Erwin Rommel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar feldmarchal Rommel

Erwin Johannes Eugen Rommel a oa ur jeneral alaman en doa kemeret perzh en Eil Brezel Bed, ganet d'ar 15 a viz Du 1891 e Heidenheim ha marvet d'ar 14 a viz Here 1944 e Herlingen. Servij a reas e-pad tregont vloaz e korfoù arme disheñvel arme Alamagn.

Goude e ergerzhadenn-vrezel e Afrika an hanternoz e voe lesanvet gant e genvroiz kement ha gant e enebourien "Louarn ar gouelec'h" (Wüstenfuchs en alamaneg). Ren a reas arme alaman Afrika an Hanternoz eus 1941 betek 1943, annavezet dre anvioù Afrika Korps (DAK adalek an 18 a viz C'hwevrer 1941), PanzerGruppe Afrika (25 a viz Gouere 1941, da heul entoueziadur ar c'horf arme italian), PanzerArmee Afrika (21 a viz C'hwever 1942), ha evit echuiñ HeeresGruppe Afrika (adalek an 23 a viz C'hwevrer 1943 betek skarzhadeg pe rentadeg soudarded Ahel Afrika an Hanternoz d'an 12 a viz Mae 1943, Rommel o vezañ kuitaet Afrika d'ar 7 a viz Meurzh eus ar bloavezh-se).

E yaouankiz[kemmañ]

Ganet oa e Heidenheim, ur barrez e-kichen Ulm, e Württemberg.

Anvet e oa evel e dad, hennezh o vezañ kelenner war ar matematikoù evel e dad-kozh. Merc'h prezidant gouarnamant Württemberg e oa mamm Rommel, Helen von Luz. Un c'hoar koshoc'h ha daou vreur yaouankoc'h evitañ en doa, Helen, Karl ha Gerhard. Ez yaouank en doa c'hoant mont da soudard dija, daoust ma ne roe urzhioù nemet da soudarded plom.

Ne oa ket gwall aketus er skol, nemet e-kerzh ar c'hentelioù istor. Poan en doe d'en em voazañ ouzh kensentidigezh reut ha strizh ar Gymnasium (Skolaj-Lise en Alamagn). D'an oad a zaouzek vloaz, e 1904, e kemmas Rommel, kregiñ a reas da labourat en holl zanvezioù, en o zouez ar matematik e-lec'h ma tiskouezas bezañ donezonet (evel e dad hag e dad-kozh). Kregiñ a reas ivez gant ar sport, dreist-holl gant ar ski, ar redeg war droad hag ar marc'h-houarn. Tennañ a reas muioc'h-mui da skeudenn alaman peurvat ar Wurtemberg, strizh ha sportour. Ar bloaz war-lerc'h e voe desachet Rommel hag e vignon August Keitel gant an nijerezh nevez ganet. Plijet e vefe bet o vezañ levier kirri-nij ur wech echu ar skol gantañ, met e dad a savas a-enep, neuze e lakaas e anv da vont d'an arme, e skol an ofiserien, e 1910.

En arme Impalaerel[kemmañ]

Kaset e voe Rommel d'ar 6vet batailhon ar 124re rejimant soudarded war droad e Weingarten. Evel holl ofiserien ar Reich, e rankas servij er renk, gant ar soudarded all a-raok gellout heuliañ kentelioù ar skol vilourel. Skodeget e voe e stummerien gant e badelezh d'ar striv. E miz Here e voe anvet da gaporal hag adalek miz Kerzu da serjant. Unan eus e gelennerien a lavaras : "Rommel a zo graet evit ren ha degas tud d'ar brezel. War e reizh emañ ha ne seblant morse bezañ skuizh. Un ofiser dibar e vo." E miz Meurzh 1911, Erwin Rommel a erruas e skol soudard Dantzig. E fin ar bloaz, dont a reas a-benn da dremen e arnodennoù gant notennoù un tamm uheloc'h eget ar geidenn, e zisoc'hoù a voe bet mat-tre war an traoù pleustrek met nebeutoc'h war an dachenn deorikel. E miz Genver 1912 e resevas e vreved is-letanant ha distreiñ a reas d'e rejimant, ar 124vet rejimant soudarded war droad. Eno e voe e karg eus an deskadurezh. Ne vutune ket, ne eve ket, ha kavout a rae e gamaladed e oa re sirius evit e oad, e vuhez o vezañ rannet etre gourdonnadeg ar soudarded hag al lizhiri a skrive d'e garedig Lucie.