Nozvezh an Hirgontilli

Eus Wikipedia
Nozvezh an Hirgontilli
purge
Anvet diwarErnst Röhm Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Deiziad kregiñ30 Mez 1934 Kemmañ
Deiziad echuiñ2 Gou 1934 Kemmañ
OrganizerAdolf Hitler, Hermann Göring, Heinrich Himmler, Reinhard Heydrich Kemmañ
PerzhiadSchutzstaffel, Gestapo, Fallschirm-Panzer Division 1 Hermann Göring Kemmañ
Roll elfennoùVictims of the Night of the Long Knives Kemmañ
Dezverket dreextrajudicial punishment Kemmañ
BukennErnst Röhm, Gregor Strasser Kemmañ

Nozvezh an Hirgontilli (Nacht der langen Messer en alamaneg) a voe un taol skarzh a c'hoarvezas en Alamagn entre an 30 a viz Mezheven hag an 2 a viz Gouhere 1934, pa voe kaset ul lazhadeg politikel gant ar strollad nazi e-touez an izili anezhañ.

E-touez an dud lazhet e oa Gregor Strasser, kontet da vezañ e-touez re an tu-kleiz, hag ivez mirourien enepnazi evel Kurt von Schleicher ha Gustav Ritter von Kahr. Be' e oa ivez kalz izili eus ar Sturmabteilung (SA).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn-kentañ 1934 e tivizas Adolf Hitler en em zizober diouzh an SA hag unaniñ an NSDAP war-un-dro.
E-pad nozvezh an 29 d'an 30 a viz Even 1934 e krogas tud SS, harpet gant an arme, da lakaat herzel war o enebourien hag izili an SA en Alamagn. Himmler ha Reinhard Heydrich (hemañ e penn servij surentez an SS) a savas neuze un teuliad, ennañ prouennoù faos ijinet ganto, evit diskouez en dije resevet Röhm, ur sammad a 12 milion a varkoù a-berzh Bro-C’hall evit diskar Hitler.

“Dizoloet” e voe an teuliad d’ar 24 a viz Even gant pennoù bras an SS, hag abalamour d'an teuliad-se, e voe tamallet ouzh Röhm bezañ un treitour a-enep d’ar gouarnamant. D’an 30 a viz Even da 6 eur 30 mintin ec’h en em gavas Hitler en ostaleri Hanselbauer e Bad Wiessee, ma oa boas an SA d’en em vodañ e-pad o frantadoù vakañsoù. Pignat a reas Adolf betek kambr Röhm hag e lavaras dezhañ, e oa un treitour anezhañ, hag e oa harzet diouzhtu[1]. Mont a reas Hitler da welout barzh ur gambr all[2]: enni e kavas Edmund Heines, penn bras SA Breslau, hag anat e oa en doa hemañ tremenet an nozvezh gant un SA oadet a 18 vloaz[3]. E-pad ur pennadig e voe bac’het Röhm e toull-bac’h Stadelheim e München, peogwir ne ouie ket Hitler petra vefe graet gant hemañ, abalamour da Röhm da vezañ bet un harper feal ha sikouret da gas ar strollad nazi war-raok, e oa dibosupl neuze mirout Röhm en toull-bac’h e-pad ken pell all, na kas anezhañ d’an estrenvro, nag aozañ ur prosez dezhañ, rak kredabl bras e vije bet dizoloet ar wirionez. Dindan levezon Göring, Himmler ha Heydrich, e tivizas Hitler lakaat Röhm da lazhañ. D’an 2 a viz Gouere ez eas Theodor Eicke (penn kamp-kreizennañ Dachau) ha Michel Lippert da weladennilazhañ Röhm en toull-bac’h. Kement-se a rejont diwar urzh Hitler. Ur bistolenn karget a rojont dezhañ, ha niverenn diwezhañ ar gelaouenn Völkischer Beobachter, en ur zisplegañ dezhañ en doa dek munutenn evit en em lazhañ. Nac'h a reas Röhm hag e lavaras: «Ma rankan bezañ lazhet, laoskit Adolf d'en ober e-unan»[4]. Tremenet an dek munutenn ez ejont da welout anezhañ en-dro. Gerioù diwezhañ Röhm a voe « Va Führer, Va Führer », hag e respontas Eicke « Dav e oa prederiañ en traoù-se abretoc’h, bremañ ez eo un tammig re ziwezhat »[5]. Gant Lippert e voe lazhet. Ez-ofisiel e voe lazhet Röhm abalamour dezhalazhañ da vout heñvelreizh, hogen biskoazh ne teurvezas Hitler asantiñ e oa heñvel emzalc’h pennoù bras NSDAP pe hini izili ar Yaouankizoù hitlerian[6]. Evit pennoù bras an NSDAP gant marvidigezh Röhm e tiskoueze e oa Hitler ouzhpenn ur c’hañseller, ur Führer e oa da vat. An Alamaned a gredas muioc’h en NSDAP, al lod brasañ anezho a soñjas en doa Hitler adlakaet urzh er vro[7].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Ian Kershaw, Hitler : 1889–1936 Hubris, New York : W. W. Norton & Company, 1999, p. 517, p. 727
  2. Heinz Höhne, L'ordre noir, Histoire de la SS, Casterman, Tournai, 1972, pp 78-79
  3. Joseph Goebbels a implijas an dra-se goude-se a-benn diskouez e oa dleet stourm a-enep da emzalc’h divalav izili an SA gw. (en) I. Kershaw, op. cit., p. 514
  4. (en)William L. Shirer, The Rise and Fall of the Third Reich, New York : Simon and Schuster, 1960, p. 221
  5. Heinz Höne,L'ordre noir, Histoire de la SS, Casterman, Tournai, 1972, p. 84
  6. Harry Oosterhuis, Medecine, Male Bonding and Homosexuality in Nazi Germany, Journal of Contemporary History, Vol. 32, N°2 (miz Ebrel 1997), p.187-205
  7. (en) Ian Kershaw, The « Hitler Myth » : Image and Reality in the Third Reich, Oxford University Press, 2001, p. 87