIII Neukölln Neukölln (inchangé) 44,93 306,214
IX Treptow-Köpenick Treptow, Köpenick 168,43 233,923
X Marzahn-Hellersdorf Marzahn, Hellersdorf 61,74 252,602
XI Lichtenberg Lichtenberg, Hohenschönhausen 52,29 258,455
XII Reinickendorf Reinickendorf (inchangé) 89,45 246,118

[kemmañ] Tud vrudet a Verlin

[kemmañ] Tud vrudet bet ganet e Berlin

[kemmañ] Tud vrudet bet marvet e Berlin


[kemmañ] Gevellerezh

E-pad ar brezel yen e oa kevelerezhioù Berlin ar c'hornog gant kerioù-penn broioù ar c'hornog ha kevelerezhioù Berlin ar reter gant kerioù-penn broioù Feur-emglev Varsovia dreist-holl.

Berlin he deus hiriv kevelerezhioù gant 18 kêr[1].

[kemmañ] Daveoù

  1. Darempredoù kêrioù etrevroadel Berlin. Der Regierende Bürgermeister von Berlin, Referat IV B. Kavet e 11/09/ 2007.
E yezhoù all