Ernst Röhm

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ernst Röhm

Ernst Röhm (28 a viz Du 1887 e München - lazhet d'an 2 a viz Gouere 1934 e toull-bac'h Stadelheim (München)), a oa un ofiser alaman, ha krouer Sturmabteilung (SA).

Röhm ha Hitler[kemmañ]

Ernst Röhm a voe ofiser en arme e-pad ar Brezel-bed kentañ. Biskoazh ne asantas he dije kollet e vro ar brezel. E 1919 e voe degemeret e-touez pennoù-bras Reichswehr e Bavaria. Eno e kejas gant Adolf Hitler. Hemañ a laboure evit servijoù kuzh an arme, hag e garg a oa evezhiañ DAP (Deutsche Arbeiterpartei, Strollad Labourerien Alamagn), ur strollad politikel a oa o paouez bezañ bet savet gant Anton Drexler. An daou anezho a yeas er strollad-se a-benn ar fin.

SA[kemmañ]

E 1921 e voe skarzhet Anton Drexler gant Adolf Hitler, hag hemañ en em gavas e penn ar strollad. Gant Hitler e voe aozet ar strollad en-dro gant ar pal kaout muioc'h a izili. Adprenañ a reas ivez ur gelaouenn sizhuniek anvet Völkischer Beobachter. Asambles gant Röhm e savjont SA (ar rochedoù gell), gant ar pal kaout ur servij-urzh evit o strollad.

E miz Du 1923 e klaskas Hitler diskar gouarnamant Bavaria. Gouzout a rae a-walc’h e oa aet skuizh an Alamaned gant aloubidigezh ar Ruhr gant arme Bro-C'hall ha hini Belgia. Anvet eo an taol-se “putsch an davarn”, met ne zeuas ket a-benn Hitler, neuze e voe kaset d’an toull-bac’h e-pad 13 miz. Röhm az eas da repuiñ da Volivia.

Galvet e voe en-dro gant Hitler goude berzh ar strollad nazi e dilennadegoù miz Gwengolo 1930, hag adkemer a reas SA e karg. A-benn 1932 e oa war-dro 400 000 den e SA, met gwelet fall e oant gant an dud abalamour d’o doareoù feuls, ar pezh a lakaas disoc’hoù NSDAP en dilennadegoù da ziskenn.

Fellout a rae da Ernst Röhm kas pelloc’h an dispac’h en ur lakaat e grabanoù war Reichswehr, hag en ur lakaat SA da vezañ aozadur armet tu kleiz NSDAP. Kement-se a zisplijas da Hermann Göring (prezidant ar Reichstag) ha da Heinrich Himmler (penn SS), neuze e kendrec’hjont Hitler e oa Röhm o kavailhañ a-enep dezhañ. Adalek 1932 e oa savet reuz etre Röhnm ha Hitler, pa oa tostaet hemañ eus pennoù bed an ekonomiezh hag eus ar strolladoù kilstourmer, gant ar pal tapout prezidantelezh ar vro.

Pennad kar[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]