Land Bremen (alamaneg: Freie Hansestadt Bremen pe Land Bremen) a zo ur gêr hag ur stad war un dro. Unan eus ar 16 land a ya d'ober Alamagn eo, hag an hini nemetañ diazezet war daou diriad n'int ket stok an eil ouzh egile: kêr Bremen (Stadtgemeinde Bremen) ha Bremerhaven, ur gêr bet savet e 1924 pa voe kendeuzet div gêr krouet en XIXvet kantved, hag anvet "Wesermünde" betek ma vefe staget ouzh al land e 1947. War-dro 60 km a zo etre an div gêr, etrezo emañ land Saks-Izel. Ur gêr dizalc'h eus kevre an Hanse eo bet Bremen, sed orin an anv Freie Hansestadt.
404 km² eo gorread a land, hag e-tro 660 000 annezad a zo ennañ. 547 360 (sifroù : 31 12 2008) anezho a zo o chom e Bremen, ha 114 506 anezho e Bremerhaven. E norzh Alamagn emañ.
Delwenn d'ar pevar loen soner e Bremen
[kemmañ] Mont en-dro politikel ha melestradur
Gant Bürgerschaft Bremen (Bremische Bürgerschaft en alamaneg) emañ ar galloud seveniñ, hag enni ez eus 83 ezel. Uv vodadeg kêr a zo e Bremerhaven hag e Bremen ez eus unan ivez anvet "Stadtbürgerschaft".
[kemmañ] Dilennadegoù 2007
Disoc'hoù dilennadegoù land Bremen, bet aozet d'an 13 a viz Mae 2007.
| Strollad politikel |
Mouezhioù |
% |
Niver a zileuridi |
% |
| SPD |
|
36.8% |
33 |
39.8% |
| CDU |
|
25.7% |
23 |
27.7% |
| Bündnis '90/Die Grünen |
|
16.4% |
14 |
16.9% |
| PDS |
|
8.4% |
7 |
8.4% |
| FDP |
|
6% |
5 |
6% |
| DVU |
|
2.7% |
1 |
1.2% |
| Strolladoù all |
|
4% |
0 |
0% |
| Hollad |
|
100% |
83 |
100% |
[kemmañ] Deskadurezh uhel
E Bremen ez eus ur skol-veur hag ur skol-veur arzoù (Hochschule für Künste Bremen, HfK Bremen). Ur skol-veur skiantoù pleustrek a zo e Bremen hag e Bremerhaven hag ivez ur skol-veur brevez anvet Jacobs University Bremen.
[kemmañ] Liammoù diavaez
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn
a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.
|
Kêrioù Kevre Hansa dre dachennoù |
|
| Kêrioù-penn e lizherennoù tev · Kêrioù dieub an Impalaeriezh santel roman german e lizherennoù stouet |
|
Wend ha
Pomerania |
|
|
|
Saks, Thüringen,
Brandenburg |
|
|
Bohemia, Polonia, Prusia,
Livonia, Sveden |
|
|
Roen, Westfalia,
Izelvroioù |
|
|
| Kontore pennañ |
|
|
| Eil Kontore |
|
|
 |
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |