Rouantelezh Saks
Eus Wikipedia
Rouantelezh Saks pe Sachsen (a zo Königreich Sachsen en alamaneg) zo unan eus stadoù istorel Alamagn, a badas eus 1806 betek 1919.
A-raok-se e oa ur briñselezh, Priñselezh Saks (a zo Kurfürstentum Sachsen en alamaneg). Goude e teuas da vezañ Stad dieub Saks (a zo Freistaat Sachsen).
Istor [kemmañ]
Unan eus izili Kengevredad ar Roen e oa, eus 1808 da 1813, eus izili ar Kevredad german (1815-1866), ar Kengevredad Alamagn an Hanternoz (1867-1871) hag eus an Impalaeriezh alaman (1871-1918).
Ouzhpenn e kemeras perzh er Mitteldeutscher Handelsverein, pe unvaniezh kenwerzhel Kreizalamagn (1828-1834), ha goude er Deutscher Zollverein, pe unvaniezh maltouterezhel alaman (1834-1919).
Dresden e oa ar gêr-benn.