Impalaeriezh alaman

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An Impalaeriezh alaman (1871-1918) ma weler ar rouantelezhioù a oa enni

An Impalaeriezh alaman (Deutsches Reich en alamaneg) a zo un impalaeriezh bet savet e 1871 ha divodet e 1918. Ar c'hentañ stad vroadel alaman eo. Graet e vez Eil Impalaeriezh anezhi a-wechoù abalamour d'an Impalaeriezh santel roman german a vije an hini gentañ.

Ur c'hengevredad e oa, savet diwar Kengevredad Alamagn an Hanternoz , enni 22 a rouantelezhioù, teir republik, un « douar impalaerel», Elsaß-Lothringen (Elzas-Loren), dindan un Impalaer alaman, Gwilherm Iañ, hag a oa roue Prus. Savet e voe d'an 18 a viz Genver 1871 pa voe embannet diskleriadur Gwilherm Iañ e kastell Versailhez e Bro-C'hall, goude faezhet an armeoù gall e-pad Brezel 1870-1871. Echuet e voe d'an 9 a viz Du 1918 pa zilezas Gwilherm II ar galloud war-lerc'h ar Brezel-bed kentañ, ha diskleriadur Republik Weimar.

Tiriad an Impalaeriezh alaman e 1914, a-raok ar brezel

Stadoù kengevredet[kemmañ]

Banniel an Impalaeriezh alaman
Ardamezioù an Impalaeriezh alaman

Roll ar Stadoù a yae d'ober an impalaeriezh alaman :



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.