Albert Iañ von Sachsen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Albert von Sachsen (1828 en Dresden - 1902 en Sibyllenort), pe Friedrich August Albert Anton Ferdinand Joseph Karl Maria Baptist Nepomuk Wilhelm Xaver Georg Fidelis von Sachsen, a voe Roue Sachsen adalek 1873 .

E vuhez[kemmañ]

Mab e oa da Johann Iañ von Sachsen (1801-1873), roue Sachsen, ha d'e bried Amalie Auguste von Bayern

Brezeliñ a reas e Brezel an Dugelezhioù, hag ar Brezel etre Aostria ha Prusia (emgannoù Hühnerwasser ha Königgrätz). Da vare Brezel 1870, e kemeras perzh en Emgann Gravelotte hag a-enep Arme ar Meuse e Seziz Sedan. An Dug-meur Ferdinando IV Toskana hag eñ e oa gwellañ mignoned Franz Joseph Iañ, Impalaer Aostria, a vourre chaseal ganto.

Dimeziñ[kemmañ]

Dimezet e 1853 da Carola von Wasa