Führerbunker

Eus Wikipedia
Führerbunker
underground infrastructure system, air-raid shelter, Bunker
Deiziad krouiñ1944 Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
E tiriadBerlin Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°30′45″N 13°22′53″E Kemmañ
Perc'hennet gantTrede Reich Kemmañ
TisavourAlbert Speer, Hochtief Kemmañ
Deiziad divodadur5 Kzu 1947 Kemmañ
State of conservationdemolished or destroyed Kemmañ
Map
Steuñv ar Führerbunker :
1. moger (2,2 vetrad tevder)
2. sal ar wenterez (?)
3. pakva
4. digor war-du al liorzh, dre bignat an diri
5. kambr Goebbels
6. klañvdi
7. gwele
8. armel-houarn
9. kador
10. taol
11. armel
12. burev Goebbels ha kambr ar mezeg
13. sal emvodoù
14. sal emvodoù/sal ar steuñvioù hag ar c'hartennoù
15. standard pellgomz, burev Bormann ha sal ar warded (?)
16. tredanerez/gwenterez
17. burev Hitler
18. sal-dour/dressing-room
19. kambr Eva Braun
20. sal an enaouenerien tredan
21. privezioù
22. trepas/saloñs
23. dorioù doubl kreñvaet
24. trepas/saloñs
25. diri d'ar Vorbunker
26. burev
27. gourvezvank
28. kadorioù
29. kambr Hitler
30. saloñs Hitler
Skeudenn 3 ment ar C'hañsellerdi
Skeudenn 3 ment ar Führerbunker

Führerbunker (gwarez ar Führer) eo an anv a vez graet eus un hollad salioù dindan-douar e Berlin, m'en em lazhas Adolf Hitler e-pad an Eil Brezel-bed. An 13vet ha diwezhañ Führerhauptquartiere e voe[1].
Daou vunker a oa e gwirionez, liammet an eil ouzh egile : ar Vorbunker e oa ar c'hoshañ anezho, hag ar Führerbunker an nevesañ. Ar Führerbunker a oa war-dro 8,2 metrad dindan liorzh an Neue Reichskanzlei, 77 Wilhelmstraße, hiziv an deiz war-dro 120 metrad eus ar C'hañsellerdi nevez (bet 6 Voßstraße). Ar Vorbunker a oa dindan trepas bras ar C'hañsellerdi kozh, hag a oa liammet ouzh ar C'hañsellerdi nevez. Izeloc'h e oa ar Führerbunker evit ar Vorbunker, ha lec'hiet muioc'h er c'hornôg (pe kornôg/mervent) ivez. Staget e oant an eil ouzh egile gant diri a gorn skouer, ha n'eo ket diri troellennek, evel a zo bet lavaret.

Gwarezet e oa ar bunker dindan ur gwiskad betoñs pevar metrad tevder dezhañ. Ennañ e oa war-dro 30 sal etre an daou live. Digoroù a oa da vont war-du ar savadurioù pennañ, hag ivez un digor da dec'hout war-du al liorzh. E 1936 hag e 1943 e voe savet an daou vunker. Al lodenn savet e 1943 a voe graet gant an embregerezh Hochtief, hag ul lodenn eus ur chanter dindan zouar bet kroget e 1940 e Berlin e oant. Hitler a oa er salioù eus al lodenn nevesañ, hag a oa izeloc'h evit an hini goshañ. E miz C'hwevrer e oa er salioù-se kalz pezhioù arrebeuri kaer bet tapet er C'hañsellerdi hag ivez oberennoù arzel.

1945[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 16 a viz Genver 1945 en em stalias Hitler er Führerbunker. E ofiserien hag e genlabourerien dostañ a zeuas ivez : Martin Bormann, Eva Braun, Joseph ha Magda Goebbels hag o bugale, hag a voe lojet er Vorbunker. Ouzhpenn e oa ivez skoazellerien, etre 24 ha 36 den implijet d'ober war-dro ar vezegiezh pe ar melestradur. Da lavaret eo sekretourezed Hitler (Traudl Junge en o zouez), ar glañvdiourez Erna Flegel, Rochus Misch hag he doa karg d'ober war-dro ar pellgomz, an eil-a-gamp Otto Günsche hag ar mevel-ofiser Heinz Linge. Eno e oa ivez Blondi, ki Hitler. Hitler a veze boas da bourmen anezhañ e liorzh ar C'hañsellerdi ken na grogas ar bombezadegoù rusian e miz Meurzh 1945.

Er bunker e oa peadra da dreuzvevañ. War a lenner e voe ul lec'h gwarezet mat pa veze bombezet Berlin e miz Ebrel. Lavaret e vez ec'h eve Hitler meur a vanne te (etre 10 ha 16) bemdez, padal ne oa mui tamm te ebet e Berlin. Meur a zen bet er bunker a lavaras ivez e klevent trouz ar wenterez dizehan.

Miz Ebrel 1945[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 16 a viz Ebrel e krogas soudarded an Arme Ruz da dagañ re ar Reich e-kichen ar stêrioù Oder ha Neisse, ha tri devezh goude nemetken e voe gronnet Berlin gant an Arme Ruz[2].

D'an 20 a viz Ebrel (devezh deiz-ha-bloaz Hitler) ez eas ar Führer er-maez evit ar wech diwezhañ, da reiñ Kroazioù Houarn d'un nebeud bugale a oa e-barzh Hitlerjugend. En deiz war-lerc'h e roas urzhioù diboell, ar pezh a ziskoueze ne gomprene ket mui ar pezh a c'hoarveze war an dachenn. Kemenn a reas ma enepstourmje soudarded ar Reich en daou lec'h ma oa ar Rusianed. En norzh e voe kaset an argadenn gant ar jeneral SS Felix Steiner hag e unvezh soudarded. Klask a reas Steiner displegañ n'en doa nemet daou vatailhon eus ar 4re rann polis, ha n'o doa ket e soudarded armoù brezel. Den ne gredas lavarout an traoù-se da Hitler. Er su e tremenas fall an traoù ivez : an 9vet Arme Alaman a voe bountet betek Halbe[3],[4].

D'an 22 a viz Ebrel e fuloras Hitler e-pad an emvod strategiezh (unan a veze bep abardaez) pa gomprenas ne oa ket bet lakaet e pleustr an urzhioù en doa roet en deiz a-raok. Embann a reas e oa kollet ar brezel, klemm a reas war-lerc'h an ofiserien, hag e lavaras e chomfe e Berlin betek ar fin hag en em lazhfe eno. Ar jeneral Alfred Jodl a glaskas lakaat anezhañ da sioulaat, hag e tisplegas e c'hellje an 12vet Arme Alaman (kaset gant ar jeneral Walther Wenck), hag a oa o vrezeliñ a-enep an Amerikaned, dont betek Berlin. E-kichen ar stêr Elbe e oa an enebourien, ha ne soñje ket d'ar pennoù-bras nazi e klaskfent mont pelloc'h war-du ar reter. Kerkent e kemeras Hitler e ziviz : dindan un nebeud eurvezhioù e voe kemennet da Wenck dont da zifenn ar gêr-benn. Neuze ma'z afe an 9vet Arme war-du ar c'hornôg e c'hellfe mont da gaout an 12vet hini. Diouzh an noz e voe kemennet da Theodor Busse, hag a oa e penn an 9vet Arme, mont war-du arme Wenck[5].

Daoust da urzhioù ar Führer e teuas a -benn an Arme Ruz da gronnañ Berlin d'ar 25 a viz Ebrel. Soudarded ampartañ an Arme Ruz a oa kroget zoken da dagañ difenn an S-Bahn. E fin an devezh e oa anat ne zeufe ket a-benn an Alamaned da virout ouzh ar Rusianed a dapout Berlin[6].

Steuñv ar Vorbunker

Hitler a c'houlennas ma teufe ar marichal Robert Ritter von Greim eus München evit lakaat anezhañ e penn Luftwaffe (da gemer plas Hermann Göring). D'ar 26 a viz Ebrel e voe gloazet da vat Ritter gant tennoù enepkirri-nij rusian, pa oa e karr-nij Fieseler Storch al levierez Hanna Reitsch. Reitsch a zeuas a-benn da zouarañ en Tiergarten, e-kichen Brandenburger Tor[7],[8],[9].

Er memes devezh e voe lakaet Helmut Weidling, hag a oa jeneral kanolierezh, da gomandant Rannvro difenn Berlin[10]. Pevar devezh a-raok en doa goulennet Hitler ma vefe lazhet Weidling, abalamour d'un treuzkompren a oa bet p'en doa kemennet Wielding m'en em dennfe e vagad pa oa e penn LVI Panzer Corps.

D'an 28 a viz Ebrel e ouezas Hitler e oa aet Heinrich Himmler e darempred gant ar c'hont Folke Bernadotte e Lübeck hag en doa goulennet gantañ ober ur c'hinnig a beoc'h d'ar jeneral amerikan Dwight D. Eisenhower. Fuloret-ruz e voe Hitler, hag e c'houlennas gant ar marichal von Greim ha gant Reitsch mont betek penngarter Karl Dönitz e Ploen. Goulenn a reas ivez gant von Greim herzel Himmler.[10]

Pellgomzadenn ziwezhañ ar jeneral Hans Krebs eus ar Führerbunker a voe evit gervel ar marichal Wilhelm Keitel (penn OKW), hag a oa e Fürstenberg. Krebs a lavaras da Geitel e vefe kollet da vat ma ne zeufe tamm skoazell ebet dindan daou zevezh. Keitel a brometas e pouezfe war ar jeneraled Wenck ha Busse. Er memes koulz e kase Bormann ur pellskrid d'an amiral Karl Dönitz : Kañsellerdi, ur bern dismantroù[10] Kenderc'hel a rae o lavarout ec'h embanne ar c'hazetennoù estren e oa treitourien nevez hag e ranke Schörner, Wenck hag ar re all diskouez gwitibunan o fealded ha dont da skoazellañ ar Führer.[11] Bormann a oa e penn ar Parteikanzlei hag ivez sekretour personel Hitler.

Diouzh an noz e tibradas ur c'harr-nij Arado Ar 96, ennañ von Greim ha Reitsch. Von Greim a ranke kemenn da Luftwaffe tagañ an Arme Ruz a oa degouezhet e Potsdamer Platz (tost-tre ouzh ar Führerbunker), hag e ranke ivez bezañ sur e vefe kastizet Himmler[12]. Soudardd an 3 Arme soviedel hag a oa o vont war-raok en Tiergarten a soñjas e oa Hitler o tec'hout kuit er c'harr-nij. Tennañ a rejont warnañ, met dibradañ a reas memestra[13],[14].

E-pad nozvezh an 28 a viz Ebrel e kemennas Wenck da Keitel he doa ranket e 12vet Arme kilañ war an talbenn a-bezh. An XX Corps a zeuas a-benn memestra da dizhout gwarenizon Potsdam e-pad ur pennadig. Hervez Wenck ne zeufe tamm skoazell ebet betek Berlin, pe e vefe eus an 12vet, pe an 9vet arme, pe forzh pe arme all.[15]. Keitel a aotreas anezhañ da chom hep dont betek Berlin[11].

D'an 29 a viz Ebrel, da 4 eur vintin, e voe bodet ar jeneral Burgdorf, Goebbels, Von Below ha Bormann hag ec'h arvestjont ouzh Hitler o skrivañ e destamant diwezhañ hag e sinjont anezhañ evel testoù. Hitler a zezrevellas an destenn da Drauld Junge ur pennadig goude bezañ bet euredet da Eva Braun[16],[17].

Diwezhat diouzh an noz d'an 29 a viz Ebrel ez eas Krebs e darempred gant ar jeneral Alfred Jodl dre skingomz : Goulenn renta-kont diouzhtu. Da gentañ lec'hiadur rakward Wenck. Da eil, mare raktreset evit tagañ. Da drede, stad an 9vet Arme. Da bevare, lec'h resis argadenn an 9vet hini. Pemp, lec'hiadur rakward ar jeneral Rudolf Holste.[15]. Abred diouzh ar mintin en deiz war-lerc'h e respontas Jodl : da gentañ, bagadoù Wenck stanket e su lenn Schwielow. Da eil, 12vet Arme divarrek da genderc'hel da dagañ Berlin. Da drede, gronnet lod brasañ an 9vet Arme. Da bevare, strollad Holste war zifenn.[15],[18],[19],[20].

E-pad mintinvezh an 30 a viz Ebrel e lavaras ar Brigadeführer SS Wilhelm Mohnke, (hag a oa komandant tiriad kreiz Berlin), da Hitler ne c'hallfe ket padout ouzhpenn daou zevezh. Diwezhatoc'h diouzh ar mintin e lavaras Weidling da Hitler ec'h implijfe an difennerien o fourvezioù-brezel diwezhañ e fin an devezh, hag e c'houlennas an aotre da glask tec'hout kuit. E-tro 1e00 e tistroas Weidling d'e benngarter e Bendlerblock hag e tegemeras aotre Hitler da dec'hout kuit[21].

D'an 30 a viz Ebrel goude kreisteiz en em lazhas Hitler hag Eva Braun : Hitler a dennas warnañ e-unan gant ur bistolenn, Eva Braun a lonkas ur gapsulennad sianur. Diwar urzhioù Hitler e voe devet o c'horfoù e liorzh ar C'hañsellerdi. Diwar ar pezh a oa skrivet e testamant diwezhañ Hitler e teuas Joseph Goebbels da vezañ penn ar gouarnamant ha kañseller ar Reich. Da 3e15 e kasas Goebbels ha Bormann ur gemennadenn skingomz d'an amiral Karl Dönitz da gemenn dezhañ e oa marv ar Führer, ha da lakaat anezhañ da brezidant Alamagn, evel m'en doa goulennet Hitler.

E dibenn an 30 e voe tapet ar Reichstag gant an Arme Ruz[22].

Miz Mae[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn ma weler lec'hiadur ar Führerbunker e Berlin

D'ar 1añ a viz Mae, e-tro 4e00 vintin, e kejas Krebs gant ar jeneral Tchouikov, hag eñ komandant 8vet Arme ar Gward soviedele[23]. Ne zisoc'has ket an emgav, peogwir e nac'has Krebs asantiñ en em zaskoriñ kerkent ha penn-da-benn, dre ma ne oa nemet ar Reichskanzler Goebbels a c'halle kemer an diviz-se. E dibenn an abardaez e lazhas Magda Goebbels he 6 bugel gant sianur. Magda ha Joseph a guitaas ar bunker e-tro 8e00 noz. Mont a rejont betek an digor ha e lonkjont bep a gapsulennad sianur. Ha pe en em lazhjont an eil egile, pe e voent peurlazhet gant ar soudard SS a ranke deviñ o c'horfoù[24].

Weidling a gemennas d'an dud kuitaat ar bunker ha mont war-du biz azalek 9e00 noz d'ar 1añ a viz Mae. Ne zeujont ket a-benn da vont kuit a-raok 11e00 noz. E penn ar strollad kentañ e oa Mohnke. Chomn a rejont hep treuziñ ar pont Weidendammer hag e treuzjont ar stêr dre un dreuzell. Met rannet e div lodenn e voe ar strollad. Mohnke ne zeuas ket a-benn da dec'hout ha harzet e voe en deiz war-lerc'h, ha goulennataet gant izili SMERSH. An tank Tigr bet implijet da zigeriñ an hent war-du ar pont Weidendammer a voe distrujet. Div wech ouzhpenn e klaskas an dud tec'hout dre ar memes hent. D'an 2 a viz Mae e tro 1e00 vintin e teuas a-benn Bormann da dreuziñ ar Spree met lazhet e voe pa oa tost ouzh ar pont, hervez testeni Artur Axmann hag a welas e gorf pa dremenas war ar memes hent[25],[26].

Ar re ziwezhañ a zifennas ar Führerbunker a-enep soudared an Arme Ruz a voe soudarded SS c'hall engouestlet er Rann-arme Karl-Veur. Chom a rejont er bunker betek penn-kentañ mintinvezh an 2 a viz Mae, da glask mirout ouzh ar Rusianed a dapout ar bunker[27].

Da 1e00 e resevas ar Soviediz ur gemennadenn skingomz a-berzh al LVI Corps alaman hag a c'houlenne un harz-tennañ. An Alamaned a lavare ivez e kasfent kannaded gant ur banniel gwenn betek ar pont Potsdamer. D'an 2 a viz Mae, abred diouzh ar mintin, e voe tapet ar C'hañsellerdi gant an Arme Ruz. Weidling hag e genlabourerien en em zaskoras e-tro 6e00.

Ar jeneraled Burgdorf (hag en doa bet ur perzh bras e marv Erwin Rommel) ha Krebs en em lazhas[15]. Ne chome ket kalz tud er bunker, hag ar re a oa chomet ennañ a voe tapet gant ar Soviediz d'an 2 a viz Mae. Ofiserien an Arme Ruz a gavas ouzhpenn 12 korf (re an dud a oa en em lazhet) hag ur bern dielloù devet.

Goude ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar pezh a chome eus ar Führerbunker e 1947
Lec'hiadur ar Führerbunker hiziv an deiz
Panell dirak al lec'h m'emañ ar Führerbunker hiziv an deiz

Dismantroù an daou Gañsellerdi a voe distrujet gant ar Soviediz etre 1945 ha 1949, met didorr e chomas ar bunker, daoust ma oa lodennoù anezhañ a oa beuzet. E 1947 e klaskas ar Soviediz lakaat anezhañ da darzhañ, met ne zeujont ket a-benn : al lodennoù war wel (an digor war al liorzh hag an tourioù aveliñ) a voe distrujet nemetken. E 1959 e c'houlennas gouarnamant DDR ma vefe distrujet, met ne voe cheñchamant ebet. Tost ouzh moger Berlin e oa ar bunker, ha dilezet e voe betek unvanidigezh Alamagn. E 1988 ha 1989 e voe savet savadurioù liesseurt, ha neuze e voe dizoloet meur a lodenn eus ar bunker, hag a lod brasañ anezho a voe distrujet. E korn Wilhelmstraße ha Voßstraße e oa ar C'hañsellerdi kozh. Lodennoù all eus ar bunker a voe dizoloet e-pad ar chanterioù bras aozet er bloavezhioù 1990 : buan e voent stanket en-dro. E 1990 e voe digoret ar bunker en-dro koulskoude, ha skeudennoù anezhañ a voe tapet. Ar bunker uhelañ a voe distrujet penn-da-benn, hag ar Führerbunker a voe rezet da live an doenn. Gant servijoù STASI e voe filmet ha luc'hskeudennet ar bunker a-raok hag e-pad al labourioù distrujañ.

Abaoe 1945 o doa aon pennoù-bras Alamagn e teufe al lec'h da vezañ ul lec'h priziet gant nevez nazied. Neuze e voe dibabet ne vefe ket lakaet war wel. Divizoù a voe koulskoude, rak bunker brudetañ an Istor eo. E 2005 ne oueze ket c'hoazh an dud pelec'h e oa ar bunker. Nepell e oa ur preti sinaat hag ur greizenn-genwerzh. E-lec'h an digor war-du liorzh ar C'hañsellerdi e oa ur parklec'h. D'an 8 a viz Even 2006 e voe staliet ur banell ma weler ur brastres eus ar bunker, hag e lec'hiadur resis. E korn In den Ministergärten ha Gertrud-Kolmar-Straße (div straed vihan tost ouzh Potsdamerplatz) e c'haller gwelout ar banell-se. Rochus Misch, hag a oa e-karg eus ar pellgomz er bunker hag a oa bepred bev, a gemeras perzh e lid staliañ ar banell.

Filmoù faltazi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teulfilmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Der Führerbunker (1935-1942) , DVD gant Christoph Neubauer Verlag, Waldkirchen, 2007
  • Adolf Hitler's Last Days, ur rann eus an heuliad skinwel BBC Secrets of World War II
  • The World at War a zo un heuliad skinwel saoz bet savet gant Thames Television ha leun a ditouroù diwar-benn Hitler hag an Trede Reich. En heuliad ez eus ur pennad-kaoz gant Traudl Junge.
  • Unsolved History: Hitler's Bunker a zo ur rann eus an heuliad skinwel Unsolved History savet gant skipailh ar chadenn amerikan Discovery Channel. E 2002 e voe skignet.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Antony Beevor : Berlin: The Downfall 1945 ; Penguin Books ; 2002
  2. Hans Dollinger : The Decline and Fall of Nazi Germany and Imperial Japan ; Library of Congress Catalogue card number 67-27047.
  3. Pietro Guido : Führerbunker-Discovered its Mysteries ISEM [5vet embannadur, 2009] Milan
  4. Earl F. Ziemke : Battle for Berlin: End of the Third Reich ; Ballantine Books, New York ; Macdonald & Co, Londres ; 1969
  5. Joachim Fest : Les derniers jours d'Hitler; Perrin, Tempus, 2003
  6. Mario Frank : Hitler, les derniers jours : dans le bunker heure par heure, Presses de la Cité, 2008
  7. Bernd Freytag von Loringhoven : Dans le bunker de Hitler, 23 juillet 1944 - 29 avril 1945 ; Perrin, Tempus, 2006
  8. Joseph Goebbels : Journal 1943-1945 ; Tallandier, 2005
  9. Traudl Junge : Dans la tanière du loup : Les confessions de la secrétaire de Hitler ; Jean-Claude Lattès, 2005
  10. Rochus Misch : J'étais garde du corps d'Hitler 1940-1945 ; Le Cherche midi, 2006

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. E-touez ar re all ez eo brudet ar Wolfsschanze (toull-kuzh ar bleiz), e reter Prusia
  2. Antony Beevor ; Berlin: The Downfall 1945 ; Penguin Books; 2002; p. 217-233.
  3. Beevor, p. 267-268
  4. Earl F. Ziemke ; Battle for Berlin: End of the Third Reich ; Ballantine Books, New York ; Macdonald & Co, Londrez; 1969 ; p. 87-88.
  5. Ziemke, p. 89
  6. Ziemke, p. 111
  7. Hans Dollinger ; The Decline and Fall of Nazi Germany and Imperial Japan ; Library of Congress Catalogue card number 67-27047.
  8. Beevor, p.322
  9. Ziemke, p. 98
  10. 10,0 10,1 ha10,2 Hans Dollinger
  11. 11,0 ha11,1 Ziemke, p. 119
  12. Ne ouezer ket pe urzhioù a voe roet da soudarded Luftwaffe : Beevor a lavar e rankent tagañ Potsdamerplatz, padal e lavar Ziemke e rankent skoazellañ argadenn Wenck.
  13. Beevor, p. 342
  14. Ziemke, p.118
  15. 15,0 15,1 15,2 ha15,3 Dollinger, p. 239
  16. Beevor, p. 343
  17. Lec'hienn MI5, diwar desteni Trevor Roper (bet o labourat evit MI5 e-pad ar brezel). The Last Days of Hitler e lavarer e voe dezrevellet an testamant diwezhañ goude an eured.
  18. Ziemke, p. 120
  19. Beevor, p. 357, rannbennad diwezhañ
  20. Dollinger (p. 239) a lavar e respontas Jodl met Ziemke (p. 120) ha Beevor (p.537) a lavar ez eo Keitel a respontas.
  21. Beevor, p. 358
  22. ha Yevgeny Khaldei a dennas e boltred hollvrudet, daoust ma voe adkempennet.
  23. Dollinger (p. 239) a lavar 3e00, ha Beevor (p. 367) a lavar 4e00.
  24. Beevor, p. 380-381
  25. Beevor, p. 383 ha 389
  26. Ziemke (p. 126) a lavar n'en dije Weidling roet urzh ebet da dec'hout kuit
  27. Jean Mabire, Mourir à Berlin, Fayard, 1975