Adolf Hitler

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Adolf Hitler

Adolf Hitler (ganet d'an 20 a viz Ebrel 1889 e Braunau am Inn, Aostria ha marvet dre emlazh d'an 30 a viz Ebrel 1945 e Berlin) a oa ul livour kartennoù-post dianavezet deuet da vezañ ur politikour aostrian-alaman, penn an NSDAP (alamaneg: Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei, strollad nazi), kañseller (adalek miz Genver 1933) ha prezidant (adalek 1934) Alamagn ha "Führer" (d.l.e. sturier) an Trede Reich nazi.

Hervez ar pezh a lenner en e levr Mein Kampf (skrivet gantañ asambles gant Rudolf Hess en toull-bac'h e 1924) e oa anat dezhañ e oa tonket da vezañ (Vorsehung) sturier ar bobl alaman, ha se zo kaoz e stagas d'ober war-dro politikerezh goude fin ar brezel bed kentañ, e dibenn ar bloavezh 1918. Dre ma oa helavar ha ma ouie ober brud e tastumas kalz a dud en-dro dezhañ buan a-walc'h.

E 1919 e lakaas e anv en DAP, a zeuas da vezañ an Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei ur pennadig war-lerc'h.

Diwar e urzh eo e voe kroget an Eil Brezel Bed dre dagañ Polonia d'ar 1añ a viz Gwengolo 1939 ha drouklazhet 11 milion bennak a dud (en o zouez 6 milion a yuzevien) e kampoù-diouennañ savet gant an SSed war dachenn Polonia dreist-holl ha gant an Einsatzgruppen gwallvrudet. Kiriek eo ivez da varv 30 milion bennak a dud all lazhet e-kerzh ar brezel kroget gantañ.

E vuhez[kemmañ]

Gwezenn familh Adolf Hitler

Adolf Hitler a zo bet ganet d’an 20 a viz Even 1889 en ostaleri Gasthof zum Pommer, Vorstadt Nr. 219, e Braunau am Inn, ur gêr vihan eus Aostria-Uhel e-kichen harz Alamagn-Aostria. Pevare eo eus ur familh 6 bugel Alois Hitler an tad ha Klara Pölzl ar vamm. An darn vrasañ eus ar vugale a varv d’un oad izel; e c’hoar vras Paula († 1960) a zo an hini nemeti a chomo bev. Alois Hitler, tad Adolf, a oa maltouter. Ganet ar 7 a viz Even 1837, Alois a gemer da gentañ anv familh e vamm, Maria Anna Schicklgruber met d’ar 6 a viz Even 1876 e kemer anv e dad “Hitler”. Desavet eo Adolf en un doare strizh gant e dad, kozh a-walc’h, war e leve e 1895. An 3 a viz Genver 1903 e varv e dad, heuliet an 21 a viz Kerzu 1907 gant e vamm hag a varv diwar krign-bev ar bronn. Lisead na fall na mat da vare e skoliata e lise Realschule Linz, nac’hañ a ra Hitler heuliañ hent e dad. Deuet da vezañ emzivad, bevañ a ra gant ur yalc’had vihan. C’hwitañ a ra div wech e arnodenn evit mont da akademiezh arzoù-kaer Vienna e 1907 hag an 8 a viz Here 1908. Plijout a ra dezhañ sonerezh Richard Wagner ha plijout a ra dezhañ lenn ivez. Ober a ra leun a dammoù labourioù disheñvel, en ur vevañ er baourentez e-pad 5 bloaz. Diwezhatoc’h e skrivo e barzh Mein Kampf : « E-pad 5 bloavezh ‘m eus ranket, e-giz darbarer er penn-kentañ, ha livour bihan goude-se, gounit va boued ha ma gopr a oa re zister evidon da zebriñ." E-kerzh e vloavezhioù tremenet e Vienna eo e krogo Hitler da vezañ gouennelour, memes ma 'z eo dibosupl gouzout da beseurt mare resis eo ez eo kroget da grediñ en ideologiezh-se.




En e raok:
Paul von Hindenburg
(Prezidant Alamagn)
"Führer"
Eost 1934 – Ebrel 1945
War e lerc'h:
Karl Dönitz


En e raok:
Kurt von Schleicher
Kañseller Alamagn
Ardamezioù Trede Reich
Genver 1933 – Ebrel 1945
War e lerc'h:
Joseph Goebbels

Lennadurezh[kemmañ]

  • (en) Hitler's First War, gant Thomas Weber. Hervez an oberour ne voe ket Hitler kaporal gwech ebet ha ne gemeras ket perzh en emgannoù. Ne rae nemet kas lizhiri etre ar jeneraled, dek kilometr a-drek al linennoù.

Gwelet ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.