Ludwigshafen am Rhein
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ludwigshafen)
Ludwigshafen am Rhein, pe Ludwigshafen ent-berr, zo ur gêr-arondisamant (kreifreie Stadt) eus Rheinland-Pfalz e kornôg Alamagn. Emañ war lez ar stêr Roen, a-dal da v-Mannheim. E 2007 e oa annezet gant 163 560 a dud.
E Ludwigshafen emañ sez kreiz BASF, ar gompagnunezh kimiek vrasañ er bed.
[kemmañ] Tud brudet
- Ernst Bloch, prederour
- Helmut Kohl, bet kañseller Alamagn
[kemmañ] Gevelliñ
Gevellet eo Ludwigshafen gant
Pasadena (Kalifornia) (SUA), abaoe 1948
An Oriant (Breizh) abaoe 1963
London Borough of Havering (Bro-Saoz) abaoe 1971
Sumqayıt (Azerbaidjan), abaoe 1987
Dessau-Roßlau (Sachsen-Anhalt), abaoe 1988
Antwerpen (Belgia), abaoe 1999
Gaziantep (Turkia), abaoe 2008